Klask
« paeron »
Frazennoù kavet : 12
-
👂 🔗 1. e Saint-Colombier, e oamp bet, ti paeron Georgette, hag eñ... eñ a oa moine normalamant, met pa 'na bet e zeskamant... ya 2. hag e gouskemp eno, pa 'h aemp eno e gouskemp 'ba ur gwele-kloz 1. gwele-kloz 2. hag e oa un tele e-barzh 1. an tele 'ba penn ar gwele-kloz, eno e oa graet tout gant *han... gant an hach
1. [... - wɑ̃m ˌbet - ti ˈpɛːɹɔ̃n ʒɔɹˈʒɛt - a ˌhẽˑ ˌhẽˑ wa ... ˌnɔɹmaˈlɑ̃mɑ̃n - mɛ pe na ˌbed i zisˈkɑ̃mɑ̃n - ˌjɑ] 2. [a ˈguskɛm ˌeˑno - pa ˌhɛm ˈeˑno ˈguskɛm bah ˌgweˑle ˈkloːs] 1. [ˌgweˑle ˈkloːs] 2. [a wa ˈnteːle ˌbɑɹs] 1. [ˌteˑle ba ˌpe̞n ˈgweˑle ˈkloːs - ˌeˑno wa ˌgwɛt ˈtud gɑ̃n hɑ̃n gɑ̃n ˈnɑʃ]
1. à Saint-Colombier, nous avions été, chez le parrain de Georgette, et il... il était moine normalement, mais [il est parti] lorsqu'il a eu son instruction... oui 2. et nous dormions là-bas, quand nous y allions nous dormions dans un lit-clos 1. lit-clos 2. et il y avait une télé dedans 1. la télé était au bout du lit-clos, là-bas tout avait été fait à... à la hache
Gant :
– Ivoñ an Aofred, ganet e 1937 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Kawan / Sant Kleve.
– Jorjed an Olier, ganet e 1937 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Koadaskorn.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a oa bet paeron da unan deus ar vugale kwa, met 'meus ket... gwelet anezhi nemet... deiz ar vadeziant
[ˈme wa ˌbe ˈpɛːꝛɔ̃n də ˈyˑn dœz vyˈgɑːle kwa - mɛ ˌmøs kət - ˌgwe̞ˑlə ˈne̞j ˌmɛt - ˌde vaˈde̞jən]
moi j'avais été parrain de l'un des enfants quoi, mais je ne l'ai... vu que... le jour du baptême
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha feiz, pa... goude, pa vijer... pa vije badezet feiz ec'h aemp tout d'ar sekreteri ha neuze, ar paeron ha ar vaeronez... Ne 'meus ket soñj, pe ec'h eo ar paeron ha ar vaeronez a baee peotramant ec'h eo... ec'h eo i a roe ar sort a karent ha... an tad ha ar vamm a baee goude, ne 'meus ket soñj penaos e tremene se, kaer.
Et ensuite, quand ils étaient baptisés, nous allions tous dans la sacristie et la parrain et la marraine... Je ne me souviens plus, si c'est le parrain et la marraine qui payaient, ou s'ils donnaient ce qu'ils voulaient et la père et la mère payaient ensuite. Je ne me souviens plus bien comment ça se passait.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ah ya, ar paeron ha ar vaeronez a vije ordin.
Ah oui, il y avait toujours le parrain et la marraine.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz, ar paeron, ar paeron a vije karje ordin o terc'hen mat d'an hini bihan a-us da... a-us d'an dour neuze, han-se ne 'na ket ezhomm d'ober ur gammad fall hañ.
Et le parrain tenait presque toujours le petit au-dessus de l'eau. Par conséquent, il ne fallait pas qu'il fasse un faux pas.
Baptême.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 paeron e oan d'unan anezhe
['pɛ:ɹɔ̃n wɑ̃n 'dy:nən nɛ:]
j'étais parrain de l'un d'entre-eux
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e paeron
i béron-n
[i berõn]
son parrain
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 paeron
pèron-n
[pɛʁõn]
parrain
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 te zo paeron disul ? peogwir emañ da daouarn war da draje !
[te zo 'pɛ:rɔ̃n de'sy:l py'gy:r mɑ̃ də 'dowən war də drɑ'ʒe]
tu es parrain dimanche ? puisque tu as les mains sur les dragées ! [à quelqu'un les mains dans les poches]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ 'h eo cheñchet, cheñchet tout an traoù hañ ! Paol ac'hanta a oa sañset Kerbeleg... secrétaire de mairie bezañ e baeron, ha pa 'na gouvezet ar person e oa ar secrétaire de mairie eu... a oa komunist, eu... bezañ paeron, 'na refuzet ar c'hure, refuzet ar c'hure anezhañ, ha goude Paol zo bet ur pennad-brav hep bezañ bet badezet, peogwir e oa droug 'ba ma dud eu... met finalamant ac'hanta, « a ! me 'h a, bepred, emezañ, me a choazo un anv bennaket », Paol e anv, se zo kaoz eo Paol e anv
[’bœmɑ̃ he̞ ’ʃœ̃ʃət - ’ʃœ̃ʃət tun’tʁɛw ɑ̃ - pol ’hɑ̃nta wa ’sɑ̃sət ke̞ʁ’be̞lɛk - ... ’be:ɑ̃ i ’bɛ:ʁɔ̃n - a pa na gu’ve:ə ’pɛʁsɔ̃n wa ... wa komy’nist - ə - ’be:ɑ̃ ’pɛ:ʁɔ̃n - na ʁø’fy:zəd ’hy:ʁe - ʁø’fy:zə ’hy:ʁe neɑ̃ - a ’gu:de po:l zo bet ˌpe̞nə’bʁɑw heb ’be:ə bed ba’de:ət - pə’gu:ʁ wa dʁuk bah mə dyt ə - mɛ fina’lɑ̃mɑ̃n ’hɑ̃nta - a me ɑ ’bopə meɑ̃ - me ’ʃwɑ:zo ’nɑ̃:no bə’nɑkə - po:l i ’hɑ̃:no - ze zo ko̞:z e̞ be po:l i ’hɑ̃:no]
maintenant c'est changé, tout a changé hein ! Pol tiens était censé avoir Kerbeleg... secrétaire de mairie comme parrain, et quand le curé avait su que c'était le secrétaire de mairie euh... qui était communiste, euh... qui allait être parrain, le curé avait refusé, le curé l'avait refusé, et après Paol a été un bon bout de temps sans avoir été baptisé, puisque mes parents étaient en colère euh... mais finalement eh bien, « ah ! moi je vais, toujours, disait-il, moi je choisirai un nom quelconque », son nom Paul, c'est pour ça que son nom est Paul
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket me oa paeron, met peogwir ma vreudeur oa martolod, hag e oa unan dioute a oa paeron
[nɛ kə me wa 'pɛ:rɔ̃n mɛ py'gy:r mə 'vɾœ:dər wa mar'tɔ:lɔd a wa yn djɔ̃tɛ wa 'pɛ:rɔ̃n]
ce n'est pas moi qui était le parrain, puisque mes frères étaient marins, et l'un deux était parrain
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 o ! me n'onn ket, Kerbeleg 'neva... 'neva desidet se eu... e vije laket Paol, « peogwir 'mo ket droed da vezañ paeron »
[o me ’nɔ̃kə - ke̞ʁ’be̞lɛg ’neva - ’neva de’sidət se ə - ’viʃe ’lɑkə ’po:l - pə’gu:ʁ mo kə drœt tə ’ve:ɑ̃ ’pɛ:ʁɔ̃n]
oh ! moi je ne sais pas, Kerbellec avait... avait décidé ça euh... que ce serait Paul, « puisque je n'aurai pas le droit d'être parrain »
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi