Klask
« pisat »
Frazennoù kavet : 7
-
👂 🔗 ha hemañ neuze 'meus bet brevet, fentus a-walc'h, pa oan oc'h ober ma servij, gwelet a rez, e oamp o naetaat an tankoù, me a oa 'ba an tankoù oc'h ober ma servij, hag e oan 'ba an dourellenn lec'h e oa ar c'hondukteur o naetaat kwa, hag unan all eu... a oad ganin, komañset pisat warnon deus krec'h, le salaud, ha me.. an dourellenn n'eo ket bras, d'ar c'houlz-se e oan... oan digourdi ha 'ma hastet buan da vont, 'ma roet ur revrad dezhañ met daonet e vo ! me ivez 'ma bet
[a ’hemɑ̃ ’nœ:he mœz be ’bɹɛwət ’fɛntyz wɑx pe wɑ̃n ho̞:ɹ mə ’ʒɛɹviʃ gwe̞:l ə ɹe̞s wɑ̃m ne’tɑ:d ən ’tɑ̃ŋkʃo me wa ban ’tɑ̃ŋkʃo ’ho:bəɹ mə ’ʒɛɹviʃ a wɑ̃n ban du’ɹɛlən le̞h wa hɔ̃’dyktəɹ ne’tɑ:t kwa ag ən al ə nwɑ:t kɑ’nĩ ko’mɑ̃sət ’pisəd waɹnɔ̃ dœs kwex lœ sɑlo a me ndu’ɹɛlən ne̞ kə bɹɑ:z də ’huls:e wɑ̃n wɑ̃n di’guɹdi a ma ’hɑstə ’by:ən də vɔ̃n ma ’ɹo:əd ə ’ɹɛɹvat teɑ̃ mɛ ’dɑ̃wnəd vo me ie ma bet]
et celui-ci [doigt] alors je l'ai esquinté, c'est assez marrant, quand je faisais mon service, tu vois, nous étions en train de nettoyer les tanks, j'étais dans les tanks à faire mon service, et j'étais dans la tourelle là où était le conducteur en train de nettoyer quoi, et un autre euh... de mon âge, commence à pisser sur moi du haut, le salaud, et moi... la tourelle n'est pas grande, à cette époque-là j'étais dégourdi et je m'étais dépêché d'aller, je lui avais donné un grand coup mais nom de dieu ! moi aussi j'avais ramassé
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met... met an nen bremañ a vez ordin o pisat tri c'hard an amzer
[mɛd mɛ ne:n 'bœmɑ̃ ve ɔʁ'di:n 'pisət tɾi haʁd 'nɑ̃mzəʁ]
mais... mais maintenant on pisse tout le temps, les trois quarts du temps
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oar ket pe c'hoant pisat pe c'hoant kac'hat 'nez, evel-se a veze lâret gwechall
[wɑ:ʁ kə pe hwɑ̃n 'pisət pe hwɑ̃n 'kɑ:həd ne və'se viʒe lɑ:ʁ gwe'ʒɑl]
il ne sait pas s'il a envie de pisser ou envie de chier [personne indécise], c'est comme ça qu'on disait autrefois
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Pisat a ra a-dreuz hag a-hed evel ur vuoc'h o vont da foar Vre.
Piseut ra dreuz a i héd vèl vuc'h fon-n de vwar Vré.
[pisət ʁa dʁøz a i hed vɛl vyx fõn də vwaʁ vʁe]
Il pisse complètement de travers. [parce qu'il est soûl]
Gant : titourer dizanv
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 an hini bihan zo... zo o pisat
[nːi ˈbiːən zo zo ˈpisət]
le petit est... est en train de faire pipi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pisat eo stroazhañ
['pisəd ɛ 'strwɑ:zã]
pisser c'est uriner
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... savet c'hoant-pisat warni
['zɑ:vət hwãn 'pisəd 'warni]
... avait eu une envie de pisser
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi