Klask
« mil »
Frazennoù kavet : 60
-
🔗 mil
mil
[mil]
mille
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 tregont mil
[...]
trente mille
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-03-26)
-
👂 🔗 me 'meus klevet lâret zo daou vil retraités 'ba Bear, ya, diwar pemp mil a dud zo kwa !
[... - ˌdiwaɹ ˈpe̞m mil ˈdyt so kwa]
moi j'ai entendu dire qu'il y a deux mille retraités à Bear, oui, sur cinq mille habitants quoi !
Gant : If Koshig, ganet e 1938 e Kaouenneg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Tonkedeg / Kaouenneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hañ, me ?! eu... « Daniel mil micher » a vije lâret gwechall, ma Doue ! me 'meus graet anezhe tout, kement micher zo tout
[...]
hein, moi ?! euh... « Daniel aux mille métiers » qu'on disait autrefois, mon Dieu ! moi je les ai tous fait, tous les métiers possibles
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ an Onest, ganet e 1932 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Pleuveur-Gaoter, tud bet ganet e Pleuveur-Gaoter / Perwenan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met aze 'meus ket... n'eus ket bet den ebet eu... mil bell zo !
[milˈbelzo]
mais là je n'ai pas... il n'y a pas eu personne euh... depuis une éternité !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Armand Koriou, ganet e 1946 e Plistin, o chom e Plistin, tud bet ganet e Plistin / Plistin.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag evit un onner vihan, d'ar c'houlz-se, e oa bet tregont mil lur, tregont mil lur, hag eu... evit un onner vihan, evit ul leue bihan, hag evit ur c'hole bihan, e oa bet eu... eu... tost da 45, 45 hag evel-se e oa graet ur gwenneg bennak... adarre 'ba an ti kwa !
[... - ˌtɣeˑgɔ̃n ˈmil lyꝛ - ˌtɣeˑgɔ̃n ˈmil lyꝛ - ... - ... - ...]
et pour une petite génisse, à cette époque-là, il y avait eu trente mille francs, trente mille francs, et euh... pour une petite génisse, pour un petit veau, et pour un petit taureau, on avait euh... euh... près de 45, 45 et comme ça nous en avions tiré quelques sous... de nouveau dans la maison quoi !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze e oa tremen mil a dud o labourat
[ˈmildyt]
là il y avait plus de mille personnes à travailler
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 Mil... Milin Geraez, ya, ya, ya, ya, ya... n'on ket bet james e-barzh, anavezout a raen an hini a oa e-barzh, bet 'neus invitet ac'hanon da vont, n'on ket bet aet james
[mil - ˌmiˑlinge̞ˈɻe̞ˑs - ja ja ja ja ja - ... - ... - ...]
ar C’houerc’had
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-14)
-
👂 🔗 Milin Gerwegan zo... ah, ya ! Mil... ah, ya ! honnezh eo Milin Gerwegan 'vat ! peogwir eo Kerwegan zo eno ya, Milin Gerwegan ya
[ˌmiˑlin ge̞ꝛˈweˑgɑ̃n zo - a ja - ... - a ja - ... ˌmiˑlin ge̞ꝛˈweˑgən ... - ... ke̞ꝛˈweˑgɑ̃n ... - ˌmiˑlin ge̞ꝛˈweˑgən ja]
Plouared
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ived Yonkour, ganet e 1932 e Lanvaeleg, o chom e Lanvaeleg, tud bet ganet e Tremael / Plufur.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 na 'neus prenet ar Ve... 'ba ar Veneg, aze e oan o komz dit duzh ar Veneg, hennezh zo bet gwerzhet nevez zo, pemp kant mil lur, gant un dourellenn ha traoù epatant
[... - ... ˈveˑnɛk - ... ˈveˑnɛk - ... - ... - ...]
Planiel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa ar Gonideg, ganet e 1935 e Pleuveur-Gaoter, o chom e Planiel, marvet e 2024, tud bet ganet e Pleuvihan / Lezardrev.
Tremenet 'neus e yaouankiz (20 vl.) en Tredarzeg, en Planiel eo bet o chom goudeDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ale ! restaurant da greistez, ugent mil lur !
[aˌle - ... də gɣesˈteˑ - ˌygɛn ˈmil lyꝛ]
allez ! restaurant le midi, vingt mille francs !
Gant : Michel Yekel, ganet e 1946 e Benac'h, o chom e Bear, tud bet ganet e Louergad / Gurunuhel.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met 'meus ket a geuz deus ar pezh 'meus graet hein ! a-benn e oa fin pa oamp dimezet e oan aet da Jersey da... da c'honit an daol-mañ, ya, serriñ patatez, da beder eur beure e save, peogwir 'mamp ket arc'hant, ha 'mamp paeet honnezh unnek mil lur, onze mille francs, an daol, ha div bank
[mɛ ˌmøs kə ˈgœ̃ː dø ˌpeˑz møz ˈgwɛd ɛ̃ - ˌbe̞n wa ˈfiˑn pe wɑ̃m diˈme̞ˑɛt wɑ̃n ˌɛt tə ˌʒɛɹzɛ də - də ˈhɔ̃ːnid ən ˈdoːl mɑ̃ - ˌjɑ - ˈzɛĩ paˈtɑtəs - də beˌdɛˑɹəɹ ˈbœːɹe ˈzawɛ - py ˌmɑ̃m kəd ˈɑɹhɑ̃n - a mɑ̃m ˈpɛˑə ˈhɔ̃ˑs ˌœnɛk ˈmil lyɹ - ... - ˈndoːl - a ˈdiw bɑ̃ŋk]
mais je n'ai pas de regret au sujet de ce que j'ai fait hein ! lorsque ça s'était terminé lorsque nous nous étions mariés j'étais allée à Jersey pour... pour gagner cette table-ci, oui, ramasser des patates, on se levait à quatre heures du matin, puisque nous n'avions pas d'argent, et nous l'avions payée onze mille francs, onze mille francs, la table, et deux bancs
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel egile aze zo o vont en retret ha 'neus bet... mil war... unan warn-ugent milion da gaout, met 'meus aon zo lâret da greistez 'no ket anezhe
[we̞l eˈgiːle ˈɑhe zo vɔ̃n nɹœˈtʁɛt a nøz bet - mil waɹ - yn waɹˈnyːgən miˈliˑɔ̃n də ˈgɑːd - mɛ møzˈɑˑɔ̃n zo ˈlɑːɹəd də gɹɛjsˈteː no kə ne̞]
comme l'autre là qui va partir en retraite et il a eu... mille... vingt-et-un millions à avoir, mais je crois qu'on a dit ce midi qu'il ne les aura pas
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 un donell... un donell eo mil kilo, ça... un donell eo mil kilo
[ən ˈdɔ̃ːnəl - ən ˈdɔ̃ːnəl he̞ mil ˈkiːlo - ... - ən ˈdɔ̃ːnəl he̞ mil ˈkiːlo]
une tonne... une tonne c'est mille kilos, ça... une tonne c'est mille kilos
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwerzhet 'na anezhañ ivez, ha 'na gon... gonezet... eu... kant mil lur warnañ
[ˈgwɛɹzɛ na ˌneˑɑ̃ ˌiˑə - a na gɔ̃ - gɔ̃ˈneˑət - ə - kɑ̃n ˈmil ˌlyˑɹ waɹnɑ̃]
il l'avait vendu aussi, et il avait gag... gagné... euh... cent mille francs dessus
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ana Kozhig, ganet e 1929 e Peurid, o chom e Bear, tud bet ganet e Mantallod / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, klevet 'ma lâret se, klevet 'ma se penaos eu... e vije ker-pitoiapl, ya, gwelet a rez ! mil euro ! a soñj dit e vez ! oh la la ! ur vezh eo serten traoù !
[ja ə - ˈklɛwɛd ma ˌlɑˑꝛə ˈse - ˈklɛwɛd ma ˈze pəˌnɔ̃ˑz ə - ˌviˑʒe ˈkeˑꝛ piˈtojəp - ja - ˌgwe̞ˑz mil ˈœːɣo - ˌʒɔ̃ˑs ˈtid ve - o la la - ə ˈvez e̞ ˌsɛꝛtən ˈtɣɛw]
oui, j'avais entendu dire ça, j'avais entendu ça que euh... c'était horriblement cher [batteries de voiture électrique], oui, tu vois ! mille euros ! tu imagines ! oh là là ! certaines choses sont une honte !
Gant : Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'souzent ket kwa, int... an eil deiz e oa lazhet n'onn ket pegement, oh ! e oan o selaou an deiz all pa oa bet... l'armistice aze, 'ba eu... 'ba an deizioù kentañ e oa komañset ar brezel e oa lazhet... tri pe bevar warn-ugent mil... soudard... frañ... frañse, muioc'h evit e oa lazhet 'ba an Aljeri, e oa lazhet du-hont, en ur ober ar memes deiz
[zuˈzɛɲ cə kwa - hiɲ - ˈnɛjl de wa ˈlɑˑhət nɔ̃ ˌkə peˈgemən - o - wɑ̃n ˈʃiːlo̞w deˈɑl pe wa bet - ... ˈɑhe - bah ə bah ˈdejo ˈkentɑ̃ wa koˈmɑ̃sə ˈbɹeːzəl wa ˈlɑˑhət - ˈtɹi pe ˌbɛwaɹ waɹˌnyˑgən ˈmil - ˈzuːdaɹt - fɹɑ̃ ˈfɹɑ̃sɛ - ˈmyˑɔx wid wa ˈlɑˑhəd ba nalʒeˈɹi - wa ˈlɑˑhəd ˈdyːɔ̃n nɔ̃n ˈo̞ˑɹ ˌmɔ̃məz ˈdeː]
ils ne reculaient pas quoi, ils... le deuxième jour il y en avait eu je ne sais combien de tués, oh ! j'écoutais l'autre jour quand il y avait eu... l'armistice là, dans euh... dans les premiers jours de la guerre avaient été tués... vingt-trois ou vingt-quatre mille.... soldats... fran... français, plus que ceux qui avaient été tués en Algérie, qui avaient été tués là-bas, lors de la même journée
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ni 'meump bet mil rekour gant Jañ Tremel, eñ a oa koñseilher, Marsel Gwiomar a oa 'ba ar bourk, réticent, eñ a oa eu... étalonnier, marc'hoù 'nea, ya, marc'hoù, daou pe dri marc'h
[ˌnim mœm ˌbe mil ˈɹekuɹ gɑ̃n ʒɑ̃ tɹeˈmɛl - ˌẽˑ wa kɔ̃ˈsɛjəɹ - maɹsɛl giˈomaɹ wa bah ˈbuɹk - ɹeˈtisɑ̃ - ˌhẽˑ wa ə - ... - ˈmɑɹho nea - ja - ˈmɑɹho ˈdo̞w pe ˈdɾi mɑɹx]
nous avons été grandement aidé par Jean Trémel, il était conseiller, Marcel Guiomard était au bourg, réticent [au remembrement], il était eu... étalonnier, il avait des étalons, oui, des étalons, deux ou trois étalons
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
🔗 Daniel mil micher
[dɑ̃ˈniˑəl milˈmiʃəɹ]
Daniel aux mille métiers
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma dad 'neus graet mil micher ivez
[mə dɑd nøz gwɛd mil'miʃəɹ ie]
mon père a fait mille métiers aussi
Gant : Michel Bonno, ganet e 1939 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Prad / Plûned.
Dastumer : Tangi