Klask
« oad »
Frazennoù kavet : 146
-
👂 🔗 ya ! Keroulou, goût a ouzon, eu... unan... unan zo bev c'hoazh, eo Madeleine Kario, memes oad ganin, hoñ a oa en Keroul, savet e renke bezañ en Keroulou ya
[ja - kɛˈʁuˑlu - ... - ... - ... - ... - ... kaˈʁiˑo - ... - ... kɛˈʁuˑl - ... kɛˈʁuˑlu ...]
oui ! Keroulou, je sais, euh... une... une est encore vivante, c'est Madeleine Cariou, du même âge que moi, elle était à Keroul, elle a dû être élevée à Keroulou oui
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Homañ e oa... ur familh a oa... eu... douzh eu... Minihy-Tréguier kwa. Hag eu... aze e oa ur familh... kalz a vugale, pemp pe c'hwec'h a vugale e oant kwa. Hag ar breur-kaer a oa o chom 'ba Langoad. Ha komañset kemer oad kwa, 'na goullet gant e vreur-kaer : « Ma... ma filhor aze, 'vijes ket kontant da lezel anezhañ da dont da... da labourat du-mañ da sikour ac'hanon ivez, me zo o komañs kemer... kemer oad ha... 'meus kombad d'ober tout ma labourioù ha bezañ skuizh ha... ar paotr yaouank-se... me a baeo anezhañ kwa ! »
[...]
Elle c'était... c'était une famille... euh... de euh... Minihy-Tréguier quoi. Et euh... là il y avait une famille... avec beaucoup d'enfants, ils étaient cinq ou six enfants quoi. Et le beau-frère habitait à Langoad. Et il avait commencé à prendre de l'âge quoi, il avait demandé à son beau-frère : « Mon... mon filleul là, tu ne voudrais pas le laisser venir... travailler chez moi pour m'aider un peu aussi, je commence à prendre... à prendre de l'âge et... j'ai du mal à faire tous mes travaux et j'en suis fatigué et... ce jeune homme-là... moi je le paierai quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha neuze e oa aet ti... ti e donton kwa. Hag e donton 'na labouret gantañ 'ba ar menaj ha bemdez e vije... Goude pa oa... kozhet un tamm bihan, e oa roet kalz a initiative da... d'ar paotr yaouank-se kwa. Pa oa... kemeret oad ha tremenet ar menaj war e kont, pa oa arri 'ba an oad da gemer e retred kwa, e oa chomet un toullad bloazioù gantañ. A-benn un toullad bloazioù goude e oant... e oant marvet emichañs. Ha xxx ( ?) e oa paotr yaouank, a-benn neuze 'na tregont vloaz memes tra kwa. Ah ! E oa e-unan 'ba ar menaj, e gave... an traoù fall... 'na ket... 'oa ket futet e vuhez kwa !
[...]
Et alors il était allé chez... chez son oncle quoi. Et son oncle avait travaillé avec lui à la ferme et tous les jours ils étaient... Après quand il avait... vieilli un peu, on avait donné beaucoup d'initiative à... à ce jeune homme-là quoi. Quand il avait pris de l'âge... pris de l'âge et transmis la ferme à l'autre, quand il avait atteint l'âge de prendre sa retraite quoi, il était resté quelques années avec lui. Plusieurs années plus tard ils étaient... étaient décédés bien sûr. Et le jeune homme était xxx ( ?), pour alors il avait une trentaine d'années quoi. Ah ! Il était tout seul à la ferme, il trouvait... sa situation mauvaise... il n'avait pas... sa vie n'était pas épanouie quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 E oa un interamant c'hoazh kwa, hag e oa... unan evelton-me hag a oa... teñval-gleved ha... o komañs kemer... un tamm oad ivez kwa. Hag e oa 'ba eu... a oa evelton un tamm bihan, ur wech un amzer eu... e bartie ur bramm kazi kwa ! Met peogwir e oa teñval-gleved eu... 'gleve ket anezhañ bewech kwa !
[...]
Il y avait encore un enterrement quoi, et il y avait... quelqu'un comme moi qui était... sourd d'oreille et... qui commençait à... se faire vieux aussi quoi. Et il était dans euh... il était comme moi un petit peu aussi, une fois le temps euh... il lâchait presque un pet quoi ! Mais puisqu'il était sourd d'oreille euh... il ne l'entendait pas à chaque fois quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
🔗 daou vugel memes oad
dow vugeul monmeus nwad
[dow vygəl mõmøs nwad]
deux enfants du même âge. (des jumeaux)
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Pa vez arri an oad-se…
Pé vé ay nwad sé…
[pe ve aj nwad se]
Quand on a cet âge là…
Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.
Dastumer : Julien
-
🔗 An oad
nwad
[nwad]
âge
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 peseurt oad eo arri ar baotred bihan ?
[...]
quel âge ont les petits gars ?
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 eñ 'na chaviret e benn ha... ur voazinez 'na ha... 'na bet c'hoanteet da dostaat diouti a gredan, hag e oan bet ur wech eno, ha 'na lâret an hini gozh Karolin « Paol, klevet 'peus ? » « n'onn ket ! » « oh, sur a-walc'h 'peus klevet hañ, petra zo arri amañ ? » « n'onn ket hañ ! » « ben, renket zo sevel Soaig, kas anezhañ da Dinam, soñjit 'ta ! kroget ar c'hoant-plac'h en ennañ 'ba an oad 'na ! »
[...]
et il avait perdu la tête et... il avait une voisine et... il avait voulu se rapprocher d'elle [la draguer] je crois, et j'avais été une fois là-bas, la vieille Caroline avait dit « Paul, vous avez entendu ? » « je ne sais pas ! » « oh, sans doute que vous avez entendu hein, ce qui est arrivé ici ? » « je ne sais pas hein ! » « ben, il a fallu lever François, l'emmener à Dinan, imaginez donc ! il avait voulu se faire une femme, à son âge ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag an hoc'hien-yê, pa vije arri un tamm oad dezhe hañ !
[a ˌnoχjən ˈje̞ - ...]
et les verrats, quand ils commençaient à prendre de l'âge hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha... hag eu... penaos a 'dant graet ? 'Dant goullet ganimp hag-eñ e oant kap da gousket, 'ba an Enez Maodez. « Ya 'vat ! emezon-me, ni a chom amañ e-pad ar sizhun han-se. Met... ma n'eus gwelet an Almanted zo 'ba... 'ba Krec'h ar Maout, emezon-me, zo... zo c'hwec'h pe seizh blokoz a-hont 'ba Krec'h ar Maout ». Hag e oa bepred eu... ugent Alaman 'ba pep blokoz, oc'h okupiñ. Hag e oa c'hwec'h pe seizh blokoz, peogwir me... me zo bet oblijet da vont gante, ha 'ma ket nemet seitek vloaz, d'ober blokojoù. Peogwir... an hini a oa dimezet da ma vamm, Gwilhou, a oa... imparfal, gwelet a rez ? Hag e oa graet ur paper 'ba maeri, Lanvaodez, da... me, da me, gant ar maer, da... d'an Almanted, d'an Almanted... da... da ramplas Maodez. Met... met... met me a oa re yaouank, 'ma ket an oad normalamant da vont. Ha... ha... hag e oan aet bepred da ram... evit... evit... evit ober... ramplasiñ Maodez.
[ˌneˑnəzˈmo̞ˑde - ˌkxe̞hˈmo̞wt - ˌkxe̞hˈmo̞wt]
Et... et euh... comment avaient-ils fait ? Ils nous avaient demandé s'ils pouvaient dormir, sur an Enez Maodez. « Mais oui ! dis-je, étant donné que nous restons ici toute la semaine. Mais... si les Allemands qui sont à... à Krec'h ar Maout ont vu, dis-je, il y a... il y a six ou sept blockhaus là-bas à Krec'h ar Maout ». Et il y avait au moins euh... vingt Allemands dans chaque blockhaus, occupant. Et il y avait six ou sept blockhaus, parce que moi... moi j'ai été obligé d'aller avec eux, et je n'avais que dix-sept ans, pour faire des blockhaus. Puisque... celui qui était marié à ma mère, Guilloux, était invalide, tu vois ? Et on avait fait un document à la mairie, de Lanvaodez, pour... moi, afin que moi, par le maire, que... pour les Allemands, pour les Allemands... pour... pour remplacer Maudez. Mais... mais... mais moi j'étais trop jeune, je n'avais pas l'âge normalement pour aller. Et... et... et toujours est-il que j'étais allé... pour... pour... pour faire... remplacer Maudez.
Lanvaodez / Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ha... hag a-benn 'na serret an uzin, e oan... e oan kazi en oad da vont en retred, han-se !
[... - ... ˈnwɑˑd də vɔ̃n œn ˈɣetɣɛt - ɑ̃nˈse]
et... et lorsque l'usine avait fermé, j'étais... j'étais presque à l'âge de partir en retraite, donc !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 deus ma oad 'welan... den ebet deus Koatreven kwa !
[... - ... kwaˈtɣɛˑvən kwa]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Balkou, ganet e 1939 e Koatreven, o chom e Koatreven, tud bet ganet e Koatreven / Prad.Dastumer : Tangi (2023-06-24)
-
👂 🔗 1. bremañ e vez graet ar Porzhlec'h Izelañ hag ar Porzhlec'h Uhelañ doute met... gwechall 'vije ket graet nemet ar Porzhlec'h doute 2. ah bon ? 1. ouai, met bepred marteze e egziste Izelañ hag Uhelañ hañ ! Izelañ eo an nesañ d'an oad kwa !
1. [... ˌpɔlχ iˈzelɑ̃ a ˌpɔlχ yˈelɑ̃ ... - ... ˈpɔlχ ...] 2. [...] 1. [... - ... - ...]
Planiel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.
– Paol Kariou, ganet e 1934 e Planiel, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Planiel / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an oad hom vugale vihan-ni, apeupre
[ˈnwɑːd mɔ̃m vyˌgɑˑle ˈviˑən ˌnim - apøˈpɹɛ]
l'âge de nos petits-enfants, à peu près
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ismael Andre, ganet e 1950 e Mantallod, o chom e Mantallod, tud bet ganet e Mantallod / Perwenan.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. eñ zo bet pellad-mat goude e oa an oad retred xxx ( ?) 2. ya ya ya 1. soagnal an dent 2. me 'ma tennet un dant gantañ 'na pevar-ugent vloaz
1. [hẽ zo be ˌpɛlə ˈmɑt ˌguˑde wa ˌnwɑˑd ɹøˈtɹɛt ?] 2. [ja ja ja] 1. [ˈswɑɲal ˈdɛn] 2. [me ma ˌtɛnə ˈdɑ̃n gɑ̃tɑ̃ na ˌpɛɹyˈgɛnla]
1. il a été un moment après avoir atteint l'âge de la retraite xxx ( ?) 2. oui oui oui 1. soigner les dents 2. moi il m'avait arraché une dent à quatre-vingts ans
Gant :
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya... ya 'vat ! 'vez ket... 'vez ket roet ma oad din
[ˌjɑ - ja ˈhɑ - ˌve kə - ˌve kə ˈɣoˑə ma ˈnwɑːd ˌdĩ]
oui... mais oui ! on ne... on ne me donne pas mon âge
Gant : Jan Belonkl, ganet e 1933 e Koadaskorn, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus ket soñj pe eo en oad din peotramant ur bloavezh koshoc'h, 'meus aon eo ur bloavezh koshoc'h, hoñ 'no quatre-vingts cinq 'meus aon evit ar bloaz
[ˌmøs kə ˈʒɔ̃ːs pe he̞ ˌnwɑˑd ˈdĩˑ pəˈtɑ̃mɑ̃n ˈblɑwəs ˈkosɔx - møˈzɑˑɔ̃n e̞ ˈblɑwəs ˈkosɔx - ˌhɔ̃ˑ no ... møˈzɑˑɔ̃n wid ˈblɑˑ - ˌʒɔ̃ˑs ˈtĩˑ]
je ne me souviens plus si elle est de mon âge ou si elle est un an plus âgée, je crois qu'elle est un an plus âgée, elle aura quatre-vingts cinq je crois cette année
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oa ket kement-se an oad, me a oa pell, ur pennad war-lerc'h, tremen pevar bloaz
[ˌwɑ kə keˈmese ˈnwɑˑt - ˈme wa ˈpɛl - ˈpɛnad waꝛˈlɛx - ˈtɣemɛn pɛˈwaꝛ bla]
ce n'était pas tant que ça l'âge [qui jouait], moi j'étais loin, un peu après [mes frères], plus de quatre ans
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ben an oad a lâran dit aze sell ! met se a ra bepred ! se... se a ra trizek vloaz warnon, gortoz 'ta ! trizek... trizek pe bevarzek, se a ra un tamm mat paotr ! se a gont, surtout pa vezont nevez-bet, an hini... an hini zo nevez-vet hag egile 'neus pemzek... n'int ket... n'int ket ar memes hed !
[a bɛ̃ ˈnwɑˑd ə ˌlɑˑɹɑ̃ ˌdid ˌɑhe̞ sɛl - mɛ ˌze ɹa ˈbo̞pət - ze ˌze ɹa tɹiˈzɛgla ˌwaɹnɔ̃ - ˈgɔto̞s ta - ˈtɹiːzɛk - ˈtɹiːzɛk pe ˈbɑɹzɛk - ˌze ɹa tɑ̃m ˈmɑt po̞t - ˌze gɔ̃n - syɹˌtut pe vɛɲ ˌneweˈbet - ˌnˑi ˌnˑi zo ˌneweˈvet a eˈgiːle nøs ˈpɛmzɛk - ˌniɲ cə ˌniɲ cə ˌmɔ̃məs ˈheːt]
ah ben l'âge que je te dis là tiens ! mais ça fait toujours ! ça... ça fait treize de plus que moi, attends donc ! treize... treize ou quatorze, ça fait beaucoup mon gars ! ça compte, surtout quand on vient de les avoir, celui... celui qui vient de les avoir et l'autre qui a quinze... ils ne sont pas... ils ne sont pas de la même longueur !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi