Klask
« ognon »
Frazennoù kavet : 20
-
👂 🔗 geus ! kignon 'meus plantet, ognon, ha chalotez, teir rigenn, ha bremañ 'meus unan d'ober c'hoazh, pa vo labouret an douar, ha neuze 'mo ezhomm da brenañ saladen, da blantañ, saladen prenañ n'houllan ket ivez ! oh ! blaz ebet hañ ! ha tretet !
[...]
si ! j'ai planté de l'ail, des oignons, et des échalotes, trois rangées, et maintenant j'en ai une à faire, quand la terre sera labourée, et alors il faudra que j'achète de la salade, à planter, des salades achetées je n'en veux pas non plus ! oh ! aucun goût hein ! et traitées !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ma ognon, ognon
[...]
mes bulbes, bulbes [de fleurs]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 met, ma mamm-gozh... a oa... e labourat 'ba eu... un ti kaer aze, e bourk Lokmikael, hag a... 'neva anavezet... ma zad-kozh, e vont da gwerzhañ ognon deus Paimpol da Lannuon, en bisiklet
[... - ... - ... - ... – ... ˌnomiˈce̞ˑl - ... - ... - ... - ... lãˈnyˑɔ̃n - ...]
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ived Faujour (Bolead), ganet e 1937 e Lokmikael, o chom e Lokmikael, tud bet ganet e Lokmikael / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-08-09)
-
👂 🔗 me a lâr ognon ar gêr hag ognon prenañ zo un diferañs kalite hañ ! ognon prenañ, blaz ebet, an deiz all 'ma prenet un andivenn, unan, blaz ebet
[me ˌlɑˑɹ ˌoɲɔ̃n ˈge̞ːɹ a ˌoɲɔ̃n ˈpɾeːnɑ̃n - zo diˈfeːɹɑ̃s kaˈlite ɑ̃ - ˌoɲɔ̃n ˈpɾeːnɑ̃ - ˈblɑːz bet - ˌdeˈɑl ma ˈpɾeːnə nɑ̃nˈdiːvən - ˈyn - ˈblɑːz bet]
moi je dis que les oignons de la maison et les ognons achetés, il y a une différence de qualité hein ! des ognons du commerce, aucun goût, l'autre jour j'avais acheté une endive, une, aucun goût
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag eno e vez chalotez da werzhañ ha neuze ognon
[a ˌeˑno ve ʒaˈlotəs tə ˈwɛꝛzɑ̃ a ˌnœhe ˈoɲɔ̃n]
et là-bas il y a des échalotes à vendre et aussi des oignons
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'ma bet laket aze evit ar bloaz, ar wech kentañ din da lakat anezhe e-pign, 'oaran ket pet, ah ognon prop hañ ! franchamant ! se a oa brav ya, ya, hep poufal, met evel-se emaint han-se, ha staget deus o lost, pevar pe bemp asambles gant ur fiselenn
[ˌme ma be ˌlɑkəd ˌɑhe̞ wid ˈblɑ - weʃ ˌkentɑ̃ ˌdĩ də ˈlɑkə ˌne̞ ˈpiɲ - waˌɹɑ̃ kə ˌpeˑd a ˌoɲɔ̃n ˈpɹɔb ɑ̃ - fɹɑ̃ˈʃɑ̃mɑ̃n - ˌze wa ˈvɹɑw ja - ja hep ˈpufəl mɛ viˌse mɛɲ ɑ̃ˌse - a ˈstɑˑgə dœz o ˈlɔst - ˈpɛwaɹ pe ˈbɛm ˈsɑ̃məz gɑ̃n fiˈseːlən]
moi j'en avais mis cette année [oignons], c'était la première que j'en suspendais, je ne sais pas combien, ah des beaux oignons hein ! franchement ! ça c'était beau oui, oui sans me vanter, mais donc ils sont comme ça, et attaché par la queue, quatre ou cinq ensemble avec une ficelle
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arri a... arri a ra amzer fall ! ya, da suilhañ tout an traoù, ac'hanta ya ! se... sec'het ha tammoù fleur, amañ e oa plantet fleur hag an deiz all 'ma dastumet ma ognon, ognon, les oignons, j'avais tiré... 'ma dastumet anezhe ha... 'dalv ket ar boan leskel anezhe da boazhañ, 'ba an heol, paotr kaezh ! ha da suilhat, ah ya ! arri a ra an devezh fall ! ya, arri... arri... arri... eu... an avel ha heol
[ˌɑj ə - ˌɑj ə ɣa ˌɑ̃mzəɹ ˈvɑl - ˌja - də ˈzyʎə ˈtun ˌtɾɛw - ˌhɑ̃nta ja - ˈze ˈzehɛd a ˌtɑ̃mo ˈflœˑꝛ - ˌɑ̃mɑ̃ ma ˈplɑ̃ntə ˈflœˑꝛ a ˈdjɑl ma dasˈtyməd ma ˈoɲɔ̃n - ˈoɲɔ̃n ... - ma dasˈtymə ˈne̞ a - ˌdɑl kə ˌbwɑ̃ˑn ˈlɛskə ˈne̞ də ˈbwɑhɑ̃ - ma ˈnɛwɔl - ˌpo̞t ˈkɛˑs - a də ˈzyʎəd - a ˌjɑ - ˌɑj ə ɣa ˌdewəz ˈvɑl - ja ˌɑj ˌɑj ˌɑj - ə - ˈnɑwəl a ˈhɛwɔl]
on a... on a une météo mauvaise [sécheresse] ! oui, à tout brûler, eh bien oui ! [tout est] dess... desséché et de petites fleurs, ici on avait planté des fleurs et l'autre jour j'avais ramassé mes oignons, des oignons, les oignons, j'avais tiré... je les avais ramassé et... ce n'est pas la peine de les laisser cuire, au soleil, mon pauvre ! et à brûler, ah oui ! on a une mauvaise journée ! oui, on... on... on... euh... le vent et du soleil
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 (ur plezhad ?) ognon, an eil war egile, e skoulme anezhe d'ober
[ˈbleːʒəd ˈoɲɔ̃n - nɛj waʁ eˈgiːle - ˈskʁumɛ ne̞ ˈdo̞ːbəʁ]
(une tresse ?) d'oignons, les uns sur les autres, il les nouait
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 plezhañ an ognon
[ˈbleːʒɑ̃ ˈnoɲɔ̃n]
tresser les oignons
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 plant ognon gwerzhet 'ba karrezioù douar ha 'meus plantet anezhe en o fezh
[plɑ̃n 'o:ɲɔ̃n 'gwɛʁzəd ba ka'ʁejo 'du:aʁ a møs 'plɑ̃ntəd nɛ: no ve:s]
des plants d'oignons dans des carrés de terre et je l'ai ai plantés en entier
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn ar miz all 'h a da vezañ laket kignon, chalotez ha neuze ognon, ha goude e vo laket tammoù... tammoù saladen ha neuze tammoù hariko, sell aze ar pezh... ha neuze patatez goude
[bɛn mi’zɑl ha də ’ve:ɑ̃ ’lɑkə ’kiɲɔ̃n ʒa’lotəs a ’nœ:he ’oɲɔ̃n a ’gu:de vo ’lɑkət ’tɑ̃mo ’tɑ̃mo za’lɑ:n a ’nœ:he ’tɑ̃mo a’ʁiko sɛl ’ɑ:he pe:z a ’nœ:he pa’tɑ:z ’gu:de]
le mois prochain on mettra de l'ail, des échalotes et alors des oignons, et après on mettra un peu... un peu de salade et alors un peu de haricot, voilà ce que... et alors des patates après
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 ognon
ogno-n
[oɲon]
oignon
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Chapelenn ognon pa vez tennet.
Chapéleun ogno-n pé vé tèneut.
[ʃapelən oɲon pe ve tɛnət]
Il y a un chapelet d'oignons quand on l'enlève. [avoine à chapelet]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ar skudell, soubenn rouz 'ba ar skudell, soup... soubenn ognon soupe à l'oignon 'ba ar skudell, e vije graet se 'ba ar skudell, soubenn ognon
['skyl - ˌzuˑbən’ʁu:z bah 'skyl - zub ˌzuˑbən’o̞ɲɔ̃n ... bah 'skyl - viʃe gwɛ ze bah 'skyl - ’zu:bən ’o̞ɲɔ̃n]
l'écuelle, de la soupe à l'oignon dans l'écuelle, de la soupe... soupe à l'oignon soupe à l'oignon dans l'écuelle, on faisait ça dans l'écuelle, la soupe à l'oignon
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 soubenn ognon
['zu:bən 'oɲõn]
soupe à l'oignon
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tamm bihan laket euh chalotez ha kignon hag ognon
[tɑ̃m 'biən 'lɑkəd ə ʒa'lotəs 'kiɲɔ̃n a 'oɲɔ̃n]
mis un petit peu d'échalotes et d'ail et d'oignons
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 plant ognon
[plɑ̃n 'oɲɔ̃n]
des plants d'oignons
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 dibluskañ ognon
[di'blyskɑ̃ 'oɲɔ̃n]
éplucher les oignons
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ognon
['oɲõn]
oignons
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eus ket peilhous war an ognon
[nøs kə 'pɛʎuz war 'noɲɔ̃n]
il n'y a pas de peaux sur l'oignon [peu de pellicules]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi