Klask
« oc'h »
Frazennoù kavet : 899
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45
-
🔗 sach... civière a sachen ivez war ar civière, betek kreuviñ, 'mije ket ar priz kentañ james oc'h ober civière
[...]
lev... la civière, je levais aussi la civière, jusqu'à crever, je n'avais jamais le premier prix au lever de la civière
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
🔗 ha kar me 'mez d'ober... a-wechoù e vezan oc'h esa lenn ma... brezhoneg, met... boñ, pa 'mo graet un toullad geriennoù e vo ret din dont war-dreñv da gompren !
[...]
et car moi j'ai du mal... parfois j'essaye de lire mon... du breton, mais... bon, quand j'ai fait quelques mots je dois revenir en arrière pour comprendre !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
🔗 1. bezañ zo anvioù 'ba eu... anvioù drol 'ba ar menajoù ! 'ba Louaneg aze zo unan... ha 'neus un anv lous, spontus ! Toull an Hoc'h ! ha Soaz Toull an Hoc'h zo bet xxx ( ?) gant tout an dud, me 'meus anavezet anezhi hañ ! e bord al linenn hent-houarn (deus Sant-Ke da ?), linenn hent-houarn Louaneg, bremañ e vez savet ar railhoù-tout abaoe... pell zo, goude ar brezel, ha hoñ a oa Soaz Toull an Hoc'h, un tamm bihan ur vagon oc'h ober he zi ! gardien e oa, gar Mezerneg a vije graet 'ba Louaneg deus se, gar Mezerneg, met... lâret e vez Toull an Hoc'h, gar Toull an Hoc'h 2. met petore korn oc'h oc'h ober...
1. [... - ... - ... luˈɑ̃ˑnəg ... - ˌtulˈnoˑx - a ˌswaˑs tulˈnoˑx ... - ... - ... - ... luˈɑ̃ˑnək - ... - ... - ... - ... ˌswaˑs tulˈnoˑx - ... - ˌgaˑɻmiˈzɛɻnɛk - ... - ˌgaˑɻmiˈzɛɻnɛk - ... - ... ˌtulˈnoˑx - ˌgaˑɻtulˈnoˑx] 2. [...]
Louaneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.
– Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
🔗 nann ! hi 'oa ket oc'h ober k... hi a oa deut da debriñ anezhe, a-raok e deue, met bremañ n'emañ ket en oad deus ober ken kwa ! nann met deut e oa gant eu... ur verc'h dezhi hag e oa deut d'he merenn da... peogwir e vez... e vez graet ur pred krampouezh, hag e oa deut d'he merenn, ha 'ma gwelet anezhi, Ernestine, mois d'octobre e oa se, mois d'octobre ya
[...]
non ! elle ne faisait pas de c... elle était venue en manger, avant elle venait, mais maintenant elle n'a plus l'âge de le faire ! non mais elle était venue avec euh... une fille à elle et elle était venue déjeuner à... puisqu'il y a... il y a un repas de crêpes, et elle était venue déjeuner, et je l'avais vue, Ernestine, au mois d'octobre que c'était ça, au mois d'octobre oui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
🔗 1. met evit petra e oan bet-me oc'h ober krampouezh ? 'ba petore chapel neuze ? hoñ a oa... hoñ a oa war Bloubêr honnezh ? 2. nann, te a oa bet e Sant-Herbod 1. Sant-Herbod n'emañ ket e Ploubêr ? 2. nann, Ploulec'h
1. [... - ... - ... - ... bluˈbe̞ˑɻ ...] 2. [... - ... zɑ̃nˈtɛɻbɔt] 1. [sɑ̃nˈtɛɻbɔd ... pluˈbe̞ˑɻ] 2. [... - pluˈleˑx]
Ploulecˈh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.
– Jobig ar Veilh, ganet e 1932 e Brelevenez, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Sant-Laorañs / Bear.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
🔗 ya ! hola ! Minic'hi, ar Vinic'hi ! ya, ar Vinic'hi, oh, ya ! aze zo un toullad eu... un toullad mat eu... moarvat 'deuint oc'h anv, pe... pe int tout ar Vinic'hi, n'onn ket, Minic'hi a vez lâret... Minic'hi a vez lâret dionte kwa, e-kichen Cham... da dont deus eu... ar Chamblañ
[ja - ... - miˈniˑhi - aˌviˈniˑhi - ja - aˌviˈniˑhi - ... - ... - ... - ... - ... - ... ˌviˈniˑhi - ... - miˈniˑhi ... - aˌviˈniˑhi ... - ... - ... - ʃɑ̃ˈblɑ̃ˑ]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Kler ar Brouder, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Brelevenez, tud bet ganet e Ploubêr / Trogeri.Dastumer : Tangi (2025-01-21)
-
👂 🔗 1. ben ya se a lâr un dra bennak... 2. Krec'h Goulifenn 1. e-lec'h e oa... 2. e-lec'h e oa Christine oc'h ober krampouezh 1. ya... Droniou ! 2. ya, Droniou 3. Krec'h... Krec'h Goulifenn ! 2. Krec'h Goulifenn ya 3. ya, ya...
1. [...] 2. [ˌkɹ̥e̞ꭗguˈliˑve̞n] 1. [...] 2. [...] 1. [ja - ...] 2. [ja - ...] 3. [... - ˌkɹ̥e̞ꭗguˈliˑve̞n] 2. [ˌkɹ̥e̞ꭗguˈliˑvən ja] 3. [ja ja]
Servel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Amede ar Meur, ganet e 1935 e Servel, o chom e Tredraezh, tud bet ganet e Tredraezh / Tredraezh.
breur da Jañ ar Meur ; e yaouankiz en Servel hag aet da 20 vloaz da Blouilio
– Marcelle al Louedeg, ganet e 1943 e Plouilio, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Plouilio / Plouilio.
– Jañ ar Meur, ganet e 1938 e Servel, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Tredraezh / Tredraezh.
gwaz Marcelle al LouedegDastumer : Tangi (2024-07-08)
-
👂 🔗 ya, pas evel ur menaj met evel ur c'hartier ya, Kerweganou ya... Kerweganou, aze e oa... oh, leun a familh, memes familh eu... oh, ma Doue, tiez... tiez graet eu... gante oc'h-unan aze, ma Doue ! ur c'hartier ya, Kerwegano ya
[ja - ... - ˌkɛꝛweˈgaˑnu ja - ˌkɛꝛweˈgaˑnu - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌkɛꝛweˈgaˑno ja]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pier Terrien, ganet e 1948 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Tregastell.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 e-kichen zo Krec'h Daniel, ha se a oa aze... zo ur men... a oa ur menaj ivez, ha bremañ zo unan yaouank oc'h ober legumaj bio aze, Krec'h Daniel ya, nann ! Krec'h Daniel, Krec'h... Krec'h... oh, nann ! Krec'h Daniel... ouai ! Daniel ya ! Krec'h Daniel
[... ˌkxe̞ꭗˈdaɲe̞l - ... - ... - ... - ... - ˌkxe̞ꭗˈdɑ̃ɲe̞l ja - ... - ... - ... - ˌkxe̞ꭗdaˈɲe̞l - ... - daˈniˑe̞l ja - ˌkxe̞ꭗdaˈniˑe̞l]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pier Terrien, ganet e 1948 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Tregastell.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 ordin e vijen gant ma... gant an hini a oa oc'h ober skol din, Sœur Marie a oa honnezh met... ur plac'h reizh ar pezh a oa posupl, ha jentil, hag e chomen ganti da lakat ar... ar n'onn petra, ar bankchoù, a-benn e oa an oferenn... an oferenn-bred kwa ! evit tout ar vugale
[...]
j'étais toujours avec ma... avec celle qui me faisait école, Sœur Marie que c'était elle mais... une femme droite, toute ce qu'il était possible, et gentille, et je restais avec elle pour mettre les... les je ne sais quoi, les bancs, pour la messe... la grand-messe quoi ! pour tous les enfants
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ha me o welet ma... ma foezon, an hini a oa drouk, me o welet anezhi oc'h arriout evel-se, evel un adjudant aze evel-se, « taw ! taw ! » pleget he daoulagad evel-se, oc'h arriout, arriet da... d'am geñver-me, « vlaou ! » et « vlaou ! » pas de jalousie ! met bet 'ma div hañ, ken 'ma gwelet stered hañ !
[...]
et moi de voir ma... ma mauvaise [bonne-sœur sévère], celle qui était méchante, moi de la voir arriver comme ça, comme un adjudant là comme ça, « tac ! tac ! » ses yeux pliés comme ça, arrivant, arrivée... arrivée à mon niveau, « vlan ! » et « vlaan ! » pas de jalousie ! mais j'en avais eu deux hein, au point que je voyais des étoiles !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Hag ar paotr kozh a oa mezv. Hag eñ da sinañ. Da sinañ, hag e oa oc'h achuiñ e seizh vloaz ! Pa oa... 'nea divezvet, an deiz war-lerc'h ar beure, pa 'nea gouvezet petra 'nea graet, e oa bet evit mont d'en em grougañ. Kentoc'h evit adretorn deus e-lec'h e oa bet. Pa soñje petra 'nea graet. Feiz, aet e oa. Ha bet 'nea aour hañ ! Me 'meus soñj da glevet ma mamm ha welet an... ur... ur pezh bern aour, war an daol, du-hont, e n'onn petra, en o menaj. Ya !
[...]
Et le vieux gars était ivre. Et il a signé. Signé, alors qu'il finissait ses sept ans ! Quand il était... avait dessaoulé, le lendemain matin, quand il avait su ce qu'il avait fait, il avait envisagé de se pendre. Plutôt que de retourner là d'où il venait. Quand il pensait à ce qu'il avait fait. Ma foi, il était allé. Et il avait eu de l'or hein ! Je me souviens d'entendre ma mère qui vit le... un... un tas d'or, sur la table, là-bas, je ne sais où, dans leur ferme. Oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 hag ar paourkaezh den... oh ! a oa bet... me a oa... un taol abominapl 'ma bet pa 'ma... pa 'mamp gouvezet e oa... e oa marvet, 'nea nevez... nevez-operet e zaoulagad, hag e oa en ur rond-point, na 'nea ket gwelet, 'nea demarret, au momed e oa unan oc'h arriout deus e gleiz, lazhet anezhañ ! ha 'na lazhet anezhañ... oh ! me 'ma... me a oa bet poaniet, me 'ma bet keuz d'an den-se !
[...]
et le pauvre homme... oh ! avait été... moi j'étais... cela avait été un drame pour moi quand j'avais... quand nous avions su qu'il était... était décédé, il venait de... se faire opérer des yeux, et il était à rond-point, il n'avait pas vu, il avait démarré, au moment où quelqu'un arrivait de sa gauche, [il l'avait] tué ! et il l'avait tué... oh ! moi j'avais... moi j'avais souffert, moi j'avais regretté cet homme-là !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 Park ar Marreg... ya... ah, Park ar Marreg zo a-gleiz ! a-gleiz oc'h arriout, a-raok arriout ya
[ˌpaɾgaˈmaˑɾe̞k - ja - ˌpaɻgaˈmaˑɾe̞k ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 hag un devezh e oan... 'ba un hent, un hent... pas un hent goudronet aze, un hent... kampagn, drez en un tu, drez en tu all... hag e oa... 'ma gwelet ur c'havalier oc'h arriout war gein e gazeg, ar buanañ ma c'halle, hag e oan en em skoet e-mesk an drez !
[...]
et un jour j'étais... dans un chemin, un chemin... pas un chemin goudronné là, un chemin... de campagne, des ronces d'un côté, des ronces de l'autre... et il y avait... j'avais vu un cavalier arriver à dos de cheval, le plus vite possible, et je m'étais jetée dans les ronces !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 met... met... abaoe... abaoe on yaouank, abaoe e oan plac'h bihan, plac'h bihan, n'aen ket d'ar skol c'hoazh, 'ma gwelet oc'h arriout du-mañ, ur chirurjian deus Lannuon war gein e gazeg, ha 'meus soñj... c'hoazh 'meus lâret diouin ma-unan, « me a rey se ivez », ha tout ma buhez 'meus soñjet ober se, met 'meus ket gallet ober
[laˈnyˑõn]
mais... mais... depuis... depuis que je suis jeune, depuis que je suis petite fille, petite fille, je n'allais pas encore à l'école, j'avais vu arriver chez moi, un chirurgien de Lannuon à dos de cheval, et je me souviens... encore que je me suis dit, « moi je ferai ça aussi », et toute ma vie j'ai pensé faire ça, mais je n'ai pas pu
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Morvan (ar C'hampion), ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Trebeurden, tud bet ganet e Servel / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2013-10-14)
-
👂 🔗 hag e oa unan gozh e... en Kerwegan aze, « oh, non de diou ! emezi, me 'meus ur porc'hell da droc'hañ aze evel-se, emezi, ha 'h on o c'hortoz ar veterinaer, oc'h c'hortoz ar veterinaer da... da... da... da droc'hañ anezhañ, n'arri ket, emezi » « ah, ma kerez, me a spazho anezhañ dit 'vat ! emezon-me »
[... - ... kɛɻˈweˑgən ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Pleuveur-Bodou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Job Karre, ganet e 1933 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-11)
-
👂 🔗 hag oc'h o chom en Bear memes ? ah, ya !
[... ˈbeˑaꝛ ... - a ja]
et vous habitez à Bear même ? ah, oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remond ar Bozeg, ganet e 1933 e Perroz-Gireg, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Louaneg / Trebeurden.Dastumer : Tangi (2023-10-31)
-
👂 🔗 goude Kerambelleg, Kerambelleg... Ker... bepred emañ anv ar gomanant hañ ! aze emañ... ma... ma loketour zo aze, oc'h o... oc'h ober jistr aze, oc'h ober jistr emañ aze, Kerambelleg, ah, nann, nann, nann ! Kerambelleg a vije lâret ordin hañ !
[... ˌkɛʁɑ̃ˈbe̞le̞k - ˌkɛʁɑ̃ˈbe̞le̞k - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˌkɛʁɑ̃ˈbe̞le̞k - ... - ˌkɛʁɑ̃ˈbe̞le̞g ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 goût... goût a ouzon pelec'h emañ ivez, me zo bet oc'h ober jistr aze, aze... aze neuze e arriez e-barzh un toull aze ! en traoñ-tout ! hag e Kerlev e arriez... aze e oa Ambroise ar Bivig o chom, 'ba ar menaj en diwezhañ, a-gleiz 'h ez... hag e oa... Ambroise ar Bivig a oa e di aze, e vreur a oa pelloc'h hag e oa e di aze
[... - ... - ... - ... - ... - ... - a kɛꝛˈlɛˑw ... - ... ˈbiwiɟ ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45