Klask
« materiel »
Frazennoù kavet : 9
-
👂 🔗 eñ a oa eu... 'ba Lannuon, ac'hanta, eñ a oa dimezet da merc'h Koroller, ha Koroller a oa a-raok, a-raok dezhañ war... war e anv, tout, da werzhañ materiel hag an traoù d'ober tiez aze
[... - ... lɑ̃ˈnyˑõn - ... ko̞ˈɹo̞l - a ko̞ˈɹo̞l ... - ... - ... - ...]
il était euh... à Lannuon, eh bien, il était marié à la fille de Le Coroller, et Le Coroller était avant, avant lui à... à son nom, tout, pour vendre du matériel et des matériaux de construction là
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Jelard, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Langoad / Berc'hed.Dastumer : Tangi (2023-08-28)
-
👂 🔗 Ha... ha 'na ur marc'h ! E oa ur marc'h e-barzh. Ha d'ar c'houlz-se e vije graet, peogwir e oamp o komz deus chistr, e vije graet kalz a chistr. Ha 'oa ket gwin d'ar c'houlz-se kalz ivez hañ ! Ma arrie unan bennaket e vije distouvet ur voutailhad chistr. Ha Soaig a oa o terc'hen menaj 'ba... neuze 'na materiel da dornañ. Ur vapeur 'na d'ar c'houlz-se.
[a na ə ˈmɑꝛx - wa ˈmɑꝛχ baꝛs - ... - ... - ... - ... - ...]
Et... et il avait un étalon ! Il y avait un étalon. Et à cette époque-là on faisait, puisque nous parlions de cidre, on faisait du cidre. Et il n'y avait pas beaucoup de vin à cette époque-là non plus hein ! Si quelqu'un arrivait on débouchait une bouteille de cidre. Et Soaig tenait la ferme... il avait aussi du matériel pour le battage. Il avait une batteuse à cette époque.
Gant : Michel Yekel, ganet e 1946 e Benac'h, o chom e Bear, tud bet ganet e Louergad / Gurunuhel.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha feiz, eñ a oa ur materiel da dornañ... gantañ gwechall. Hag eu... feiz 'vat eu... gant e ouvrier 'h aent tout eu... materiel ha tout... 'Ba Plûned... zo gravioù, diskenn, sevel, ha bezañ a oa chadennoù... o traktiñ ar vapeur. Chadennoù na dorrent ket james. Eh ben ! Arri e oa 'ba ur c'hrav bennak, torret e oa ar chadenn, ha friket e oa an ouvrier.
[...]
Et ma foi, il avait du matériel de battage... autrefois. Et euh... ma foi euh... avec son ouvrier ils allaient avec tout euh... le matériel et tout... A Plûned... il y a des côtes, à descendre, à monter, et il y avait des chaines... qui tractait la vapeur. Des chaines qui ne cassaient jamais. Eh ben ! Il était arrivé dans une côte quelconque, la chaine avait cassé, et l'ouvrier avait été écrasé.
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 ha goude neuze, pa dalc'her eno emañ... e oa Ruboen, Ruboen, eno e oa... eno on bet o tornañ, eno e oa start... e oa start eno ! 'vije ket ar boan ober e leue pa vijed eu... kas ar materiel deus krec'h eno, Ruboen
[... - ... - ... ɣyˈboˑən - ɣyˈboˑən - ... - ... - ... - ... - ... - ɣyˈboˑən]
Ploulec'h
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Noel Fomel, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Ploulec'h, tud bet ganet e Plouilio / Plouzelambr.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se a oa Komanant ar Person, ar materiel da dornañ
[... ˌko̞mɑ̃n ˈpɛꝛsɔ̃n - ...]
Koatreven
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ ar Gwajo, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Koatreven, tud bet ganet e Langoad / Perwenan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni a rae parti deus ar santier dornañ kwa, Louis... Louis Simon a oa eno o chom hag eñ 'na materiel da dornañ, eñ... eñ a rae tout ar señtieroù war-dro kwa, ha ni 'h ae eno da dornañ kwa
[ˌnim ɹe̞ ˌpɑɹti dœs ˌsɛ̃tʲəɹ ˈdɔɹnɑ̃ kwa - lwi lwi ˈsimɔ̃n wa ˌeˑno ˈʃo̞m a ˌhẽ na mateˌɹjɛl də ˈdɔɹnɑ̃ - ˌhẽ ˌhẽ ɹe̞ ˌtut sɛ̃ˈtʲeːɹo waɹˌdɹo kwa - a ˌnim he̞ ˌeˑno də ˈdɔɹnɑ̃ kwa]
nous faisions partie de l'équipe de battage quoi, Louis... Louis Simon habitait là et il avait le matériel pour le battage, il... il faisait tous les battages des alentours quoi, et nous y allions pour battre quoi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andrev Barbier, ganet e 1930 e Treglañviz, o chom e Bear, tud bet ganet e Treglañviz / Mousteruz.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar foñs ha neuze ar materiel a oa, ar reoù vat, ar pezh a oa, ha me oc'h ober ur briz dezhañ, « mat eo, gwerzhet eo », evel-se
[ə vɔ̃:s a 'nœ:he ma'te:ɹjɛl wa ɾew'vɑ:t pez wa a me ho̞:ɹ bɾi:z deɑ̃ mɑ:d e̞ meɑ̃ 'gwɛɹzəd e̞ vi'se̞]
le fond et alors le matériel, qu'il y avait, les bons [engins], ce qu'il y avait, et moi de lui faire un prix, « c'est bon, c'est vendu », comme ça [vente d'entreprise]
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar materiel da dornañ, gwelet a rez, a skrape en daou du, e-se ne oa ket ledan kwa
[ma'te:ɹjɛl 'dɔɹnɑ̃ gwe̞s 'skɹɑpe ndo̞w dy: se wa kə 'le:dən kwa]
le matériel à battre, vois-tu, grattait des deux côtés, par conséquent il n'était pas large quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ret e vez kaout lojeiz da tout ar materiel-se
[rɛ ve kɑ:d ’lɔ:ʒɛjz də tud mate’rjɛl ze]
il faut des abris [hangars] pour tout ce matériel-là
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi