Klask
« pegeit »
Frazennoù kavet : 65
-
👂 🔗 ar Vilin Baper a oa chomet en he sav, ha hoñ a oa... ha bremañ... peogwir (Claude ?) zo marv kwa, bremañ eo achu, met betek neuze, betek eu... me a oar pegeit zo abaoe eo marv hennezh, daouzek pe drizek bloaz zo, oh, ya ! keit-se zo arri, ha bremañ Louisette zo marv ivez
[əˌviˑlinˈbapəɹ ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - .. - ... - ... - ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
🔗 pegeit e c'hallo stourm ?
Pé gèy alo stourm ?
[pe gɛj alo stuʁm]
Jusqu'à quand elle va tenir. (quand elle va vêler)
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 pegeit e stourmo ?
Pé gèy stourmo ?
[pe gɛj stuʁmo]
Jusqu'à quand elle va tenir. (quand elle va vêler)
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
👂 🔗 1. n'emañ ket war ar pont, a-gostez ! a-gostez 2. a-gostez, hag eno... eno 'peus un hent-karr, da vont, a rafe... oh ! ur c'hilometr mat 1. n'onn ket pegeit, n'on ket bet james 2. me 'meus graet anezhañ, me 'meus graet anezhañ, me 'meus graet anezhañ, ur c'hilometr mat, deus-talek hennezh...en em... en em gavez amañ, kazimant e-fas da... kazimant e-fas da Lesteo amañ, hag en em gaver... 'peus ket nemet gwelet pe... aze zo ur pennad-mat a hent hañ ! 2. Kerroue kentoc'h 1. ah, ya !
1. [... - ... - ...] 2. [... - ... - ... - ... - ...] 1. [... - ...] 2. [... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... le̞sˈtew ... - ... - ...] 1. [kɛˈɾuˑe̞ ...] 2. [a ja]
Plufur
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Anna Gwilhou, ganet e 1935 e Plounerin, o chom e Plufur, tud bet ganet e Plounerin / Plounerin.
– If Morvan, ganet e 1931 e Plufur, o chom e Plufur, marvet e 2025, tud bet ganet e Lanvaeleg / Brelevenez.Dastumer : Tangi (2023-08-18)
-
👂 🔗 pegeit on barrek da vont c'hoazh ?
[...]
combien de temps [d'années] je suis capable de faire encore [de vivre] ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. pegeit 'teus ezhomm da vont... en Bear 'h out sañset ? 'ba ar bourk ? 2. oh, un hanter-eur 'peus ezhomm hañ !
[...]
1. combien de temps mets-tu pour aller... tu es [habites] à Bear censément ? au bourg ? 2. oh, tu mets une demi-heure hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Pier Tredan, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Logivi-Lannuon / Lanvaeleg.
– Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma gwelet anezhe o tremen bourk Kaouenneg, kamionoù, ouzhpenn daou c'hant aze, me a oar ! e-pad n'onn ket pegeit e oant bet o tremen (T. : ekipet-mat e oant hañ !) oh ya ! horrol !
[... ko̞ˈwɛnɛk - ... - ... - ... - ... - ˈɔɣɔl] Kos
je les avais vu passer le bourg de Kaouenneg [les Américains], des camions, plus de deux cent là, que sais-je ! ils étaient passés pendant je ne sais combien de temps (T. : ils étaient bien équipés hein !) oh oui ! incroyablement !
Gant : If Koshig, ganet e 1938 e Kaouenneg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Tonkedeg / Kaouenneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kerpuñs ya, hennezh zo a-dost amañ ivez, ha eo diskaret an ti sell evit... un ti nevez graet gant... gant... an tad a familh, goude ar brezel, graet un ti nevez gantañ, graet... ha eo diskaret d'ober... o soñjal 'oa den ebet da diskar anezhañ evit ober an hent, evit kreskiñ an hent, hag an hent-se a vezer o lâret... o soñj... o kaozeal doutañ n'onn ket pegeit zo, ha n'eo ket graet c'hoazh, ha diskaret an ti, Kerpuñs aze justamant, 'ba ar c'hartier
[ke̞ʁˈpỹˑs ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ˈke̞ʁˌpỹˑz ... - ...]
Kerfod
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi (2023-07-12)
-
👂 🔗 1. ya, e wreg zo marv un tamm... pegeit zo ? 2. ya oh ! arri zo un toullad bloavejoù zo 1. ya, ya ! met diseblant bepred gwelet a rez, dabitud eu... ar beizanted dre amañ en em veskent un tamm hag eu... an eil hag egile 2. ya met bremañ n'eo ket se ken 1. nann ! nann ! e mod ebet
1. [ja - i ˈwʴeˑk so ˈmɑꝛw ˌtɑ̃m - peˈgɛj so] 2. [ja o ˈɑj zo ˌntulə blaˈweˑʒo zo] 1. [ja - ja - mɛ diˈzeˑblən ˈbopəd ˌgwe̞ˑl ə ɣes - daˈbityd ə ˌbɛiˈzɑ̃təd deꝛ ˈɑ̃mɑ̃ nɔ̃n ˈveskɛɲ ˈtɑ̃m ag ə - ˈne̞j ag eˈgiˑle] 2. [ja mɛ ˈbɣœmɑ̃ ˌne̞ kə ˈze ken] 1. [ˈnɑ̃n - ˈnɑ̃n - mod ˈbet]
1. oui, sa femme est morte depuis... depuis combien de temps ? 2. oui oh ! cela fait plusieurs années 1. oui, oui ! mais taciturne quand même tu vois, d'habitude euh... les paysans par ici se fréquentent un peu et euh... les uns les autres 2. oui mais maintenant ce n'est plus ça 1. non ! non ! plus du tout
Le Du 2012 p.209 « dizéblãn adj. dissimulé ; sournois. dizéblãn ê ; vé-ke laad warnã h ê kénn-drouk sé il est dissimulé ; on ne dirait pas à le voir qu’il est si méchant »
Gant :
– Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.
– Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. me n'onn ket pegeit e raent bep gwech, met ma niz amañ ha ma vreur a 'neus graet, 'na graet 2. se zo pell c'hoazh ! 1. met eu... 'na ket graet 'met an hanter ar bloaz kentañ, e-pad e goñje, ha goude 'na graet an hanter all ar bloaz war-lerc'h
1. [me ˌnɔ̃ kə peˈgɛjd ɹɛɲ bopˈkweʃ - mɛ mə ˌniˑz ˈɑ̃mɑ̃ a mə ˈvɹœːɹ a nøz gwɛt - na gwɛt] 2. [ze zo ˈpɛl hwas] 1. [mɛd ə - ˌna kə gwɛd mɛ ˈnɑ̃ntəɹ bla ˈkentɑ̃ - pad i ˈgɔ̃ːʒe - a ˈguːde na gwɛd ˌnɑ̃ntəɹ ˈɑl bla waɹˈlɛx]
1. moi je ne sais quelle distance ils faisaient à chaque fois [pèlerinage], mais mon neveu ici et mon frère l'ont fait, avaient fait 2. ça c'est loin aussi ! 1. mais euh... il n'avait fait que la moitié la première année, pendant ses congés, et après il avait fait l'autre moitié l'année suivante
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 diouzhtu goude kazi, pegeit ? marteze zo hanter-kant metr
[dyˌsty ˈguːde ˌkɑhe - peˌgɛjt - maˈtehe zo ˌhɑ̃təˈkɑ̃n mɛt]
presque tout de suite après, quelle distance ? peut-être y a-t-il cinquante mètres
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Armand ar Meur, ganet e 1933 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg, marvet e 2023, tud bet ganet e ar C'houerc'had / Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ha pegeit zo out aet en retred neuze ? pegeit zo ivez ? ni zo apeupre memes oad 2. seizh vloaz, seizh vloaz 1. seizh vloaz zo out aet ? 2. ya 1. ah ya ! me zo muioc'h
1. [a peˌgɛj so hud ˌɛ ɹøˌtɹɛd nœhe - peˌgɛj so ˌiˑe - ˌnim zo apøˌpɹɛ ˌmɔ̃məz ˈnwɑːd - ˌnɔ̃m kə] 2. [ˈsɛjla - ˈsɛjzla] 1. [ˈsɛjzla so hud ˌɛt] 2. [ˌjɑ] 1. [a ˌjɑ - ˌme zo ˈmyˑɔx]
1. et depuis combien de temps tu es parti en retraite alors ? depuis combien de temps ? nous sommes à peu près du même âge 2. sept ans, sept ans 1. tu es parti depuis sept ans ? 2. oui 1. ah oui ! moi ça fait plus
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.
– Jean-Yves
Gwelet ti Jañ ar Bras ha Terez Ollivo (Treglañviz)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ur bannac'h gwin 'to ? 2. pegeit zo da vont ? da Brad ?
1. [bɑ̃x ˈgwiːn to] 2. [peˈgɛjt so də ˌvɔ̃n - də ˈbɹɑːt]
1. tu prendras un verre de vin ? 2. il y a combien de temps pour aller ? à Prad ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.
– Madelen Morvan, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba en Roazhon ec'h ouvezont pegeit e vez bet ganin... eu... bemnoz
[ban ˈɹɑˑɔ̃n huˈveˑɛɲ peˈgɛjt ve be gəˈnĩ - ə ˈbo̞mnɔ̃s]
à Rennes ils savent combien de temps j'ai eu [dormi]... euh... chaque nuit
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha... ha da gentañ an dud, 'oa... 'oa ket ker al louzoù 'meus soñj, atrazin ha louzoù gwenn, hag e vije d'ober lakat ul litrad an hectare, « ah hemañ eo laket xxx ( ?) ! amañ 'vo ket loustoni, na treuzyeot ! », hag e-plas lakat ul litrad e vije laket pevar pemp, ha eñ eo 'neus ampoezonet an dour goude ha tout ar stal, hag e chom 'ba an dour n'onn ket pegeit kwa
[a a də ˈgetɑ̃ ən ˈdyt - ˌwa ˌwa kə ˌkeˑɹ ˈluːzo møz ˌʒɔ̃ˑʒ - atɹaˌzin a ˌluˑzo ˈgwe̞n - a ˌviʒe ˌdo̞ˑɹ ˈlɑkə ˈlitɹəd nɛkˌtaɹ - a ˈhemɑ̃ he̞ ˈlɑkət ? - ˌɑ̃mɑ̃ ˌvo kə lusˈtɔ̃ːni na tɹœzˈjɛwɔt - a ˌplɑz ˈlɑkə ˈlitɹəd viʒe ˈlɑkə ˈpɛwaɹ ˈpɛmp - a ˌhẽ e̞ nøz ɑ̃mpweˈzɔ̃ːnə ən ˈduːɹ ˌguˑde a ˌtut ˈstɑˑl - a ˌʃo̞m bah ən ˈduːɹ ˌnɔ̃ kə peˈgɛjt kwa]
et... et au début les gens, les produits n'étaient... n'étaient pas chers je me souviens, atrazine et les pesticides blancs, et on devait mettre un litre à l'hectare, « ah celui-ci on le met xxx ( ?) ! ici on n'aura pas de saletés, ni de chiendent ! », et à la palce de mettre un littre on mettait quatre cinq, et c'est lui qui a empoisonné la terre après et tout le bazar, et il reste dans l'eau je ne sais combien de temps quoi
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude on bet n'onn ket pegeit amañ neuze o kaout kine, o vachinañ ma brec'h din, an deizioù kentañ 'oa ket eu... brutal ar stal met goude me a rae kine ma-unan
[ˌguˑde hɔ̃ ˌbe ˈnɔ̃ kə peˈgɛjd ˌɑ̃mɑ̃ ˌnœhe ˌkɑˑt ˈkiˑne - vaˈʃiˑnɑ̃ mə ˈbɣeχ ˌdĩ - ˌdejo ˈkentɑ̃ ˌwɑ kəd ə - ˈbɣytal ˈstɑˑl mɛ ˌguˑde ˈme ɣe ˈkiˑne məˈhyˑn]
après j'ai été ici alors je ne sais combien de temps à avoir de la kiné, à me manipuler le bras, les premiers jours ce n'était pas euh... extra mais après je me faisais ma kiné tout seul
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 aze eo bet gelvet da vont da... er Japan eo bet, o welet ar Japone eo bet n'onn ket pegeit aze, pemp sizhun eo bet du-hont
[ˌɑhe he̞ be ˈgɛlwəd də ˌvɔ̃n də - ˌʒɑpɑ̃n he̞ ˌbet - ˈwe̞ˑl ʒapoˈnɛ he̞ bed ˌnɔ̃ kə peˈgɛjɟ ˌɑhe̞ - ˌpe̞m ˈsyˑn he̞ be ˌtyˑɔ̃n]
là il a été appelé pour aller à... il a été au Japon, il a été voir des Japonais je ne sais combien de temps là, il a été cinq semaines là-bas
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, zo tost da... tost da la Ville Chevalier hein ! Kignard, la Ville Chevalier, zo... 'oaran ket pegeit amzer met, pas... pas pell hein ! oh, oui ! ça se touche presque, ya, Kignard ? me 'meus ket klevet nemet Kignard dalc'hmat
[... kiˌɲaʁ ... kiˌɲaʁ ... kiˌɲaʁ ...]
Plagad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Julied ar Maout, ganet e 1932 e Plagad, o chom e Plagad, marvet e 2022, tud bet ganet e Sant-Jili-plijo / Plagad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pegeit zo eo graet eu... Kergourognon ? adgraet hennezh ?
[peˈgɛjt so he̞ ˌgwɛt ə - ˌkɛɹguˈɹoɲɔ̃n - hadˌgwɛt ˈhẽˑs]
ça fait combien de temps qu'a été fait euh... Kergourognon ? que ça a été refait ?
Prad
Gant : Jorjed an Olier, ganet e 1937 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pegeit zo etrezoc'h ho-taou ?
[pe'gɛjt so tɹeɔx o'to̞w]
il y a combien [d'années] entre vous deux ?
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi