Klask
« pintet »
Frazennoù kavet : 13
-
👂 🔗 oh ! ah, met eñ a oa tost ha eñ 'neva arc'hant, ha 'meus soñj 'neva... lâret d'hom mab evel-se « me a sikouro ac'hanout sell ! me a roio... me a sikouro... » met, penses-tu ! ni « non, non ! hemañ zo o kontañ ur bern kozh (louegaj ?) », met eñ 'neva arc'hant, fidamdoue ! hag e oa... oa... oa deut... e oa... 'deva lâret dezhañ dont da welet anezhañ koura, hag e oa deut, hag e oa (o veilhal ?) e sakochenn met e sakochenn a oa pintet n'onn ket pelec'h, kl... oh ! klenket ervat kwa ! met eñ 'neva arc'hant 'vat ! hag an dud a soñje gante e oa-eñ prest da greuviñ gant an naon, met 'oa ket prest da greuviñ gant an naon 'vat ! feiz, nann sur ! oh, ma Doue ya 'vat !
[...]
oh ! ah, mais il était radin et il avait de l'argent, et je me souviens qu'il avait... dit à cotre fils ainsi « moi je t'aiderai tiens ! moi je te donnerai... moi je t'aiderai... » mais, penses-tu ! nous « non, non ! il te raconte plein d'âneries, mais il avait de l'argent, bon sang ! et il était... était... était venu... était... il lui avait dit de venir le voir quoi, et il était venu, et il (surveillait ?) sa sacoche mais sa sacoche était accrochée je ne sais où, rang... oh ! très bien rangée quoi ! mais il en avait de l'argent ! et les gens pensait qu'il était sur le point de mourir de faim, mais il n'était pas prêt de mourir de faim ! ma foi, non ! oh, mon Dieu mais oui !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Peru, ganet e 1929 e Ploubêr, o chom e Kawan (EHPAD), tud bet ganet e Plouared / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2024-09-16)
-
👂 🔗 Ha neuze eñ a welas daou... daou aotrou aze gant... gant o lost-pig ha... gant o dog uhel-pintet aze. Hag egile all 'na un tog eu... un tog foñs ront aze ! Hag an tog foñs ront a vije lâret un tog sailh-grizilh amañ doutañ. Hag e oa an daou aotrou hag eñ a oa oc'h ober kaoz aze... « Oh ! xxx ( ?) me zo o vont d'ober ur stasion eu... da soagnal an dud evit... gant an dour mor, e bord ar mor, ur stasion... ». Comment e vez lâret douzh se aze ? Evit soagnal an dud douzh ar rumatisoù ha tout ar c'hleñvejoù kwa.
[...]
Et alors il vit deux... deux messieurs là avec... avec leur costume queue-de-pie et... avec leur haut de forme là. Et l'autre avait un chapeau euh... un chapeau melon là ! Et le chapeau melon on l'appelait un chapeau « saute-grêle » ici. Et il y avait les deux messieurs et ils discutaient là... « Oh ! xxx ( ?) moi je vais faire une station euh... pour soigner les gens... avec de l'eau de mer, au bord de la mer, une station... ». Comment appelle-t-on ça déjà ? Pour soigner les rhumatismes des gens et toutes les maladies quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 lâret 'meus dit deja e oan... douzh eu... e vije graet goap douzh an aotrounez gant o dog foñs ront aze, gant o tog eu... haut-de-forme aze, en brezhoneg e vije lâret... d'ober goap douzh an aotrounez-se, gant o lost-pig, ha gant o dog uhel-pintet, chapeau haut-de-forme quoi, u... uhel-pintet, e gomprenez kwa !
[...]
je t'ai déjà dit que j'étais... on se moquait euh... des messieurs avec leur chapeau melon là, avec leur chapeau eu... haut-de-forme là, en breton on disait... pour se moquer de ces messieurs-là, avec leur queue-de-pie, et avec leur haut-de forme, le chapeau haut-de-forme quoi, ha... haut-de-forme, tu comprends quoi !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
🔗 sell penaos emañ pintet war ar viñs
[sɛl pə'no̞z mɑ̃ 'piɲtəd waʁ vĩ:s]
regarde comme il est perché dans l'escalier
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hemañ 'neus pintet aze, da betra eo aet aze ?
['hemɑ̃ nœs 'pintəd 'ɑhe də bʁɑ ɛ ɛd 'ɑhe]
celui-ci a grimpé là, pourquoi est-il allé là ?
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh zo pintet aze
[hẽ̞:s so 'piɲtəd 'ɑhe]
celui-là est perché là
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 un ti pintet
ti pi-nteut
[ti pintət]
une maison perchée
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Pintet e vez an nen war ar re-se hag e soñj dezhañ e vez o vont da gouezhal ordin. Pintet uhel e vezez war an dromadaire evel-se bepred.
[’pintəd ve ’neːn waʁ ʁehe a ʒõːʃ ’teã ve ’võn tə ’gweːəl ɔʁ’din – ’pintəd ’yːəl ve̞z waʁ dʁoma’dɛːʁ vəse bɔpət]
On est haut perché sur ceux-là et on pense toujours qu'on va tomber. Tu es haut perché sur le dromadaire comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 ... pintet deus ar brank
['piɲtət døz brɑ̃ŋk]
... suspendu à la branche
???
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, pintañ ar wezenn, hemañ zo pintet 'ba ar wezenn
[ja 'piɲtɑ̃ 'we:ən - 'hemɑ̃ zo 'piɲtəd bah 'we:ən]
oui, se percher dans l'arbre, il est perché dans l'arbre
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket, emañ pintet e revr aze war...
[nɛ kət mɑ̃ piɲt i rɛ:r ’ɑhe war]
non [il n'est pas fatigué], il a le cul perché là sur...
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Mai a veze evel-se war toull an nor, pintet... pintet uhel « ah, eme Vai, ar vrumenn vrein o tont deus Tregrom herie »
[mɑj viʃe vi'se wa dul'no:ʁ 'piɲtə 'piɲtə 'yəl ɑ: me vɑj 'vɾymən vɾɛɲ tɔ̃n des tɾe'gɾɔm 'hɑje]
Marie était comme ça sur le pas de la porte, perchée... perchée en hauteur « ah, disait Marie, la sale brume qui vient de Tregrom aujourd'hui »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 pintet ma revr war ar skeul
[’piɲtə mə rɛ:r war skœ:l]
mon cul perché sur l'échelle
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi