Klask
« palat »
Frazennoù kavet : 6
-
🔗 palat : labourat an douar gant ur bal
paleut : labour an-n douar gan-n bal
[palət labuʁ ãn duaʁ gãn bal]
"bêcher" : travailler la terre à la pelle
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 palat
paleut
[palət]
bêcher
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hennezh zo un ev... evn bihan intelijant, hennezh pa vi o labourat aze, ma vezez o palat ha traoù, pa vo aze attentif, ha 'to ket nemet distokañ un tamm bihan, pouf ! emezañ, eñ ne vo ket pell lec'h e vi, neuze e tapo buzhug, inkomprenapl !
[hẽ̞:s so ’nɛ̃: ’nɛ̃:vən ’bi:ən inte’li:ʒən hẽ̞:s pe vi la’bu:ɹat ’ɑ:he ma ve:s ’pɑ:lat a tɾɛw pe vo ’ɑ:he atɑ̃tif a to kə mɛ di’stokɑ̃ tɑ̃m ’bi:ən puf meɑ̃ hẽ̞: vo kə bɛl le̞h vi ’nœ:he ’dɑpo ’by:zyk iŋkɔ̃m’pɾe:nap]
celui-là est un ois... oiseau petit intelligent [rouge-gorge], celui-là si tu travailles là, si tu bêches et tout, il sera là attentif, et tu n'as qu'à t'écarter un petit peu, pouf ! qu'il fait, il n'est long à être là où tu es, alors il attrape des vers de terre, incroyable !
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-pad tout ar goañv e veze o palat
[pa:t tud 'guɑ̃ viʒe 'pɑ:lət]
il bêchait pendant tout l'hiver
Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.
Dastumer : Tangi
-
🔗 komañset e oa palat aze evit ar sizhun tremen
[ko’mɑ̃:sə wa ’pɑ:ləd ’ɑhe wid zy:n ’tremɛn]
il avait commencé à bêcher là la semaine passée
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 komañset e oa palat aze evit ar sizhun tremen
[ko’mɑ̃:sə wa ’pɑ:ləd ’ɑhe wid zy:n ’tremɛn]
il avait commencé à bêcher là la semaine passée
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi