Klask
« kontañ »
Frazennoù kavet : 46
-
👂 🔗 oh ! ah, met eñ a oa tost ha eñ 'neva arc'hant, ha 'meus soñj 'neva... lâret d'hom mab evel-se « me a sikouro ac'hanout sell ! me a roio... me a sikouro... » met, penses-tu ! ni « non, non ! hemañ zo o kontañ ur bern kozh (louegaj ?) », met eñ 'neva arc'hant, fidamdoue ! hag e oa... oa... oa deut... e oa... 'deva lâret dezhañ dont da welet anezhañ koura, hag e oa deut, hag e oa (o veilhal ?) e sakochenn met e sakochenn a oa pintet n'onn ket pelec'h, kl... oh ! klenket ervat kwa ! met eñ 'neva arc'hant 'vat ! hag an dud a soñje gante e oa-eñ prest da greuviñ gant an naon, met 'oa ket prest da greuviñ gant an naon 'vat ! feiz, nann sur ! oh, ma Doue ya 'vat !
[...]
oh ! ah, mais il était radin et il avait de l'argent, et je me souviens qu'il avait... dit à cotre fils ainsi « moi je t'aiderai tiens ! moi je te donnerai... moi je t'aiderai... » mais, penses-tu ! nous « non, non ! il te raconte plein d'âneries, mais il avait de l'argent, bon sang ! et il était... était... était venu... était... il lui avait dit de venir le voir quoi, et il était venu, et il (surveillait ?) sa sacoche mais sa sacoche était accrochée je ne sais où, rang... oh ! très bien rangée quoi ! mais il en avait de l'argent ! et les gens pensait qu'il était sur le point de mourir de faim, mais il n'était pas prêt de mourir de faim ! ma foi, non ! oh, mon Dieu mais oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
🔗 kontañ warni
gontan warni
[gõtã waʁni]
compter sur elle
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 kontañ
gontan
[gõtã]
compter
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 fin, arabat din kontañ gevier met eu... soñjal a ra din emañ e-barzh, rak-kar en-dro d'ar chapel n'eus ket... nemet gwez ha... traoù, n'eu#... n'eus ket monumant ebet a-hend-all, 'gredan ket
[...]
enfin, il ne faut pas que je raconte de mensonges mais euh... je crois qu'il est [enterré] dedans [chapelle], car autour de la chapelle il n'y a... que des arbres et... tout, il n'y... il n'y a aucun monument autrement, je ne crois pas
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Jelard, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Langoad / Berc'hed.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
🔗 evit kontañ diwar traoù kozh !
[... ˈkɔ̃ntɑ̃ diwaꝛ tɣɛw ˈkoˑs]
pour conter au sujet de vieilles histoires !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Monik ar Sant, ganet e 1934 e Kervaria, o chom e Ploulec'h, tud bet ganet e Kervaria / Ploulec'h.
gwreg Bernard an NiDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah, met te 'peus kalz a draoù da zeskiñ c'hoazh ! hep kontañ ar pezh zo ac'hann d'an noz !
[...]
ah, mais toi tu as encore plein de choses à apprendre ! sans compter ce qu'il y a d'ici ce soir !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ived Fulub, ganet e 1934 e Plistin, o chom e Plistin, tud bet ganet e Tremael / Tremael.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e vije an dud o c'houll gantañ, « Pierrig, pet... pet a saout zo du-se ? pet buoc'h zo du-se ? » « eu... » 'ouie ket kontañ ! hag e oa... ur bagad mat hañ ! a saout, hag e lere « dek ha... dek ha unan », 'ouie ket... 'ouie ket e rae se unnek, « dek ha unan, emezañ », e lere da tout an dud
[...]
et les gens lui demandaient, « Pierrot, combien... combien de vaches y a-t-il chez toi ? combien de vaches y a-t-il chez toi ? » « euh... » ils ne savaient pas compter ! et il y avait... un gros troupeau hein ! de vaches, et il disait « dix et... dix et une », il ne savait pas... il ne savait pas que ça faisait onze, « dix et une, disait-il », qu'il disait à tout le monde
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 hag eu... teir onner, hep kontañ ar yer, al lapined, an dindoñsed, kanigoù hag ar c'hizhier a oa ivez, ya, ha neuze ur c'hi
[... - ... - dinˈdɔ̃sət - kɑ̃ˈnijo ... - ...]
et euh... trois génisses, sans compter les poules, les lapins, les dindons, des canards et les chats qu'il y avait aussi, oui, et un chien aussi
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kernourz Vihan ? marteze aze... marteze n'interest ket ac'hanoc'h ivez met... pell zo, a oa unan 'ba e... e chom Kernourz Vihan, hag a oa deut da chom da Kerdinam, hag a... 'deo soñj gwelet bleidi, ya, me 'meus bet klevet ma zad-kaer o kontañ se ha... ha honnezh a oa... marvet en 45 pe 50, ha met pa oa yaouank e oa e Kernourz Vihan, ha 'deo tapet ul louarn bihan ur wech, hag e oa deut an hini gozh, difoñset an nor da zont da dapout ar... al louarn, hag e oa bleiji c'hoazh e-barzh e... Koad Kernourz
[ˌke̞ꝛnuꝛzˈviˑən - ... - ... - ... - ... - ... ˌke̞ꝛnuꝛzˈviˑən - ... ke̞ꝛˈdiˑnɑ̃m - ... - ... ˈble̞jdi - ... - ... - ... - ... ˌke̞ꝛnuꝛzˈviˑən - ... - ... ˈble̞jʒi ... - ˌkwatke̞ꝛˈnuꝛs]
Tremael
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Roje ar Bastard, ganet e 1940 e Plistin, o chom e Tremael, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi (2023-08-04)
-
👂 🔗 ha neuze e oa savet kaoz deus... deus Gurunuhel, deus ar Chap, ha neuzen deus... deus eu... Lein Ha... n'eo ket Lein an Haleg, gortoz 'ta ! n'eo ket se a soñj din, hag-eñ me zo ganet e Gurunuhel, 'mez ket soñj du-hont, en tu all 'mez ket soñj, met 'ba ar Chap-se, e oamp o kontañ, e oa unan eu... kamarad d'ar re-mañ pa oant yaouank ivez
[... - ... ˌgyɣyˈnyˑəl - ... ˈʃɑp - ... - ... - ... ˌlɛɲ ˈɑˑlək - ... - ... - ... ˌgyɣyˈnyˑəl - ... - ... - ... ˈʃɑp se - ... - ... - ...]
Gurunuhel / Mme Barbier (1983, D.Giraudon)
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 petra... ni a vije asambles alies en avani e vijemp... memes nivo 'meump hom-daou, ha pa 'vije ket eu... Pierr... Jean-Pierre Baron da gentañ eo me a vije... a vije o kontañ ar poenioù evel-se, pep hini a gonte
[paˌɹɑ - ˌnim ˈviːʒe ˈsɑ̃məz aˈliˑəs naˈvɑ̃ːni ˌviʒɛm - ˌmɛməz ˈniːvo mœmp ɔ̃mˈdo̞w - a pe viˌʒe kəd ə ... də ˈgentɑ̃ he̞ ˌme viʒe - a viʒe ˈkɔ̃ntə ˈpwɛ̃ɲo vəˌse - poˌpiˑni ˈgɔ̃nte̞]
comment... nous étions souvent ensemble puisque nous étions... nous avons le même niveau tous les deux, et quand il n'y avait pas eu... Pierr... Jean-Pierre Baron au début c'est moi qui était... qui comptait les points par conséquent, chacun comptait
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... hag e vezomp o kontañ traoù kaer pe gaeroc'h
[a ve̞m ˈkɔ̃ntɑ̃ ˌtɹɛw ˈkɛːɹ pe ˈgɛːɹɔx]
... et nous en racontons des vertes et des pas mûres
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. Emil a esplike istoarioù ha traoù 2. ah ya ! kontañ istoarioù a blije dezhañ ober 1. ha goût ober hañ !
1. [eˈmil a he̞sˈplike isˈtwɑˑɣjo a ˈtɣɛw] 2. [a ja - ˈkɔ̃ntɑ̃ isˈtwɑˑɣjo ˈbliˑʒe ˈdeˑɑ̃ ˈo̞ˑꝛ] 1. [oː - a ˌguˑd ˈoˑɹ ɑ̃]
1. Émile racontait des histoires et tout 2. ah oui ! il aimait raconter des histoires 1. et [il fallait] savoir le faire [il avait le savoir-faire] !
Gant :
– Mari-Jo an Abad, ganet e 1944 e Rospez, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Rospez.
– If Sohier, ganet e 1940 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Trezeni / Peurid.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma dad neuze... a oa charreter, hola ! eñ... hennezh a oa... se a oa un dra bennaket dezhañ, c'hwi a oar ! eu... kontañ e damm buhez ivez, ya !
[mə ˈdɑˑd ˌnœhe - wa ʃaˈɹɛtəɹ - ˌhola ˌhẽ - ˌhe̞ˑz wa - ˌze wa dɑ̃m ˈmnɑkəd ˌdeˑɑ̃ - ˌhwi a ˌwɑˑɹ - ə ˈkɔ̃ntɑ̃ i ˌdɑ̃m ˈbyˑe ˌiˑe - ˌjɑ]
mon père alors... était charretier, oh là ! il... il était... ça c'était important pour lui, vous savez ! euh... raconter sa petite vie aussi, oui !
Gant : Eliane Pichouron, ganet e 1929 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 te 'teus kalz a draoù da zeskiñ c'hoazh, hep kontañ ar pezh a vo ac'hann d'an noz !
[ˌte tøs kalz ˈdɣɛw da ˈziskĩ ˌhwɑs - hep ˈkɔ̃ntɑ̃ pez vo ˌhɑ̃n də ˈnɔ̃ˑs]
toi tu as encore beaucoup de choses à apprendre, sans compter ce qu'il va y avoir d'ici ce soir !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ived Fulub, ganet e 1934 e Plistin, o chom e Plistin, tud bet ganet e Tremael / Tremael.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'ma bet, pa oan o komañs, unnek beaj veterinaer en ur ober daou viz hanter, hep kontañ kwa, tout ar c'hollioù zo bet da-heul
[me ma bet pe wɑ̃n ’komɑ̃s ’œnɛk ’be:aʒ veteɹi’nɛ:ɹ nɔ̃n o̞:ɹ do̞w vis ’ɑ̃ntəɹ hep ’kõntɑ̃ kwa tut ’holjo zo bed də hœ:l]
moi j'avais eu, quand je débutais, onze fois le vétérinaire en deux mois et demi, sans compter quoi, toutes les pertes par la suite
Le Du 2012b, p.235 « fois 1) béaj »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a oar kontañ anezhi ivez
[hẽ̞: wɑ:ʁ ’kɔ̃ntɑ̃ nɛj ie]
il sait en raconter aussi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar Flemm a oa eno, alies e vije o kontañ reoù darev
[vlɛm wa 'e:no a'li:ɛz viʒe 'kɔ̃ntɑ̃ ʁew dɑʁw]
Le Flem était là-bas et souvent il en racontait des grasses [histoires]
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel gwechall gant kontadennoù ar reoù gozh kwa, e vije komzet deus al louarn ha neuze ar c'hazh, ur wech ul louarn a oa o kontañ 'na seizh ard ha seizh-ugent, a lâre n'onn pesort, ar c'hazh 'na ket nemet daou, met al louarn 'na tapet ar c'hazh ha 'na lâret ar c'hazh dezhañ « xxx (?) emezañ, c'hwi 'peus emezañ, n'onn ket pegement emezañ, seizh ard ha seizh-ugent », se a rae cent quarante n'onn ket petra hag eu... egile 'na ket nemet daou, met ur wezenn a oa e-kichen hag ar c'hazh a oa aet war ar wezenn, pa oa arri e-krec'h neuze e oa komañset d'ober e varv ha 'na lâ... ha 'na ezhomm al louarn da welet an eilvet, an eilvet, ar c'hazh pa oa arri e-krec'h 'na lâret « amzer 'peus emezañ da c'hortoz ac'hanon da diskwel anezhi (deoc'h ?) », 'na tapet goude egile 'na bern trukoù ha tout tout tout a oare ober ha tout, dizreiñ, ha bepred 'na tapet ar c'hazh anezhañ
[wɛl gwe’ʒɑl gɑ̃n ˌhɔ̃nta’deno ʁew’go:s kwa viʒe ’kɔ̃mzə dəz ’lu:aʁn a ’nœ:he ə hɑ:z ə weʃ ə ’lu:aʁn wa ’kɔ̃ntɑ̃ na ˌsɛjzɑrtasɛj’zy:gən ’lɑ:ʁe nɔ̃m sɔʁt hɑ:z na kə mɛ do̞w mɛ ’lu:aʁn na ’tɑpə hɑ:s a na ’lɑ:ʁə hɑ:s teɑ̃ ? meɑ̃ hwi pœs meɑ̃ nɔ̃ kə pe’gemən meɑ̃ ˌsɛjzɑrtasɛj’zy:gən ze ʁe sɑ̃ kaʁɑ̃n nɔ̃ kə pʁɑ ag ə e’gi:le na kə mɛ do̞w mɛ ’we:ən a ’kiʃən a hɑ:z wa ɛd waʁ ’we:ən pe wa ɛt kweh ’nœ:he wa ko’mɑ̃sət to̞:ʁ i vɑɹw a na ’lɑ: a na e:m ə ’lu:aʁn də ’we̞:ləd ə ’nɛʎət ’nɛʎət hɑ:s pe wa ɑj kweh na ’lɑ:ʁət ’ɑ̃mzəʁ pœz meɑ̃ də ’hɔʁtoz ɑ̃w də ’diskwɛl nɛj dax na ’tɑpəd ’gu:de e’gi:le na bɛʁn tɾykʃo a tut tut tud ’wɑ:ʁe o̞:ʁ a tut ’dizʁe̞j a ’bopə na ’tɑpə hɑ:z neɑ̃]
comme autrefois avec les contes des anciens quoi, on parlait du renard et alors du chat, une fois un renard était à raconter qu'il avait cent quarante-sept tours, que disait je ne sais qui, le chat n'en avait que deux, mais le renard avait attraper le chat et le chat lui avait dit « xxx ( ?) dit-il, vous avez, dit-il, je ne sais combien, dit-il, cent quarante tours », ça faisait cent quarante je ne sais quoi et euh... l'autre n'en avait que deux, mais il y avait un arbre à côté et le chat était allé dans l'arbre, quand il était arrivé en haut il avait commencé à faire sa toilette et il avait di... et le renard voulait voir le deuxième, le deuxième [tour], le chat puisqu'il était en haut avait dit « vous avez le temps pour que je vous le montre », il l'avait berné et pourtant l'autre avait plein de trucs, et il savait tout tout tout faire et tout contourner, et toujours est-il que le chat l'avait berné
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kontañ a reont anezhe brav
['kɔ̃ntɑ̃ ʁɛɲ nɛ bʁɑw]
ils les racontent bien [histoires drôles]
Gant : Jerar Toudig, ganet e 1962 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Plûned.
Dastumer : Tangi