Klask
« kistin »
Frazennoù kavet : 63
-
👂 🔗 ah, ya ! aze, met emañ ar c'hiz bremañ da vont 'ba ar c'hoad aze, an Traouiero ! ha deus Bourk Tregastell 'h it aze ivez, da Draouiero, da gerc'hat kistin
[... - ˌtɹ̥o̞wjeˈʁoˑ - ... ˌbuꝛk txeˈgaste̞l ... - da ˌdɹo̞wˈjeˑʁo - ...]
Tregastell
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Nikol Riwal (ar C'hinio), ganet e 1942 e Pleuveur-Bodou, o chom e Tregastell, tud bet ganet e Kawan / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-16)
-
👂 🔗 godelladoù kistin
[ˌgodeˌlaˑdo ˈkistin]
des poches pleines de châtaignes
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 ur c'hodellad krao... kistin, ur c'hodellad kistin
[ə hoˌdelət kɹ - ˈkistin - ə ɦoˌdelət ˈkistin]
une poche pleine de noi... châtaignes, une poche pleine de châtaignes
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 ba ar prajeier prest a-walc'h aze emañ, e-fas d'ar c'hoad kistin, ar Gerdraou ! ya...
[... - ... - gɛꝛˈdɾɔˑwn - ja]
Plufur
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Morvan, ganet e 1931 e Plufur, o chom e Plufur, marvet e 2025, tud bet ganet e Lanvaeleg / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-08-18)
-
👂 🔗 1. da vont da Geranaofred 2. gwez-kistin, ya, ya ! 1. ya, e Keranaofred, a 'peus... aze... (e-fas da ?)... da... 2. Pont ar Portezour 1. Pont ar Portezour
1. [... ˌge̞ɣaˈno̞fɣɛt] 2. [... - ja ja] 1. [ja - e ˌke̞ɣaˈno̞fɣɛt - ... - ... - ...] 2. [ˌpɔ̃mpaˈteˑo] 1. [ˌpɔ̃mpaˈtʲiˑu]
Plistin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Ivona ar Montreer, ganet e 1934 e Plistin, o chom e Plistin, marvet e 2024, tud bet ganet e Plistin / Plufur.
– Klaod an Intañv, ganet e 1962 e Plistin, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-06-28)
-
👂 🔗 Kistin
[ˈkistin]
Lanvaeleg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrette Morvan, ganet e 1949 e Plouared, o chom e Lanvaeleg, tud bet ganet e Tregrom / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Hag e oan o sellet da-gaout an Almanted oc'h ober... oc'h ober un tir, war... war ur wezenn kistin. Ur wezenn-gistin hag a oa ken... ken... ken ledan-se. Hag eu... « tatatatatag ! » e dennent, e dennent gant ur vitrailheuz, gant mitrailhezenn war ar vachin. Hag e oan-me en tu all d'ar grilhaj. Ur grilhaj a oa o separiñ menaj Kervarker Lezardrev. Met... met... lec'h e oa... lec'h e oa... lec'h e oa gwez e oa da Gervarker Lezardrev ivez da... Ha... ha pa oa... pa 'dant fin, pa 'dant skoet ar wezenn en traoñ, gant... gant tennoù, gant tennoù, e oa aet an daou Alman... gant... memes tra evel gant ur c'hravazh plaen, goût a ouzout ? Da gas ar vitrailhetenn 'ba ar varakenn goad.
[ke̞ꝛˈvɑꝛkəꝛ ˌlezaꝛˈdɣẽˑɔ̃ - ge̞ꝛˈvɑꝛkəꝛ ˌlezaꝛˈdɣẽˑɔ̃]
Et je regardais en direction des Allemands qui faisaient... qui faisaient un tir, sur... sur un châtaignier. Un châtaignier qui était aussi... aussi... aussi large que ça. Et euh... « ratatatata ! » qu'ils tiraient, ils tiraient avec une mitrailleuse, avec une mitrailleuse sur le machin. Et moi j'étais de l'autre côté du grillage. Le grillage qui séparait la ferme de Kervarker Lezardrev. Mais... mais... là où étaient... là où étaient... là où étaient les arbres c'était Kervarker Lezardrev aussi à... Et... quand il y avait... quand ils eurent fini, quand ils abattirent l'arbre, avec... avec les tirs, avec les tirs, les deux Allemands étaient allés... avec... pareil qu'avec une civière plate, tu sais ? Emporter la mitraillette au baraquement en bois. :
Lezardrev
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kistin-moc'h
[ˌkistin ˈmox]
des marrons
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari Duigou, ganet e 1935 e Skiñvieg, o chom e Tregonnev, tud bet ganet e Skiñvieg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Kervolkin, a-hont evel-se, a-hont e oa kistin bourdel gwechall 2. ya 3. ya, gwez kistin bourdel 1. kistin bourdel 'ba an antre, pezhioù reoù vras aze
1. [kɛɹˈvokin - ˌɑˑɔ̃n viˌse ˌɑˑɔ̃n wa ˌkistin ˈbuɹdəl gweˈʒɑl] 2. [ˌjɑ] 3. [ˌjɑ - gwẽ ˌkistin ˈbuɹdəl] 1. [ˌkistin ˈbuɹdəl bah ˈnɑ̃tɹe - ˌpeˑʒo ˌɹew ˈvɹɑːz ˌɑhe̞]
1. Kervolkin, là-bas comme ça, là-bas il y avait des marrons autrefois 2. oui 3. oui, des marronniers 1. des marronniers dans l'entrée, de très gros là
Gant :
– Emil an Alan, ganet e 1937 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
– Suzan an Alan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
– Frañsoa Briand, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 o tibogañ anezhe, evel... evel kistin
[tiˈbɔˑgə ˈne̞ - we̞l we̞l ˈkistin]
en train de les déboguer, comme... comme des châtaignes
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha kistin grilhet kwa ! hag a-wejoù e vije grilhet an hanter anezhe hag an hanter all 'vije ket, pa vije pres ! kompren a rez ?
[a ˌkistin ˈgɣijɛt kwa - a ˌweˑʒo ˌviˑʒe ˈgɣijəd ˌnɑ̃təꝛ ˈne̞ˑ a ˌnɑ̃təꝛ ˈɑl viˌʒe kət - pe ˌviˑʒe ˈpɣes - ˌkɔ̃mpɣɛn ə ɣes]
et des châtaignes grillées quoi ! et parfois une moitié était grillée et l'autre moitié ne l'était pas, quand il y avait de la pression ! tu comprends ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Kariou, ganet e 1930 e Peurid, o chom e Peurid, marvet e 2025, tud bet ganet e Kervorc'h / Tredarzeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh eo koad eu, kat da lâret dit, koad kistin, diskaret gant ma dad ha me met eu... bremañ 'meus poan-gein, d'ar c'houlz-se... hag evel-se aze gant an halpon, gant ar passe-partout zo aze 'ba krec'h, hag unan e pep penn hein ! ha neuze e vijent darc'het en traoñ, ha goude e vijent kaset d'ar gêr neuze gant kezeg, ha goude neuze e gasemp anezhe da siri amañ 'ba an traoñ, bloaz pe daou goude, evit heskennat, ha neuze e vijent laket da sec'hañ 'ba eu... ar porzh du-mañ, ha laket koad kreiz etrede, abalamour da... kaout aer kwa, goude neuze, e vije labouret ar c'hoad, lâret e vez koad labour met hennezh zo koad labour hein !
[ˌhẽˑs so ˈkwɑd ə - ˌkɑt tə ˌlɑˑɹ ˈdit - ˌkwɑt ˈkistin - diˈskɑːɹəd gɑ̃n mə ˈdɑːd a ˈmeˑ mɛd ə - ˈbo̞mɑ̃ møs pwɑ̃nˈgɛɲ - də ˈhulsˑe - a vəˌse̞ ˈɑˑe̞ gɑ̃n ˈnɑlpɔ̃n - gɑ̃n ə ... zo ˌɑhe̞ bah ˈkwex - a ˈyˑn po̞p ˈpe̞n ɛ̃ - a ˌnœhe ˌviʒɛɲ ˈdɑɹhət ˈtɹo̞w - a ˌguˑde ˌviʒɛɲ ˈkɛsət tə ˈge̞ːɹ ˌnœhe gɑ̃n ˈkeːzɛk - a ˌguˑde ˌnœhe ˈgɛsɛm ˈne̞ˑ də siˌɹi ˈɑ̃mɑ̃ bah ˈtɹo̞w - ˈblɑ pe ˈdo̞w ˌguˑde - wit hesˈkenat - a ˌnœhe ˌviʒɛɲ ˈlɑkət tə ˈzehɑ̃ bah ə - ˈpɔɹs ˈtymɑ̃ - a ˈlɑkə ˈkwɑt ˈkɹɛjste ˌde̞ˑ - ˌbɑ̃m tə - ˌkɑˑd ˈɛːɹ kwa - ˌguˑde ˌnœhe̞ - ˌviʒe laˈbuːɹə ˈhwɑt - ˈlɑːɹə ve ˌkwɑd ˈlɑːbuɹ mɛ ˌhẽˑs so ˌkwɑd ˈlɑːbuɹ ɛ̃]
ça c'est du bois euh... je peux te dire, du châtaignier, abattu par mon père et moi mais euh... maintenant j'ai mal au dos, à cette époque-là... et comme ça avec le harpon, avec le passe-partout qui est là en haut, et un à chaque bout hein ! et alors on les abattait, et après on les ramenait à la maison avec des chevaux, et après alors on les envoyait à la scierie ici en bas, un an ou deux après, pour scier, et alors on les mettait à sécher dans euh... la cour chez moi, et on mettait du bois entre eux, afin que... il y ait de l'air quoi, après alors, on travaillait le bois, on dit du bois d'oeuvre mais celui-là c'est du bois d'oeuvre hein !
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kroaz Kistin
[ˌkɣwɑs ˈkistin]
Plouizi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Simona ar C'hozh, ganet e 1922 e Plouizi, o chom e Gras, tud bet ganet e Louergad / Pederneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ! Kroaz Kistin ya !
[a - ˌkrwɑˑs ˈkistin ˌjɑ]
ah ! Kroaz Kistin oui !
Plouizi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Michel Merdi, ganet e 1935 e Gras, o chom e Plouizi, tud bet ganet e Plouizi / Plouizi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kroaz Kistin ya ! se eu... deus Plouizi da... war hent Trégonn... eu... da vont da Landreger eo, ya, ya, Kroaz Kistin ya, Kroaz Kistin ya
[ˌgɹwɑˑs ˈkistin ˌjɑ - se ə - dus pluˈiːzi də - waɹ ˌhɛn ... ə - ˌdɔ̃n də lɑ̃ˈdɹeːgəɹ e̞ - ˌjɑ - ˌjɑ - ˌgɹwɑˑs ˈkistin ˌjɑ - ˌgɹwɑˑs ˈkistin ˌjɑ]
Kroaz Kistin oui ! ça euh... de Plouizi à... sur la route de Trégonn... euh... c'est pour aller à Landreger, oui, oui, Kroaz Kistin oui, Kroaz Kistin oui
Plouizi
Gant : Ived Gwilhou, ganet e 1935, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Plouizi / Langonned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Kraou ar Moc'h zo Kraou ar Moc'h kwa, porcherie, met eu... les marrons, les... 2. kraoù, kraoù 1. kistin moc'h, ya just, ya, hag eu... e-plas lâret kistin moc'h eu... e vije lâret Kraoñ Moc'h, ar reoù zo o chom e Kraou ar Moc'h 'blij ket kaer dezhe eu... ni a vije lâret se diouzhimp 'ba ar skol hañ ivez ! « moc'h Kraou ar Moc'h ! » « ale ! petra 'teus lâret te aze ? dao ! »
1. [ˌkɹɔwˈmox so ˌkɹɔwˈmox kwa - ... mɛd ə - ...] 2. [ˈkɹɔw ˈkɹɔw] 1. [ˌkistinˈmox - ja ʒyst - ja - ag ə - plas ˌlɑˑɹ ˌkistinˈmox ə viʃe ˈlɑˑd ˌkɹɔwˈmox - ɹew zo ˌʃo̞m ˌkɹɔwˈmox ˌbliʃ kə ˌkɛˑɹ ˈde̞ˑ ə - nim ˌviʃe ˌlɑˑɹ ze dəˈwim bah ˈskoːl ɑ̃ ˌiˑe - ˈmox ˌkɹɔwˈmox - ˈɑˑle - ˌpɹɑ tøz ˌlɑˑt te ˌɑhe - dɑw]
1. Kraou ar Moc'h c'est Kraou ar Moc'h quoi, porcherie, mais euh... les marrons, les... 2. noix, noix 1. des marrons, oui juste, oui, et euh... à la place de dire des marrons euh... on disait Kraoñ Moc'h, ceux qui habitent à Kraou ar Moc'h n'aiment pas trop euh... nous on nous disait ça de nous aussi à l'école hein ! « les cochons de Kraou ar Moc'h ! » « allez ! qu'est-ce que tu as dit là toi ? pan ! »
Plûned
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
– Odil Gotie, o chom e Plûned.Dastumer : Tangi
-
🔗 kistin moc'h
[ˌkistin'mox]
des marrons
Tonkedeg
Gant :
Dastumer : Tangi
-
🔗 dibogañ kistin
[di'bo:gɑ̃ 'kistin]
enlever la bogue des châtaignes
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kistin faou, e weli anezhe ya, a-wechoù e welez bernioù dindan aze met ma doue, pa 'teus peilhet anezhe 'teus mann ebet
[ˌkistin'vo: - ... - ’we:ʒo ’wɛ:lɛz ’bɛɹɲo di’nɑ̃:n ɑ:he mɛ ma ’du:e pe tøs ’pɛʎə nɛ tøz mɑ̃n’bet]
des châtaignes de hêtre [surnom des petites châtaignes], tu les verras oui, parfois tu en vois des tas dessous là mais mon dieu, quand tu les as épluchées tu n'as rien
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, normalamant eu... e kalon ar goañv gwechall e Pleuzal e veze ur foar hag aze e veze kistin grilhet
[ja ˌnɔɹma'lɑ̃mɑ̃n ə 'kɑ:lɔ̃n 'gu:ɑ̃ gwe'ʒɑl plœ'zɑ:l viʒe vwɑ:ɹ ag 'ɑ:he viʒe 'kistin 'gɾiʎət]
oui, normalement euh... au cœur de l'hiver autrefois [2 ou 3 novembre], il y avait une foire à Pleuzal et là il y avait des châtaignes grillées
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi