Klask
« loustoni »
Frazennoù kavet : 25
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 ha ma zad 'na laket eu... un añvelop belo, n'eo ket ! ya, un añvelop eu... un añvelop belo gant un tamm krog, hag un tamm ogejoù war-lerc'h, hag eu... Mignonne en drot, aze e lede pataz 'vat paotr ! hag eu... 'vije ket drailhet pataz hañ ! eñ a dape ar bonchenn eeun hañ ! « hu ! hu ! », hag e vije d'ober ul lao... (ul laouenn ?) amañ, hag (ul laouenn ?) du-hont, e vije brav ar pataz goude da dastum, hag e vijemp kazi... tremen eizhtez, o c'hoari warni hañ ! met tennet e vije loustoni diwarne, laket e vije naet
[... - nɑ̃vəˌlɔb ˈbeˑlo - ... - nɑ̃vəˌlɔb ˈbeˑlo ... - ... - miˈɲɔn in ˈdɾɔt - ... - ... - ˌhẽ ˈdɑpe̞ ˈbɔ̃ʃən ˈɛwn ɑ̃ - ... - ... - ə ˈlɔwən ˈɑ̃mɑ̃ - a ˈlɔwən ˈdyˑɔ̃n - ... - ... - ˈhwɑj ˌwaʁni ɑ̃]
et mon père avait mis euh... un cadre de vélo, non ! oui, un cadre euh... un cadre de vélo avec un petit crochet, et une petite herse après, et euh... Mignonne au trot, là ça étalait les patates mon vieux ! et euh... les patates n'étaient pas abîmées hein ! il prenait le haut du sillon bien droit hein ! « hu ! hu ! », et il fallait faire... xxx ( ?) ici, et xxx ( ?) là-bas, les patates étaient faciles à ramasser après, et nous étions presque... plus de huit jours, à travailler là-dessus hein ! mais on enlevait les saletés, on mettait propre
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ha neuze pa vije fin ar vapeur, a vije dastumet, 'ba ul loch, ar plouz 2. ar plouz 1. hag ar pell-se 2. hag ar pell 1. ha goude neuze 2. e vije neuze boullet anezañ 1. ya, hag e oa graet ur c'harre evel-se, ha neuze e oa laket ur grilhaj fin 'ba ar foñs 2. ya 1. ha neuze e oa (à cheval dindan ?) 2. ya 1. ha div rod vihan, ha hi a vije o hejañ 2. hejañ ha tennañ al loustoni deusonte, da voullañ ar pell kwa ! 1. da voullañ ar pell, ha neuze pa 'deue ket ken ar boull deusontañ, e vije laket 'ba ar c'holc'hed 2. ar c'holc'hed 1. kar a-hend-all 'vije ket poultr ha tout
[...]
1. et alors quand le battage était fini, on ramassait, dans une cabane, la paille 2. la paille 1. et cette balle-là 2. et la balle 1. et après alors 2. on le criblait alors 1. oui, et on avait fait un carré comme ça, et alors il y avait un grillage fin au fond 2. oui 1. et alors elle était (à cheval dessous ?) 2. oui 1. et deux petites roues, et elle secouait 2. secouer et en retirer les impuretés, pour cribler la balle quoi ! 1. pour cribler la balle, et alors quand il n'en venait plus d'impureté, on mettait dans la couette 2. la couette 1. car sinon il y avait de la poussière et tout
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.
– Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 petra a soñj deoc'h 'momp... a zo en Koad ar Bleiz ? n'eus ket nemet loustoni ken, ha n'eus ket nemet drez
[... - ... ˌkwadaˈble̞j - ... - ...]
Lokmikael
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ived Faujour (Bolead), ganet e 1937 e Lokmikael, o chom e Lokmikael, tud bet ganet e Lokmikael / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-08-09)
-
👂 🔗 Kergroaz ? ac'hanta met ya, Kergroaz a anavezan, eno gwechall e oa... e vije laket tout al loustoni e Kergroaz eno, eñ a oa ur garierenn, Kergroaz ya, pas pell deus ar bourk, pa 'h aen d'ar skol, gwechall, a dremenen dre... a-rez Kergroaz
[ke̞ꝛˈgɾwɑˑs - ... - ke̞ꝛˈgɾwɑˑz ... - ... - ... ke̞ꝛˈgɾwɑˑz ... - ... - ke̞ꝛˈgɾwɑˑz ja - ... - ... - ... - ... ke̞ꝛˈgɾwɑˑs]
Plouilio
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Noel Fomel, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Ploulec'h, tud bet ganet e Plouilio / Plouzelambr.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 marted ha... me a oar petra eo al loustoni-se
[ˈmɑɾtəd a - ˈme ˌwɑˑꝛ ˈpɣɑ e̞ ˈtud lusˈtɔ̃ːni ze]
des martres et... je ne sais quelles sont ces saloperies-là
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ha neuze n'onn ket hag-eñ zo voaien da dostaat ken ivez 2. oh ! fank zo ! un tamm naetaat zo graet, an deiz all 'ma gwelet hañ ! 1. met ya met Denis a oa kaoz ivez 2. ya 'vat 1. peogwir e oa bet ar maer o welet anezhañ ha neuze Marie-Claire an Davai, me a soñj din e oa Marie-Claire gant Touminet, o c'houll gantañ... ur c'horniad loustoni a oa a-hont 2. ya, e vije bet propeet kwa 1. met peogwir 'na c'hoant da gaout ur bern arc'hant evite, paneve se e oa bet laket ar stank hag ar feunteun-se brav 2. ya 'vat, domaj eo hañ ! 1. bremañ Denis zo aet a-raok ha manet tout e draoù war e lerc'h, kle a raje bezañ roet se d'ar barrouz, se a oa kreistre... kreistre ar stank ha ti.. ti O... ti... ti Gérard a-hont, ur c'horniad loustoni zo a-hont 2. n'eus ket nemet fank bremañ, a-raok 'vije ket fank, pa 'h aen da gannañ du-hont 'vije ket a fank, e oa prop hañ ! ha ma... Andre Daniel 'h ae da gerc'hat dour gant ar c'harr ivez, ur c'harr dour, e oa prop hañ !
1. [a ˌnœˑe ˌnɔ̃ ˈgẽ zo ˈvo̞jən do̞sˈtɑˑt ˌkeˑn ˌiˑe] 2. [o - ˈvɑ̃ŋ zo - tɑ̃m neˈtɑːt so ˌgwɛt - ˌndjɑl ma ˈgwe̞ˑləd ɑ̃] 1. [mɛ ˌjɑ mɛ ˈdøːni kwa ˈkoːz ˌiˑe] 2. [ˌjɑ ha] 1. [ˌpy wa ˌbe ˈmɛːɹ ˌwe̞ˑlə ˌneˑɑ̃ a ˌnœhe ... daˈvɑj - me ˌʒɔ̃ˑz dĩ wa ... gɑ̃n tuˈmiˑnɛ - ˈhul ˌgɑ̃tɑ̃ - ə ˈhɔɹɲəd luˈsɔ̃ːni wa ˈɑ̃wɔ̃n] 2. [ˌjɑ - ˌviʒe ˌbe pɹoˈpeˑɛt kwa] 1. [mɛ ˌpy na ˈhwɑ̃n də ˌgɑˑd bɛɹn ˈɑɹhɑ̃n ˈwite̞ - pɛɹˈze wa ˌbe ˈlɑkə ˈstɑ̃ŋ ag ə ˈvœntən ze ˈbɹɑw] 2. [ˌjɑ hat - ˈdomaʒ e̞ ɑ̃] 1. [ˈbɹœmɑ̃ døˌni zo ˌɛ ˈɹo̞ˑg a ˈmɑ̃ːnə ˈtud i ˈdɾɛw waɹ i ˈlɛɹx - ˈkle ˌɹɑʃe ˌbeˑɑ̃ ˈɹoˑəd ˈze də ˈbɑrus - ˈze wa ˈkɹɛjste ˈkɹɛjste ˈstɑ̃ŋ a ti ti ˈo - ti ti jeˌɹaɹ ˈɑ̃wɔ̃n - ˈhɔɹɲəd luˈsɔ̃ːni zo ˈɑ̃wɔ̃n] 2. [ˌnøs kə ˌmɛ ˈvɑ̃ŋ ˌbɹœmɑ̃ - ˌɹo̞ˑg viˌʒe kə ˈvɑ̃ŋ - pa ˌhe̞n də ˈgɑ̃nɑ̃ ˈdyˑən viˌʒe kə ˈvɑ̃ŋ - wa ˈpɹo̞b ɑ̃ - a ma ɑ̃dɹe dɑ̃ˈniˑəl he̞ də ˈgɛhə ˈduːɹ gɑ̃n ˈhɑɹ ˌiˑe - ˌhɑɹ ˈduːɹ - wa ˈpɹo̞b ɑ̃]
1. et alors je ne sais pas s'il y a encore moyen de s'approcher [de la fontaine] aussi 2. oh ! il y a de la boue ! il y a eu un petit nettoyage de fait, j'avais vu ça l'autre jour hein ! 1. mais oui mais Denis était responsable aussi 2. mais oui 1. puisque le maire avait été le voir ainsi que Marie-Claire Le Davay, il me semble que c'était Marie-Claire avec Touminet, pour lui demander... il y avait une quantité de saleté là-bas 2. oui, elle aurait été nettoyée quoi 1. mais puisqu'il voulait en tirer beaucoup d'argent, sans ça ce lavoir et cette fontaine-là auraient été embellis quoi 2. mais oui, c'est dommage hein ! 1. maintenant Denis est parti et tout son bazar est resté derrière lui, il aurait du donner ça à la commune, ça c'était entre... entre le lavoir et chez... chez O... chez... chez Gérard là-bas, une quantité de saleté qu'il y a là-bas 2. il n'y a que de la boue maintenant, avant il n'y avait pas de boue, quand j'allais laver là-bas il n'y avait pas de boue, c'était propre hein ! et mon... André Daniel allait chercher de l'eau avec sa charrette aussi, une charretée d'eau, elle était propre hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Ivet an Du, ganet e 1937 e Kaouenneg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e Kaouenneg / Kaouenneg.
– Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. revr ar c'hi ! 2. 'ba revr ar c'hi, 'ba... 'ba... lec'h 'h aes... lec'h e vije pell, ha tout al loustoni 1. kreistre vanneuse ha botteleuse
1. [ˌɹɛˑɹ ˈhiˑ] 2. [ba ˌɹɛˑɹ ˈhiˑ - bah bah - ˌle̞x he̞s - ˌle̞x ˈviˑʒe ˈpɛl - a ˌtud ly'sɔ̃ːni] 1. [kɹɛjste ... a ...]
1. au cul du chien ! 2. au cul du chien , à... à... là où tu allais... là où il y avait la balle, et toute la saleté 1. entre la vanneuse et la botteleuse [place peu enviable lors du battage]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– If Hamon, ganet e 1946 e Ploueg, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / Ploueg.
– Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 h an da... 'h an da... tennañ al loustoni diwar ma div rigenn bepred emezon-me, bremañ... bremañ 'h an... 'h an da gerc'hat eu... un tamm kelorniad gwech-ha-gwech-all
[ˌhɑ̃ də - ˌhɑ̃ də - ˈtɛnə lu'sɔ̃ˑni ˌdiwaꝛ ma diw ˈɣiɟən ˌbopə ˈmɔ̃me̞ - ˈbɣœmɑ̃ ˈbɣœmɑ̃ ˌhɑ̃ - ˌhɑ̃ də ˈgɛhəd ə - tɑ̃m keˈlɔꝛɲə ˌgweʃəgweʒɑl]
je vais... je vais... enlever les saletés sur mes deux rangs [de patates] toujours dis-je, maintenant... maintenant je vais... je vais chercher euh... un petit seau [de patates] de temps en temps
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha... ha da gentañ an dud, 'oa... 'oa ket ker al louzoù 'meus soñj, atrazin ha louzoù gwenn, hag e vije d'ober lakat ul litrad an hectare, « ah hemañ eo laket xxx ( ?) ! amañ 'vo ket loustoni, na treuzyeot ! », hag e-plas lakat ul litrad e vije laket pevar pemp, ha eñ eo 'neus ampoezonet an dour goude ha tout ar stal, hag e chom 'ba an dour n'onn ket pegeit kwa
[a a də ˈgetɑ̃ ən ˈdyt - ˌwa ˌwa kə ˌkeˑɹ ˈluːzo møz ˌʒɔ̃ˑʒ - atɹaˌzin a ˌluˑzo ˈgwe̞n - a ˌviʒe ˌdo̞ˑɹ ˈlɑkə ˈlitɹəd nɛkˌtaɹ - a ˈhemɑ̃ he̞ ˈlɑkət ? - ˌɑ̃mɑ̃ ˌvo kə lusˈtɔ̃ːni na tɹœzˈjɛwɔt - a ˌplɑz ˈlɑkə ˈlitɹəd viʒe ˈlɑkə ˈpɛwaɹ ˈpɛmp - a ˌhẽ e̞ nøz ɑ̃mpweˈzɔ̃ːnə ən ˈduːɹ ˌguˑde a ˌtut ˈstɑˑl - a ˌʃo̞m bah ən ˈduːɹ ˌnɔ̃ kə peˈgɛjt kwa]
et... et au début les gens, les produits n'étaient... n'étaient pas chers je me souviens, atrazine et les pesticides blancs, et on devait mettre un litre à l'hectare, « ah celui-ci on le met xxx ( ?) ! ici on n'aura pas de saletés, ni de chiendent ! », et à la palce de mettre un littre on mettait quatre cinq, et c'est lui qui a empoisonné la terre après et tout le bazar, et il reste dans l'eau je ne sais combien de temps quoi
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 person Rospez, met eno bepred pa oamp arri emezañ, ti berson Rospez, 'rae ket nemet rost, ha fidedoue 'vat ! ingal zo ! goude neuze e oamp... tremenet ar bar deus... Katig aze, e oamp bet da Sant... e oamp bet da Sant-Telar, person Sant-Telar 'rae ket nemet... 'rae ket nemet teil, 'na kaset ur (c'horvad ?) teil d'Armand Lamper, ken 'rae ket nemet lampat dreist ar girjer, dreist ar c'hleuzioù, (o tegas ?)... loustoni dezhañ, hag e oa... ma oa gwir ! ha goude, person Plûned 'rae ket nemet butunat, hag eu... person Kawan 'rae ket nemet kac'hat neuze
[ˌpɛꝛsɔ̃n ˈɣɔspəs - mɛd ˌeˑno ˈbopə pə wɑ̃m ˌɑj ˈmeˑɑ̃ - ti ˌbɛꝛsɔ̃n ˈɣɔspəs ˌɣɛ kə ˌmɛ ˈɣɔst - a fidəˈduˑe ha - ˈiŋgal zo - ˌguˑde ˌnœhe wɑ̃m - tɣeˈmeˑnə ˈbɑˑꝛ des - ˈkɑtiɟ ˌɑhe - wɑ̃m ˌbed də zɑ̃ - wɑ̃m ˌbed də zɑ̃ˈteˑləꝛ - ˌpɛꝛsɔ̃n zɑ̃ˈteˑləꝛ ˌɣɛ kə ˌmɛ - ˌɣɛ kə ˌmɛ ˈte̞ʎ - na ˈkɑsə ˈhɔꝛvə ˈte̞ʎ daꝛmɑ̃ ˈlɑ̃mpəɣ - ken ˌɣɛ kə ˌmɛ ˈlɑ̃mpəd ˌdɣɛjst ə ˈgɣiˑʒəꝛ - ˌdɣɛjst ə ˈhlœ̃jo - ˈhɛsət - lu’sɔ̃ˑni ˈdeˑɑ̃ - a wa - ma wa ˈgwiˑꝛ - a ˌguˑde - ˌpɛꝛsɔ̃n ˈplyˑnəd ˌɣɛ kə ˌmɛ byˈtyˑnət - ag ə - ˌpɛꝛsɔ̃n ˈkɑwən ˌɣɛ kə ˌmɛ ˈkɑhə ˌnœhe]
le curé de Rospez, mais là-bas toujours quand nous y étions arrivés, chez le curé de Rospez, il ne fait que du brûlé, et mais bon sang ! peu importe ! après alors nous avions... passé le bar de... Katig là, nous avions été à Sant... nous avions été à Sant-Telar, le curé de Sant-Telar ne faisait que... ne faisait que du fumier, il avait amené une (ventrée ?) de fumier à Armand Lamper, tellement qu'il ne faisait que sauter par-dessus les talus, par-dessus les talus, lui (amenant ?)... de la saleté, et il y avait... si c'était vrai ! et après, le curé de Plûned ne faisait que fumer, et euh... le curé de Kawan ne faisait que chier alors
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur feunteun hag ur stank, met goloet int gant drez ha gant loustoni
[ə ˈvœntən ag ə ˈstɑ̃ŋk - mɛ guˈluˑəd iɲ gɑ̃n ˈdɾeːz a gɑ̃n lu'sɔ̃ːni]
une fontaine et un lavoir, mais ils sont recouverts de ronces et de saletés
Gant : Ivet an Du, ganet e 1937 e Kaouenneg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e Kaouenneg / Kaouenneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lesket anezhañ dindan ur wezenn, he sav e-mesk al loustoni
[’lɛskə neɑ̃ di’nɑ̃:n ə ’we:ən i zɑ: mesk ə lu'sɔ̃:ni]
[elle] l'avait laissé [vélo] sous un arbre, debout parmi les broussailles
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag eñ a vez tapet diwar loustoni
[a hẽ̞: ve ’tɑpəd diwaʁ lu'sɔ̃:ni]
et il s'attrape par la saleté [zona]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kolvini ya, a vez graet dioute 'ba brezhoneg, hag ar re-se zo 'ba al lojeiz aze, loustoni !
[kɔl'vi:ni ja ve gwɛt tɔ̃tɛ bah bɹe̞'zɔ̃:nək a ɹe:s so bah lo'ʒɛjz ɑhe lus'tɔ:ni]
moineaux oui, qu'on les appelle en breton, et ceux-là sont dans la dépendance là, saloperie !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba an écrémeuse e veze lakeet ur pezh sil vras xxx (?) kuit da lakat loustoni 'ba...
[bah nekʁemøz viʒe la’ke:əd pe:z zi:l vʁɑ:s ??? kwit tə ’lɑkə lus’tɔ̃:ni bah]
on mettait dans l'écrémeuse un grand filtre xxx (?) pour ne pas qu'il y ait de saleté dans...
???
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 loustoni zo spontus
[lu'stɔ̃:ni zo 'spɔ̃tys]
il y a énormément de saletés [mauvaises herbes]
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar plant euh... al loustoni
[plɑ̃n ə lus'tɔ̃:ni]
les plantes euh... la saleté [mauvaises herbes]
Gant : Jerar Toudig, ganet e 1962 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 al lern ha tout al loustoni
[lɛɹn a tud lus'tɔ̃:ni]
les renards et toutes ces saletés
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar re-se 'neus an tu, al loustoni-se
['ʁe:e nøs ty: lus'tɔ̃:ni ze]
ceux-là ont la technique, ces saletés-là [rats qui mangent la cervelle des poulets]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwelet 'neus an nen a-bep sort gant al loustoni-se
[gwɛ:l nəz ne:n bo̞p’sɔɹd gɑ̃n lus’tɔ̃:ni ze]
on en a vu de toutes sortes, avec cette saloperie-là [Allemands]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2