Klask
« oant »
Frazennoù kavet : 790
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40
-
🔗 Peurid ivez, e-lec'h eu... oui, e-lec'h e oant, peogwir e da... e dad a oa aze, nann, nann ! Kermarreg
[ˈpœˑiɟ ... - ... - ... - kɛꝛˈmaˑɻe̞k ...]
Peurid
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Frañsoa Perrot, ganet e 1939 e Peurid, o chom e Trogeri, tud bet ganet e Peurid / Peurid.Dastumer : Tangi (2023-09-27)
-
🔗 tout ! tout, tout an douaroù, me zo barrek da lâret... pelec'h e oa pep park ha penaos e oant, tout ! n'eus ket manet un dachenn hep bezañ bet batiset deus ar gomanant, ha bepred e oa ugent devezh-arat dionti kwa
[...]
tout ! tous... tous les terrains, moi je peux te dire... où était chaque champ et comment ils étaient, tous ! il n'est pas resté un terrain de la ferme qui n'ait été bâti, et il y avait quand même dix hectares quoi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
🔗 1. ya... ar Vodizi ! 2. ar Vodizi ya 1. ya, 'oant ket memes proprieter 2. ya met me 'meus ket bet klevet komz nemet deus ar Vodizi, donc e oa daou... daou... daou rumm a dud kwa ! e oa... 1. ar Vodizi ya ! 2. ar Vodizi 1. aze emañ ar Vodizi a vije lâret kwa !
1. [ja - ˌvo̞ˈdiˑzi] 2. [aˌvo̞ˈdiˑzi ja] 1. [ja - ...] 2. [... əˌvo̞ˈdiˑzi] 1. [ˌvo̞ˈdiˑzi ja] 2. [aˌvo̞ˈdiˑzi] 1. [... ˌvo̞ˈdiˑzi ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 Ha gant-se, eu... ma... ma zad-kozh, ma zad-iou-gozh, kontant da vezañ achu e... e seizh vloaz, petra 'nea graet nemet... e oant antreet e bourk Pleuveur. Bepred e oa... n'eus ket pell zo e oa c'hoazh un ostaleri, ha bremañ 'soñj ket din, a-fas d'an iliz. Kontant achu e seizh vloaz. Hag ar paotr, fidamdoulle ! evet ur bannac'h, evet daou ha tri, voilà ! Tomm dezhañ. Met aze e deue un n'onn petra, des... evel a lâromp des recruteurs, ma kerez lâret. Kar d'ar c'houlz-se, pa 'dijent arc'hant, a baeent unan all da vont en o flas ! 'Oant ket oblijet d'ober. Bremañ 'vije ket a voaien d'ober se kwa. Gant arc'hant, nann, na gant aour ivez. Met... aze e oa kont evel-se. Hag e gavent tud, kontant da vont en o flas en ur baeañ kwa. Aour 'dijent hañ ! Boñ...
[...]
Et donc, euh... mon... mon grand-père, mon arrière-grand-père, content d'avoir fini son... ses sept années, qu'avait-il fait mais... ils étaient entrés dans le bourg de Pleuveur. Il y avait toujours... il n'y a pas longtemps il y avait encore un bistro, et maintenant je ne crois pas, en face de l'église. Content d'avoir fini ses sept années. Et le garçon, saperlipopette ! [Il avait] bu un verre, bu deux ou trois, voilà ! Éméché. Mais là il y avait je ne sais qui qui venait, des... des recruteurs comme nous disons, si tu veux bien le dire. Car à cette époque-là, quand ils avaient de l'argent, ils payaient un autre pour aller à leur place ! Ils n'étaient pas obligés de le faire. Maintenant on ne pourrait pas faire ça quoi. Avec de l'argent, non, ni avec de l'or non plus. Mais... là ça se passait comme ça. Et ils trouvaient des gens, contents d'aller à leur place en étant payés quoi. Ils avaient de l'or hein ! Bon...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Arriet e oa just evel 'nea... evel e oa o c'hortoz. E oa graet dezhañ aretiñ, evit tapout e arc'hant. Hag eñ da lâret dezhe : « Ah, emezañ ! kulit ma kerit, emezañ, kar me, emezañ, a oar en em difenn ! emezañ ». 'Deent ket kredet, pa oant tri evit unan. Petra... e oant kapapl kwa ! Ha feiz, eñ o tapout e n'onn petra, « vlaou ! » war benn d'an hini kentañ. A-hervez 'nea tapet anezhañ a-drek e benn aze evel-se. An daou all 'oant ket chomet da c'hortoz o zro hañ ! E oant aet a-raok.
[...]
Cela arriva exactement comme il l'avai... comme il s'y attendait. On l'avait arrêté, pour lui prendre son argent. Et il leur avait rétorqué : « Ah, dit-il ! reculez si vous voulez, dit-il, car moi, dit-il, je sais me défendre ! dit-il ». Ils n'avaient pas obtempéré, étant donné qu'ils étaient trois contre un. Quoi... ils étaient costauds quoi ! Et ma foi, il saisit son je ne sais quoi, « vlan ! » sur la tête du premier. A ce qu'il parait il l'avait atteint derrière la tête là comme ça. Les deux autres n'étaient pas restés attendre leur tour hein ! Ils étaient partis.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 triwec'h evn... e oant er memes neizh, ha tout e kanent memes mouezh, triwec'h evn... e oant er memes neizh, ha tout e kanent memes mouezh
[...]
dix-huit oiseaux... étaient dans le même nid, et ils chantaient tous de la même voix, dix-huit oiseaux... étaient dans le même nid, et ils chantaient tous de la même voix
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ha goude emañ Krec'h al Lous, a raemp dionti, ah, evel-se eo laket ? Krec'h al Lous, ya, hag a-drek, a-drek neuze emañ ar menaj all, nemet marteze 'deuint ar memes anv peneogwir e oa daou venaj, daou e oant kichen-ha-kichen aze, nann, neuze... int o-daou Krec'h al Lous
[... ˌkɾ̥e̞haˈluˑz ... - ... - ˌkɾ̥e̞haˈluˑs – ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌkɾ̥e̞haˈluˑs]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 hag e oant kerent... d'ar reoù a oa en Ti Poazh, du-hont en tu all, kerent e oant
[... - ... e̞n ˌtiˈpwaˑs - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 en Kernean ya, Kernean, ya, eu... ya ! daou venaj zo, memes e oa tri gwechall, tri e oant, ya 'vat ! ya, en Kernean, ya !
[... kɛrˈneˑən ja - kɛrˈneˑən - ja - ... - ... - ... - ... - ... - ja - ... kɛrˈneˑɑ̃n - ja]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Lann ar Warenn eo... Lann ar Warenn eo just an n'onn petra, n'eo ket nemet lann ha machin betek eu... d'ar c'houlz-se 'oa ket nemet lann aze kwa ! me 'meus soñj da welet reoù gozh, aze e bourk, ha... 'devant ket tamm toull ebet da... da lakat o c'hoad na... d'ar c'houlz-se 'oa ket nemet keuneud pe goad hag en em... hag ac'h ae ar... ar plac'hed arri... ya, en noajoù, me a wel... d'ar c'houlz-se e gavemp anezhe kozh, marteze 'oan ket ken kozh-se ! met o gwiskamant dija ha tout kwa neuze goût... kozh e oant memes tra, gant o n'onn petra war o chouk, bet, aze, e Lann ar Warenn o tibab keuneud marv, dibab ar c'heuneud 'dijent an droed, kar aze, se a oa da Champagny
[ˌlɑ̃naˈwaˑɾən ... - ˌlɑ̃naˈwaˑɾən ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... – e ˌlɑ̃naˈwaˑꝛ - ... - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ar Gouent, aze an hini e oant, ya
[aˈguˑe̞n - ... - ja]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Lost ar Stank ! ya, ha... 'meus bet klevet ma zad o komz... n'onn ket just a-walc'h pelec'h e oa, aze e oa re hag a oa... a oant laer, laer evel an dour, e vije graet « tud Lost ar Stank » dionte
[ˌlo̞stəˈstɑ̃ŋˤ - ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌlo̞stəˈstɑ̃ŋˤ ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 ya, ya ! Kerewen e oant o-daou ya ! ya, ya ! nann, nann ! Kerewen e oant
[ja ja - kɛˈʁewən ... – ja ja - ... - kɛˈʁewən ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 en naontek ha c'hwezek ha... ha tri-ugent, a oa bet (ezhomm ?) da gerc'hat dour da... da lakat dour deus ar c'haol-fleur, ha 'ma prenet eu... oh ! 'oa ket... 'ma ket graet un dra abominapl, ar Razaved aze, ar mekanisian, 'nea laket din eu... ur pomp bihan, gant ur chasi kamion ha gant un donell warnañ, evel-se e oan kat da dennañ dour forzh pelec'h ! ha 'h aen da gerc'hat dour aze da... da lakat dour deus troad pep kaol-fleur, e laken... ur strinkadenn dour gant pep hini, un tamm douar warne, abalamour dezhe da gregiñ, an douar a oa ken sec'h 'te ! ma 'lakez ket ur bannac'h dour gante, ben e oant... e oant sur pas da gregiñ hañ !
[ʁaˈzɑˑvəd ... - ... - ...]
en dix-neuf [cent] soixante-... seize, il avait fallu aller chercher de l'eau pour... pour mettre sur les choux-fleurs, et j'avais acheté euh... oh ! ce n'était pas... je n'avais pas fait une chose extraordinaire, Le Razavet là, le mécanicien, m'avait mis euh... une petite pompe, avec un châssis de camion et avec une tonne dessus, ainsi je pouvais tirer de l'eau n'importe où ! et j'allais chercher de l'eau là pour... pour mettre de l'eau au pied de chaque chou-fleur, je mettais... une giclette d'eau sur chacun, un peu de terre dessus, afin qu'ils prennent, la terre était tellement sèche pardi ! si tu ne leur mets pas un peu d'eau, ben ils étaient... ils étaient sûrs de ne pas prendre hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ar re-seoù a oa tud maluruz evel ar reoù all ivez ! xxx ( ?) an dud a soñj gante e oant... 'oant ket... 'oant ket tout... 'oant ket tout kanailhez hañ ! na... na les nazis 'oant ket ivez tout hañ ! na prest da vezañ !
[...]
ceux-là étaient des gens malheureux comme les autres hein ! xxx ( ?) les gens pensent qu'ils étaient... ils n'étaient pas... ils n'étaient pas tous... ils n'étaient pas tous desvauriens ! ni... ni les nazis ne l'étaient pas tous non plus ! ni sur le point de le devenir !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 oblijet e oant d'ober, ar gomanant 'oant ket bras, 'oant ket kat da dispign arc'h... ma 'dea c'hoant da viret ur gwenneg bennak, seul vuan... bremañ eo un tamm evel-se ivez, (da ?) e dispignes, ma chome ganit, feiz, e chome ganit hañ !
[sœlˈvyˑən]
ils étaient obligés de le faire, les fermes n'étaient pas grandes, ils ne pouvaient pas dépenser d'arg... s'ils voulaient garder quelques sous, plus vite... maintenant c'est un peu comme ça aussi, xxx ( ?) tu dépensais, s'il t'en restait, ma foi, il t'en restait hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 gwechall, eu... goût a ouzout ? al lokete... al loketourien 'ba ar menajoù, a oant un tamm evel eu... petra a lârfen-me dit ? evel un evn war ar barrenn, eu... kalz a cheñchent... eu... komanant, bep nav bloaz, 'oa ket... 'oa ket abominapl o jeu hañ !
[...]
autrefois, euh... tu sais ? les locat... les locataires dans les fermes, ils étaient un peu comme euh... comme te dirais-je ? comme un oiseau sur une barre, euh... beaucoup changeaient... euh... de ferme, tous les neuf ans, ce n'était... leur situation n'était pas enviable hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 aze an Almanted a'deva rekizisionet tout, e-kerzh ar brezel, aze e oant eu... ya... en Ker... en Kerabram amañ e lakent o c'hezeg 'ba ar c'hreñch
[... - ... – ja - ... - ... ˌkɛʁaˈbʁam ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 amañ, an douar... an douar 'te ! ma kerez zo... geo ! douar abred e oant da lakat pataz met a-hend-all ma kerez 'devoa ket douar a kalite evel e vije... 'oant ket douar gwinizh evel e vijent e kostez eu... ben... ar Gergozh aze, ma mamm 'da bet lâret din, aze e oa douar gwinizh abominapl, douar mat ! hag amañ 'oa ket, ha 'pije interest da... da reiñ... ordin da reiñ un dra bennak d'an douar, ordin, ordin, ordin, ordin, ordin ! ma 'roez ket mann ebet dezhe eu...
[aˌgɛꝛˈgoˑz ...]
??? Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ha goude, e darc'hez da vont war... war... a-gleiz, hag e chomez war Krec'h... Krec'h Gwegan, Krec'h Gwegan a oa... hoñ a oa ur gomanant... hag ar re-seoù, 'meus aon, e oant... e oant deus... Kosig oc'h anv, Kosig, hag ar re-seoù a oa, 'meus aon, ar broprieterien war... n'onn ket hag-eñ 'oant ket... un noter dionte pe unan bennaket all, Kosig !
[... - ... - ... - ... - ... ke̞x - ke̞xˈkweˑgən - kwe̞xˈkweˑgən ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˈkosik ... - ˈkosik - ... - ... - ... - ... - ... - ˈkosik]