Klask
« marchosi »
Frazennoù kavet : 9
-
👂 🔗 ah, ya ! geo, ya ! Poull ar Marchosi, ya met 'meus aon 'neus un anv all, posupl eo, Poull ar V... Poull ar Marchosi a raemp dion... tout an dud deus se kwa !
[... - ˌpul maꝛˈʃosi - ... - ... - ... - ˌpul ə maꝛˈʃosi ... - ...]
Ploulec'h
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Yakob, ganet e 1932 e Plouilio, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Plouared / Ploulec'h.Dastumer : Tangi (2023-08-23)
-
👂 🔗 ha ma dad-kozh a oa bet o welet, 'ba ar marchosi, penaos e oant, ar paour-kaezh bihan, seitek vloaz 'na, pladet e benn... evel un asied, n'eo ket evel-se, evel un asied e oa e benn
[...]
et mon grand-père avait été voir, dans l'écurie, comment ils étaient, le pauvre petit, il avait dix-sept ans, sa tête aplatie... comme une assiette, ce n'est pas comme ça, sa tête était comme une assiette
Gant : Jañ-If Kawan, ganet e 1962 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall e vije ar mevel o kousket 'ba ar marchosi, graet un tamm karrez koad eno dezhañ, 'ba ur c'horn bennak aze, « touf ! », pevar bemp plankenn aze, daou pe dri a-hed, daou pe dri a-dreuz ha mat, un tamm plouz 'ba ar foñs ha neuze un tamm... un tamm golc'hed pell warnañ ha mat
[gwe'ʒɑl viʒe 'mewəl 'kuskə bah maɹ'ʃosi gwɛt tɑ̃m 'kɑɹe kwɑd e:no deɑ̃ bah hɔɹn bə'nɑ:g 'ɑ:he tuf 'pɛwaɹ bɛm 'plɑ̃ŋkən 'ɑ:he do̞w pe dɾi he:t a do̞w pe dɾi dɾœ:z a mɑ:t tɑ̃m plu:z waɹ vɔ̃:z a 'nœ:he tɑ̃m tɑ̃m 'hɔlhat pɛl waɹnɑ̃ a mɑ:t]
autrefois, le domestique dormait dans l'écurie, on lui faisait un petit carré de bois dedans, dans un coin là, « touf ! », quatre cinq planches là, deux ou trois en long et deux ou trois en travers et c'est bon, un peu de paille au fond et alors un peu... une petite couette de balle dessus et c'est bon
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 marchosi
marchosi
[maʁʃosi]
écurie
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 E-barzh penn ar marchosi neuze, neuze e oa graet, feiz, unan modern betek hag ober, graet ur c'houloir e-barzh ar c'hreiz, abalamour da reiñ boued dezhe deus ar c'hreiz.
[bah pɛn maʁ'ʃɔsi nœhe – nœhe wa 'gwɛt fe yn 'modɛʁn betek a 'gɔːʁ ɛ gwɛd hulwaːʁ bah 'hʁe̞js – bãw tə 'ʁœŋ 'bwet te̞ døz 'hʁe̞js]
On l'avait faite [la crèche à cochons] au bout de l'écurie, une moderne tant qu'à faire, avec un couloir au milieu pour leur donner à manger depuis le milieu.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ha da adverenn oa laket ma gazeg 'ba 'r marchosi, a-gostez d'e hini
[a də ha'vɛrn wa 'lɑkə mə 'gɑ:zəg bar mar'ʃosi 'goste di 'hini]
et au goûter, on avait mis ma jument dans l'étable à côté de la sienne
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 d'ar c'houlz-se oa an ti, ha goude oa ar marchosi, ha goude oa kraou saout, ha eñ 'neus laket anezhe-tout 'ba 'n ti
[də 'hulse wa nti: a 'gu:de wa mar'ʃo:si a 'gu:de wa krow zowt a hẽ: nøz 'lɑkə nɛ: tut ban ti:]
à cette époque-là il y avait la maison, et après l'écurie, et après l'étable des vaches, et lui les a tous mis [intégré] dans la maison
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ha da adverenn e oa laket ma gazeg 'ba 'r marchosi, a-gostez d'e hini