Klask
« oan »
Frazennoù kavet : 1092
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51 52 53 54 55
-
👂 🔗 en Grenobl e oan aet
[... gɣøˈnɔˑb ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rolland ar Razaved, ganet e 1937 e Perroz-Gireg, o chom e EHPAD Lannuon, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.
Dilojet e oa da Blouilio da 5 bloaz, ha retornet da Berroz er bloavejoù 1980. Ur breur da Armand Ravezed eo.Dastumer : Tangi (2024-03-20)
-
👂 🔗 Roz ar Wern, met just aze, just e-kichen ti Claire Le Lay aze, Roz ar... o klask an anv-se e oan !
[ˌɹoˑzəˈwɛꝛn ... - ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 hag e-lec'h e oan o chom a-raok e oa... Roudouc'harv, e-straoñ aze, Roudouc'harv...
[... - ˌɾuˑdəˈhɑɻw - ... - ˌɾuˑdəˈhɑɻw]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 en naontek ha c'hwezek ha... ha tri-ugent, a oa bet (ezhomm ?) da gerc'hat dour da... da lakat dour deus ar c'haol-fleur, ha 'ma prenet eu... oh ! 'oa ket... 'ma ket graet un dra abominapl, ar Razaved aze, ar mekanisian, 'nea laket din eu... ur pomp bihan, gant ur chasi kamion ha gant un donell warnañ, evel-se e oan kat da dennañ dour forzh pelec'h ! ha 'h aen da gerc'hat dour aze da... da lakat dour deus troad pep kaol-fleur, e laken... ur strinkadenn dour gant pep hini, un tamm douar warne, abalamour dezhe da gregiñ, an douar a oa ken sec'h 'te ! ma 'lakez ket ur bannac'h dour gante, ben e oant... e oant sur pas da gregiñ hañ !
[ʁaˈzɑˑvəd ... - ... - ...]
en dix-neuf [cent] soixante-... seize, il avait fallu aller chercher de l'eau pour... pour mettre sur les choux-fleurs, et j'avais acheté euh... oh ! ce n'était pas... je n'avais pas fait une chose extraordinaire, Le Razavet là, le mécanicien, m'avait mis euh... une petite pompe, avec un châssis de camion et avec une tonne dessus, ainsi je pouvais tirer de l'eau n'importe où ! et j'allais chercher de l'eau là pour... pour mettre de l'eau au pied de chaque chou-fleur, je mettais... une giclette d'eau sur chacun, un peu de terre dessus, afin qu'ils prennent, la terre était tellement sèche pardi ! si tu ne leur mets pas un peu d'eau, ben ils étaient... ils étaient sûrs de ne pas prendre hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ya, e oan arruet ar seitek a viz Ebrel e oan arri du-hont... e oan chomet gante betek... ya, ar seitek a viz Mae... ar seitek miz Even, ar seitek a miz... Goueren
[...]
oui, j'étais arrivé le dix-sept avril que j'étais arrivé là-bas... j'étais resté avec eux jusque... oui, au dix-sept mai... le dix-sept juin, le dix-sept... Juillet
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 Kergaouledenn ! aze e oa... justamant ! eñ e oan o klask an anv, Kergaoule... aze e oa Dezire ar Glas o chom, hag e dad a-raok dezhañ, Kergaouledenn, n'eo ket ?
[ˌkɛꝛgo̞ʷˈleˑde̞n - ... - ... - ... - ... - ˌkɛꝛgo̞wˈleˑde̞n - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 met gou... me, goude, pa oa... ma zad a oa klañv, me a oa bet o tornañ goude, e oan komañset da c'hwezek vloaz, oc'h ober ma lodenn, gwelet a rez ? 'oan ket kozh hañ ! c'hwezek vloaz, e raen ma lodenn war al leur hañ ! hag evel-se 'ma anavezet muioc'h a dud, gwelet a rez, 'h aen gant... Ker... Kervelegan, (Lannvas Kwin ?), un tamm partout aze 'h aen
[... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌkɛꝛveˈleˑgɑ̃n - lɑ̃nvasˈkwiˑn - ... - ...]
??? Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 amañ e oa... Kerwilzig, met goude eo bet laeret an anv dimp, hag unan a oa koñseilherez aze 'dea lâret din, 'glejen ket bet lesket laerezh an anv, e oa laket... eo laket d'ober ur... ur ru amañ ma kerez, e-krec'h, an hent, a glejen bet kaset eu... bet o welet ar maer, bet kaset ul lizher rekomandet da lâret dezhañ 'oan ket dakor, ha 'ma ket... oh, d'ar c'houlz-se e oan en aktivite ! 'oan ket okupet gant traoù evel-se, gwelet a rez, hag e vijes... e vijes okupet gant da venaj hag a-wechoù evel-henn hag evel-hont...
[... - kɛꝛˈwilzik]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ha Rostibull, Rostibull ! ya ! un anv menaj, ur menaj bihan, ya, graet e vije Toull ar Wiz deusontañ, e oa bet adbadezet Toull ar Wiz peo... e oan... an hini a oa e menaj a oa bet... gwechall 'h ae an dud gant o moc'h bihan da marc'had Lannuon, hag eu... ha 'neva ur vatezh hag a brene e voc'h, 'da goulennet « deus a belec'h e deu ar moc'h bihan-mañ ? » « deus Toull ar Wiz, emezañ ! », ya, met bepred e vez graet Toull ar Wiz !
[a ˌɻo̞stiˈbyl - ˌɻo̞stiˈbyl - ja - ... - ... ˌtuləˈwiˑz ... - ... ˌtuləˈwiˑs ... - ... - ... - ... laˈnyˑõn - ... - ... - ... - ... ˌtuləˈwiˑz ... – ja - ... ˌtuləˈwiˑs]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsiz an Olier, ganet e 1935 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Tonkedeg.
Deut eo da chom da Bleuveur-Bodou da 11 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ar Waker ! aze e oa ur menaj, zo... ur menaj brav ! ar Waker, ah... ah, oui ! aze... e deuez war hent Lannuon bremañ, ar Waker, petra ? se e oan o klask
[aˈwake̞ꝛ - ... - ... - ... - ... - aˈwake̞ꝛ - ... - ... - ... laˈnyˑõn ... - ja ja - əˈwake̞ꝛ - ... - ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 ah, Ker... Kerangafrig ! Kerangafrig, se e oan o klask ! ya, Kerangafrig
[a ˌkɛꝛ - ˌkɛɣɑ̃ˈgafxik - ˌkɛɣɑ̃ˈgafxik - ... - ja - ˌkɛɣɑ̃ˈgafxik]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 Poull ar C'hristeien ! là ! Poull ar Griste... ouai, aze... pa oan... bugel, ma Doue, e oan o c'hoari aze, e oa ur stank aze ivez, ma vamm 'h ae da la... walc'hiñ he dilhad d'ar c'houlz-se, ha goude e vije kemeret ur plac'h d'ober 'ba ar gêr, ya, Poull ar Gristeien !
[ˌpulaꝛˈhʁisˈte̞je̞n - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... – ja - ˌpulaꝛˈgʁisˈte̞je̞n]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 Miliev ya, hag eu... anavezet 'meus eu... pa oan bugel e oa... ur menajer a oa... a oa... ya, gant eu... seizh pe eizh buoc'h
[ˈmiʎɛw ja - ... - ... - ... - ... - ... – ja - ... - ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 Garel, deus Trebeurden, a lak he c'hezeg aze, ya, met... hag e-barzh Rumelen, ya ! pa oan... bugel, na... 'mije... 'ma ket bet klevet komz deus se
[... - ... txeˈbœꝛdən - ... – ja - ... - ... ʁyˈmeˑle̞n – ja - ... - ... - ... - ... - ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 ya, hag an Tri Vreur zo en un tu bennak aze, bet e oan o lakat... ur berchenn warne
[ja – a nˈtxiˌvʁœꝛ ... - ... - ...]
Trebeurden - toponymes nautiques
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 ya met... Roc'h Bran, an hini vras an hini eo, an hini vrasañ, ya, ya ! aze e oan gant ma mamm o terc'hel menaj
[... - ˌʁɔɣˈbɣɑ̃ˑn - ... - ... – ja ja - ...]
Tregastell
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rozali Raoul, ganet e 1929 e Tregastell, o chom e Tregastell, marvet e 2025, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
🔗 ya, betek 80... 92 a deue ganin, 'ba... 'ba eu... 'ba ma oto vihan, hag eu... n'onn petra all 'ma ivez, 'h aen gant n'onn petra, ha 'h aen gant ar re-seoù... a-dreuz hag a-hed, a-benn ar fin ar mab 'nea lâret din « ah ! emezañ, kazi welloc'h eo dit... bezañ trankiloc'h... » « ac'hanta ya 'vat ! emezon-me, me... me eo mat evel-se din » hag eu... fidedoulle, gant... gant e va... gant e... gant e vazh e oan bet o welet, ha feiz 'ma lâret « ya » dezhañ, hag e oan chomet eno
[...]
oui, jusqu'à 80... 92 [ans] je me débrouillais bien, dans... dans euh... dans ma petite voiture, et euh... je ne sais quoi d'autre j'avais aussi, j'allais avec je ne sais quoi, et j'allais avec ceux-là [véhicules]... un peu partout [litt. en long et en large], pour finir mon fils m'avait dit « ah ! dit-il, ça serait presque mieux... que tu sois plus tranquille... » « eh bien mais oui ! dis-je, moi... moi ça me convient ainsi » et euh... bon sang, avec... avec son bât... avec son... j'étais allé voir avec son bâton, et ma foi je lui avais dit « oui », et j'y étais resté [au foyer]
Gant : titourer dizanv
Dastumer : Tangi (2023-09-13)
-
👂 🔗 Penn al Lann zo... e-lec'h e oa... reoù Ke... Penn al Lann a oa e-lec'h e oan o chom
[ˌpe̞nˈlɑ̃n ... - ... - ... - ˌpe̞nˈlɑ̃n ...]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If an Damani, ganet e 1927 e Servel, o chom e Trebeurden (EHPAD), marvet e 2023, tud bet ganet e Brelevenez / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-09-13)
-
👂 🔗 1. ah, Gwazh Pêr ! 2. Gwazhpev ! Gwazh Pêr , aze 'oan ket... eñ a oa ma hent da vont da... ya, Gwazhpev ! da vont d'ar skol ya ! ya, war ma zreid
1. [a ˌgwasˈpe̞ˑꝛ] 2. [ˌgwasˈpe̞ˑf - ˌgwasˈpe̞ˑꝛ - ... - ... - ja - ˌgwasˈpe̞ˑf - ... - ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– If ar C'hwerv, ganet e 1936 e Sant-Ke-Perroz, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Sant-Ke-Perroz / Sant-Ke-Perroz.
– Marie-Antoinette ar Park, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Bulien / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-16)
-
👂 🔗 ar Gernevez, ma Gernevez-me, zo... n'emañ ket e-ki... e ar Riklo ! pa oan en Hent Meur, an Hent Meur zo pas pell deus ar Riklo
[aˌgɛꝛˈnɛˑwe - ... gɛꝛˈnɛˑwe ... - ... - ... - e ˈɣiklo - ... e ˌne̞nˈmœˑꝛ - əˌne̞nˈmœˑꝛ ... aˈɾiklo]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Marie-Antoinette ar Park, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Bulien / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-16)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50 51 52 53 54 55