Klask
« lann-pil »
Frazennoù kavet : 4
-
👂 🔗 ha neuze e oa unan 'na esaet ar mekanik da bilat lann, l'ajonc, al lann, hag e vije graet lann-pil
[a ˌnœhe wa ˈyˑn na ˈɛsɛ miˌkɑ̃ˑnig də ˈbiˑlə ˈlɑ̃n - ... - ˈlɑ̃n - a ˌviʃe ˌgwe̞ ˌlɑ̃nˈpiˑl]
et alors il y en avait un qui avait essayé la machine à broyer l'ajonc, l'ajonc, l'ajonc, et on fait de l'ajonc broyé
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lann-pil, eñ a veze da reiñ d'al loened, d'ar c'hezeg
[lɑ̃n’pi:l hẽ̞: viʒe də ʁɛ̃j də ’lwɛ:nɛd də ’he:zɛk]
de l'ajonc d'Europe [le grand], c'était pour donner aux bêtes, aux chevaux
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 lann-pil
lan-n pil
[lãn pil]
ajonc broyé [jeunes plants donné aux chevaux]
Gant : Yves Pichouron, ganet e 1926, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 « lann-pil » a veze lâret ha « lann-brug »
[lɑ̃n’pi:l viʒe lɑ:d a lɑ̃n’bɾyk]
« de l'ajonc d'Europe » qu'on disait et « de l'ajonc nain »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi