Klask
« klemm »
Frazennoù kavet : 11
-
🔗 Hemañ a vez o klemm ordin.
Héman vé klèm ordin.
[hemã ve klɛm oʁdin]
Celui-ci se plaint tout le temps.
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 ordin e vije o klemm 'dije poan 'ba e divhar met 'ma ket graet kalz a van
[ɔʁˈdin viʒe klɛm diʒe pwɑ̃ːn ba i ˈdiwɑʁ mɛ ma kə gwɛ kɑlz ˈvɑ̃ːn]
elle se plaignait tout le temps d'avoir mal dans les jambes mais je n'avais pas prêté attention
Gant : Genevière Jean, o chom e Louergad, tud bet ganet e Normandi / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 klemm a ra deus poan
[klɛm ʁa dəs pwɑ̃:n]
il se plaint de douleur
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah non, arri eo divalav, arri eo divalav ar jeu, tout an dud zo o klemm, forzh peseurt micher a ra, an hini a ra moc'h, an hini a ra yer, an hini a ra saout-laezh, an hini a ra saout-kig, an hini a ra... an hini a ra ed, tout, « pouf ! »
[a nɔ̃: ɑj ɛ di’vɑ:lo ɑj ɛ di’vɑ:lo 'ʒø: tud dyt so klɛm fɔʁs pəˌsœ ’miʃəɹ ʁa n:i ʁa moh n:i ʁa ji:ɹ n:i ʁa zo̞wd’le̞:z n:i ʁa zo̞wt kig n:i ʁa n:i ʁa e:t tut puf]
ah non, c'est dégradé... la situation est dégradée, tous les gens se plaignent, quelque soit le métier, celui qui fait des cochons, celui qui fait des poules, celui qui fait des vaches à lait, celui qui fait des vaches à viande, celui qui fait... celui qui fait du blé, tout, « pouf ! »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Ne vanka ket dezhi klemm.
Vank ka keu dèy klèm.
[vãŋk ka kø dɛj klɛm]
Il ne faut pas qu'elle se plaigne.
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 Ne vanka ket klemm.
Vank ka keu klèm.
[vãŋk ka kø klɛm]
Il ne faut pas se plaindre.
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 Arabat klemm !
Rabeut klèm !
[ʁabət klɛm]
Pas le droit de se plaindre !
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 ha ne gleves ket anezhi o klemm
[a 'glɛwɛs kə nɛj klɛm]
et tu ne l'entendais pas se plaindre
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'hallez ket bezañ ordin o klemm
[’nɑlɛs kə ’beɑ̃ ɔr’din klɛm]
tu ne peux pas être tout le temps à te plaindre
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 boñ eu... an avokad... 'na graet eu... « ur preuleg », emezañ, e oa bet n'onn ket pegeit oc'h ober e breuleg, ma dad a oa oblijet da chom eno ken 'na fin egile d'ober e... hag-eñ 'na mann ebet da lâret met añfin ! 'na ket graet 'met ampich daou d'en em gannañ, met bepred... unan 'na bet pred kwa, fidedoue ! hag eñ 'na... 'na douget klemm, enep d'egile kwa, ha goude e oa jañdarmed, tout an traoù, ha ma dad a oa... tapet 'ba ar jeu, goude 'oa mann ebet... ampich anezhe d'ober
[bɔ̃ ə naˈvokat - na gwɛd ə - ə ˈpɹœːlək ˈmeˑɑ̃ - wa be ˌnɔ̃ kə peˈgɛjd ho̞ˑɹ i ˈbɹœːlək - mə ˈdɑːd wa oˈbliːʒəd ʃo̞m ˈeːno ken na ˈfiːn eˈgiːle ˌdo̞ˑɹ i - aˈgẽ na ˈmɑ̃n bet tə ˈlɑːɹ mɛ hɑ̃ˈfin - na kə gwɛ mɛ ˈhɑ̃mpiʃ do̞w də nɔ̃n ˈgɑ̃nɑ̃ - mɛ ˈbopət - yn na be ˈpɹet kwa fidəˈduːe a hẽ na - na ˈduːgə ˈklɛm - ˈeːnəp teˈgiːle kwa - a ˈguːde wa ʒɑ̃ˈdɑɹmət tun ˈtɾɛw - a mə ˈdɑːd wa - ˈtɑpəd bah ˈʒœː - ˈguːde wa ˈmɑ̃nbet - ˈhɑ̃mpiʒ ne̞ ˌdo̞ˑɹ]
bon euh... l'avocat... il avait fait euh... « une plaidoirie », disait-il, il avait été je ne sais combien de temps à faire sa plaidoirie, mon père était obligé& de rester là jusqu'à ce que l'autre est fini sa... alors qu'il n'avait rien à dire mais enfin ! il n'avait fait qu'empêcher deux de se battre, mais toujours est-il... un avait reçu une raclée quoi, bon sang ! et il avait... avait porté plainte, contre l'autre quoi, et après il y avait eu les gendarmes, tout, et mon père avait été... pris dans l'affaire, alors qu'il n'y avait rien... les empêcher de faire
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ha bezañ zo reoù a vez o klemm ordin ha ne c'hoari mann ebet dezhe
[a 'beɑ̃ zo rew a ve klɛm ɔr'din a hwɑj mɑ̃n bed dɛ:]
et il y en a qui se plaignent tout se le temps et à qui rien n'arrive [qui n'ont pas de soucis de santé]
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi