Klask
« kriz-ha-kriz »
Frazennoù kavet : 3
-
👂 🔗 mann normal ebet, gwelet a rez ? ha na deue ket er-maez, 'na an droed da gaout pikadennoù na mann ebet, 'na droed da gousket, kriz-ha-kriz eo se, me 'meus bet d'ober, hag If 'na lâret din eu... a-raok... a-raok mervel-se 'na lâret din, « grez evel e gari Anne, emezañ, evel e vi kap, 'to ket bet chañs ganimp hom-daou, emezañ, met un dra a lâran... a lâran dit emezañ : mir anezhañ, 'kasez ket hennezh neblec'h ebet emezañ »
[mɑ̃n nɔɹˈmɑl bet - ˌgwe̞s - a na ˌde kə ˈme̞ːs - na ˈdwɛt tə ˌgɑˑt picaˈdeno na ˈmɑ̃n bet - na ˈdwɛt tə ˈguskət - ˌkɾiaˈkɾiˑ e̞ ˌse - ˌme møz ˌbe ˈdo̞ˑɹ - a ˈiːv na ˌlɑɹt ˈtĩ ə - ˌɹo̞ˑg ˌɹo̞ˑg ˈmeɹwəl ze na ˌlɑɹt ˈtĩ - ˈgwe̞z we̞l ˈgɑːɾi ˈɑn ˌmeˑɑ̃ - we̞l vi ˌkɑp - ˌto kə ˌbe ˈʃɑ̃ːs kəˌnim ɔ̃mˈdo̞w ˌmeˑɑ̃ - mɛ ˈndɾɑ ˌlɑˑɹɑ̃ - ˌlɑˑɹɑ̃ ˈdid ˌmeˑɑ̃ - ˈmiˑɾ ˌneˑɑ̃ - kaˌses kə ˌhẽˑz niˈble̞x bed ˌmeˑɑ̃]
rien de normal, tu vois ? et il ne sortait pas, il avait le droit d'avoir des piqûres et rien d'autre, il avait le droit de dormir, ça c'est cruel, moi j'ai eu du mal, et Yves m'avait dit euh... avant... avant de mourir il m'avait dit « fait comme tu veux Anne, dit-il, comme tu pourras, tu n'auras pas eu de chance avec nous-deux, dit-il, mais je te dis... te dis une chose : garde-le, ne l'envoie nulle part dit-il »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ana Kozhig, ganet e 1929 e Peurid, o chom e Bear, tud bet ganet e Mantallod / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kriz-ha-kriz ya
[kɹia'kɹi: ja]
à vif oui [sans anesthésie]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 tennet kriz-ha-kriz
['tɛnət kria'kri]
[dent] enlevée à vif [sans anesthésie]
Gant : Herve ar Beleg, ganet e 1957 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi