Klask
« mañ »
Frazennoù kavet : 732
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37
-
👂 🔗 e-kichen du-mañ e oa Keruhel ivez
[... kɛˈʁyˑe̞l ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rolland ar Razaved, ganet e 1937 e Perroz-Gireg, o chom e EHPAD Lannuon, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.
Dilojet e oa da Blouilio da 5 bloaz, ha retornet da Berroz er bloavejoù 1980. Ur breur da Armand Ravezed eo.Dastumer : Tangi (2024-03-20)
-
👂 🔗 neuze zo... e vez distaget... pe Gouzabaz, pe Gouzañvaz, ya, daou distagadur 'meus... 'meus klevet, bon ! e-barzh ar... er gêr du-mañ e lâremp Gouzabaz, met Gouzañvaz 'meus klevet gant... gant ma breudeur, gant ma zad
[... - ... - ... guˈzaˑbas - pe guˈzɑ̃ˑvas – ja - ... - ... - ... - ... - ... guˈzaˑbas - ... guˈzɑ̃ˑvas ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 pa savez... Gra Landerval, Gra Landerval zo aze, hañ ! honnezh zo aze, aze, an tamm-mañ a oa bik-sonn aze, he... hemañ zo bik-sonn, hemañ zo bik-sonn, ha goude neuze, a zo un hent a-gleiz, hag a vez lâret... (Kra an Abigadenn ?) dionte, n'onn ket petra a sinifi se, (Kra an Abigadenn ?), ha honnezh zo ivez sonn a-walc'h ha neuze... ha pa arriez eu... pa vezez arri eu... Gra Landerval hag e savez un tamm, ha goude, e droez a-dehoù, war-draoñ, e arriez aze en traoñ, hag aze emañ ar Sal
[... - ˌgɣalɑ̃nˈdɛꝛval - ˌgɣalɑ̃nˈdɛꝛval ... - ... - ˌkxaˑnabiˈɟaˑde̞n ... - ˌkxaˑnabiˈɟaˑde̞n - ... - ˌgɣalɑ̃nˈdɛꝛval ... - ... - ... - ... ˈzɑˑl]
??? Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ha Rostibull, Rostibull ! ya ! un anv menaj, ur menaj bihan, ya, graet e vije Toull ar Wiz deusontañ, e oa bet adbadezet Toull ar Wiz peo... e oan... an hini a oa e menaj a oa bet... gwechall 'h ae an dud gant o moc'h bihan da marc'had Lannuon, hag eu... ha 'neva ur vatezh hag a brene e voc'h, 'da goulennet « deus a belec'h e deu ar moc'h bihan-mañ ? » « deus Toull ar Wiz, emezañ ! », ya, met bepred e vez graet Toull ar Wiz !
[a ˌɻo̞stiˈbyl - ˌɻo̞stiˈbyl - ja - ... - ... ˌtuləˈwiˑz ... - ... ˌtuləˈwiˑs ... - ... - ... - ... laˈnyˑõn - ... - ... - ... - ... ˌtuləˈwiˑz ... – ja - ... ˌtuləˈwiˑs]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Ker... Krec'h Servel ! Krec'h Servel, damen ! Krec'h Servel... Krec'h Servel... a oa e-kichen du-mañ, e-kichen ti ma zad
[ˌkxe̞xˈseɹwəl - ˌkxe̞xˈseɹwəl - ... - ˌkxe̞xˈseɹwəl - ˌkxe̞xˈseɹwəl - ... - ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If an Damani, ganet e 1927 e Servel, o chom e Trebeurden (EHPAD), marvet e 2023, tud bet ganet e Brelevenez / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-09-13)
-
👂 🔗 1. an Orchollo ya marteze... 2. petore anv evel-se Yves ? an Orchollo ? pelec'h... 1. je ne sais pas, me 'oaran... n'onn ket piv a oa en Orchollo 'vat ! 2. pelec'h emañ an ti e-lec'h... 1. e... en tu all d'an hent-mañ ? eo an Orchollo ? 'oa ket...
1. [nɔɻˈʃolo ...] 2. [... - nɔꝛˈʃolo - ...] 1. [... - ... - ... nɔɻˈʃolo ...] 2. [...] 1. [... - ... - ... nɔɻˈʃolo - ...]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– If ar C'hwerv, ganet e 1936 e Sant-Ke-Perroz, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Sant-Ke-Perroz / Sant-Ke-Perroz.
– Marie-Antoinette ar Park, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Bulien / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-16)
-
👂 🔗 ha menaj ma dud a oa... 'ba penn all d'ar c'hoad, met eu... sevel da-krec'h a vije ret ober met ingal zo, 'oamp ket a-bell ! deus ar c'hoad, deus ar vil... deus eu... ya, deus Ker... ha pa oa devet tout an traoù-se, du-mañ e oa leun a vogedenn wenn spontus, añfin, en em c'houllemp tout « petra, ma Doue, zo ? petra zo ? »
[...]
et la ferme de mes parents étaient... de l'autre côté du bois, mais euh... il fallait monter mais peu importe, nous n'étions pas loin ! du bois, du moul... de euh... oui, de Ker... et quand tout ça fut brûlé [par les Allemands], chez moi c'était rempli d'une fumée blanche horrible, enfin, nous nous demandions tous « mon Dieu, que se passe-t-il ? qu'est-ce qu'il y a ? »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ar Gozh Voudenn, voilà ! se eo ! ar Gozh Voudenn Bihan hag ar Gozh Voudenn Bras ! ar re-mañ a oa 'ba ar Gozh Voudenn Bras, met bremañ eo ken Vras hag an hini Vihan evel eo an hini Vras kwa ! pe neuze n'eus ket ken, ar Gozh Voudenn Bras n'emañ ket ken, honnezh zo dispareset
[ˌgo̞zˈvuˑdən - ... - ... - go̞zˌvuˑdənˈbijən a go̞zˌvuˑdənˈbɻaˑs - ... go̞zˌvuˑdənˈbɻaˑs - ... - ... - go̞zˌvuˑdənˈbɻaˑz ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 Kerc'ha... hein ? Kerc'harzh, Keranc'harzh, ha Kerc'harzh zo ivez, met... hennezh zo du-hont war hent Lannuon, ha du-mañ er bourk e oa Keranc'harzh
[... - ... - kɛꝛˈhaꝛs - ˌkɛɣɑ̃ˈhaꝛs – a kɛꝛˈhaꝛs ... - ... - ... lɑ̃ˈnyˑõn - ... ˌkɛɣɑ̃ˈhaꝛs]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 ah, an Ti Douar ! justamant e oa... daon ya ! adalek... adalek du-mañ kwa, adalek... adalek Run ar Berr, pa... pa 'h ez un tamm bihan uheloc'h e oa... 'oa ket ur c'hroashent met... da dont war amañ ma kerez, da dont war amañ e oa ur pleg, 'ba ar pleg... 'ba ar pleg justamant e oa an Ti Douar
[... - ˌntiˈduaˑꝛ - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌʁynˈbɛˑꝛ - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌntiˈduaˑꝛ]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef ar Rouz, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2024-02-29)
-
👂 🔗 1. Lann Geraodren a oa hennezh... 2. ah, Lann Geraodren, ha Keraodren, te a oa... ha Lann Geraodren diouzhtu 2. ha Keraodren a oa... a oa du-mañ
1. [ˌlɑ̃ngɛˈɹo̞ˑdən ...] 2. [a - ˌlɑ̃ngɛˈʁo̞ˑdən – a kɛˈʁo̞ˑdʁe̞n - ... – a ˌlɑ̃ngɛˈʁo̞ˑdən] 2. [a kɛˈɹo̞ˑdən ... - ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.
– Mari Toupin, ganet e 1932 e Tonkedeg, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Peurid / Plûned.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 an Ugez, ni a lâre marteze muioc'h... ar gomanant... du-mañ, aze, Kev an Arc'hant 'vije ket lâret ar Gomanant Kev an... Kev an Arc'hant, e vije lâret Kev an Arc'hant, Kev an Arc'h... hag an Ugez a vije lâret an Ugez
[əˈnyˑge̞s - ... - ... - ... - ... - ˌkewəˈnaʁhɑ̃n ... - ˌkewəˈnaʁhɑ̃n - ... ˌkewəˈnaʁhɑ̃n - ... – a ˈnyˑge̞s ... ˈnyˑge̞s]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 hag eu... Ti Bihan ma Zud-kozh, an douar a oa a-us d'ar park a-drek... a-drek Keravel ma 'teus c'hoant, ar park-se a oa du-mañ
[... - tiˌbiˑənmazytˈkoˑs - ... - ... kɛˈʁaˑwəl ... - ...]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 goude, en tu-mañ d'an hent e oa... un ti bihan a oa met... Ti Bihan ma Zud-kozh, hennezh zo bet diskaret xxx ( ?) an hent... 'oa ket nemet un ti, añfin, un ti bihan, Ti Bihan ma Zud-kozh ! a vije graet diontañ
[... - ... - ... - tiˌbiˑənmazytˈkoˑs - ... - ... - ... - ... - tiˌbiˑənmazytˈkoˑs - ...]
Sant-Ke
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 met ar vilin a oa en tu-mañ... Gouzabaz ya, Gouzabaz, met... ya, ar vilin zo en tu-mañ, ya, ya !
[... - guˈzaˑbas ja - guˈzaˑbas - ... - ... – ja - ... – ja ja]
Perroz
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 paotr ar vapeur, du... du-mañ e vije graet Sant-Hujon diontañ met eu... e oa Jean... Jean xxx ( ?), met peogwir e oa o chom en Sant-Hujon, Sant-Hujon eu... e-lec'h emaint oc'h ober ur jañdarmiri bremañ, a soñj din eo ur jañdarmiri zo aze
[... zɑ̃nˈtyˑʒõn ... - ... - ... - ... zɑ̃nˈtyˑʒõn - zɑ̃ˈtyˑʒõn ... - ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 Homañ e oa... ur familh a oa... eu... douzh eu... Minihy-Tréguier kwa. Hag eu... aze e oa ur familh... kalz a vugale, pemp pe c'hwec'h a vugale e oant kwa. Hag ar breur-kaer a oa o chom 'ba Langoad. Ha komañset kemer oad kwa, 'na goullet gant e vreur-kaer : « Ma... ma filhor aze, 'vijes ket kontant da lezel anezhañ da dont da... da labourat du-mañ da sikour ac'hanon ivez, me zo o komañs kemer... kemer oad ha... 'meus kombad d'ober tout ma labourioù ha bezañ skuizh ha... ar paotr yaouank-se... me a baeo anezhañ kwa ! »
[...]
Elle c'était... c'était une famille... euh... de euh... Minihy-Tréguier quoi. Et euh... là il y avait une famille... avec beaucoup d'enfants, ils étaient cinq ou six enfants quoi. Et le beau-frère habitait à Langoad. Et il avait commencé à prendre de l'âge quoi, il avait demandé à son beau-frère : « Mon... mon filleul là, tu ne voudrais pas le laisser venir... travailler chez moi pour m'aider un peu aussi, je commence à prendre... à prendre de l'âge et... j'ai du mal à faire tous mes travaux et j'en suis fatigué et... ce jeune homme-là... moi je le paierai quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Hag e oant o lâret : « Ben ya, kar an dour mor... n'eus ket mann ebet welloc'h evit an dour mor evit eu... evit ar rumatisoù kwa ! » Ah... ha Fañch aze o selaou. « Oc'hola ! emezañ... » Ya, ar re-mañ a gaoze galleg aze met... « Ah ! n'eus ket evel... l'eau de mer, il n'y a rien de mieux pour les rhumatismes que l'eau de mer ». « Oc'hola ! emezañ, an dour mor zo mat ? Ret e vo din en em okupiñ douzh se, emezañ ». Hag eñ o vont d'ar gêr gant... gant e gomisionoù ha tout kwa.
[...]
Et ils disaient : « Ben oui, car l'eau de mer... il n'y a rien de mieux que l'eau de mer pour euh... pour les rhumatismes oui ! » Ah... et Fañch là était en train d'écouter. « Holà ! dit-il... » oui, ceux-ci parlaient français mais... « Ah ! il n'y a rien comme... l'eau de mer, il n'y a rien de mieux pour les rhumatismes que l'eau de mer ». « Holà ! dit-il, l'eau de mer est bonne ? Il faudra que je m'occupe de ça, dit-il ». Et il rentra à la maison avec... avec ses courses et tout quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Jelardon ! ya ! Jelardon eo an hini bihan amañ ivez, Jelardon Bihan ha Jelardon Bras, ya ! Jelardon Bras zo e-krec'h, ha Jelardon Bihan zo 'ba an hent-mañ
[ʒeˈlaɹdõn - ja - ʒeˈlaɹdõn ... - ʒeˌlaɹdõnˈbiˑən a ʒeˌlaɹdõnˈbɹaˑs - ja - ʒeˌlaɹdõnˈbɹaˑs ... - a ʒeˌlaɹdõnˈbiˑən ...]
ar Vinicˈhi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-06)
-
👂 🔗 *Kontam... Komanant ar Feunteun, Komanant ar Feunteun a oa a-stok en douar deus du-mañ
[... - ko̞ˌmɑ̃ˑnɑ̃ˈvœntən - ko̞ˌmɑ̃ˑˈvœntən ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If an Damani, ganet e 1927 e Servel, o chom e Trebeurden (EHPAD), marvet e 2023, tud bet ganet e Brelevenez / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-08-30)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37