Klask
« plankenn »
Frazennoù kavet : 18
-
👂 🔗 flatoul, stagañ ur plankenn deus e doull
[fla’tul ’stɑ:gɑ̃ ’plɑ̃ŋkən dəz i dul]
rapporteur, attacher une planche à ton trou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
🔗 Du-mañ e oa graet se, e oa laket ur c'hozh pres, ha neuze ur plankenn, ha neuze e vije un toull e-barzh ar c'hreiz, evel-just, ha e oa ur c'helorn, ha e oa... propr e oa. Evel-se e oa propr.
[’dymã wa gwɛ ’ze - wa ’lakə ’hos ’pɹes - a nœe̞ ’plãŋkən - a nœe̞ viʒe n’tul ba ’hɹɛjs wɛl’ʒyst - a wa ’helɔɹn - a wa ’pɹɔp wa - vəse wa ’pɹɔp]
Chez nous on avait fait ça, il y avait une vieille armoire, et alors une planche, et il y avait un trou au milieu, bien sûr, et il y avait un seau, et c'était... c'était propre. Comme ça c'était propre.
Toilettes sèches avant l’heure...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Prad, o chom e Lannuon, marvet e 2017.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 hag e vije frotet soavon warnañ ha neuze e vije frotet ken e findaone, goude e vije kannet deus ar stank neuze, hag eñ a oa ur plankenn hag a oa lufr
[a viʒe ’fʁo̞təd ’zɑ̃wõn waʁnɑ̃ a ’nœ:e viʒe ’fʁo̞tə ken vin’dɑ̃wne ’gu:de viʒe ’kɑ̃nə dəs stɑ̃ŋg ’nœ:e a hẽ̞: wa ’plɑ̃ŋkən a wa lyf]
et on frottait du savon dessus et alors on frottait tellement que ça bardait, après on lavait au lavoir alors, et ça c'était une planche qui était lisse
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 plankenn ar skoaz
[’plɑ̃ŋkən skwɑ:]
l'omoplate
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e-tal ar plankenn
[tɑl 'plɑ̃ɳkən]
à côté de la planche [bordure, aux boules]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall e vije ar mevel o kousket 'ba ar marchosi, graet un tamm karrez koad eno dezhañ, 'ba ur c'horn bennak aze, « touf ! », pevar bemp plankenn aze, daou pe dri a-hed, daou pe dri a-dreuz ha mat, un tamm plouz 'ba ar foñs ha neuze un tamm... un tamm golc'hed pell warnañ ha mat
[gwe'ʒɑl viʒe 'mewəl 'kuskə bah maɹ'ʃosi gwɛt tɑ̃m 'kɑɹe kwɑd e:no deɑ̃ bah hɔɹn bə'nɑ:g 'ɑ:he tuf 'pɛwaɹ bɛm 'plɑ̃ŋkən 'ɑ:he do̞w pe dɾi he:t a do̞w pe dɾi dɾœ:z a mɑ:t tɑ̃m plu:z waɹ vɔ̃:z a 'nœ:he tɑ̃m tɑ̃m 'hɔlhat pɛl waɹnɑ̃ a mɑ:t]
autrefois, le domestique dormait dans l'écurie, on lui faisait un petit carré de bois dedans, dans un coin là, « touf ! », quatre cinq planches là, deux ou trois en long et deux ou trois en travers et c'est bon, un peu de paille au fond et alors un peu... une petite couette de balle dessus et c'est bon
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ma kavet... amañ e oa un nor a-drek ivez, peogwir e oa serret deus an diabarzh gant ur morailh, hag ur plankenn a-drek
[ma kɑ:d ’ɑ̃mɑ̃ wa no:ɹ dɾeg ie py’gy:ɹ wa ’zɛɹət təz dia’bɑɹs gɑ̃n ’mo:ɹɑʎ a ’plɑ̃ŋkən dɾek]
j'avais trouvé... ici il y avait une porte derrière aussi, puisqu'elle était fermée de l'intérieur avec un verrou, et une planche derrière
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ur plankenn
[ə ’plɑ̃ŋkən]
une planche
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 plankenn troc'hañ bara
blankeun trohan bara
[blãkən tʁohã baʁa]
planche à couper le pain
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 plankenn bara
plankeun bara
[plãkən baʁa]
planche à pain [désigne la planche suspendue au-dessus de la table qui servait à ranger le pain, le rendant ainsi hors de portée]
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 plankenn
plankeun
[plãkən]
planche
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Julien
-
🔗 plankenn
plankeun
[plãkən]
planche
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 E heskenn 'nea evel un daol plat, ha e oa... heu, penaos, an hini a droc'he a oa evel ur plankenn ma kerez, evel un heskenn bras, petra, un heskenn ront ma kerez, ha honnezh a deue en-dro, ha e vije gant e blankenn, e vije gant e vachin eno gant e blankenn eno, o vountañ anezhe e-barzh evel-hemm.
[i ’e̞skən nea vɛl ən dol’plat a wa ø pənoːs ə’niː ’dʁɔhe wa vɛl ’plãŋkən ma’keəs vɛl ən ’e̞skən ’bʁaːs pʁa vɛl ən ’e̞skən ’ʁõn ma’keəs – a ’hõː de n’dʁoː a viʒe gãn i ’blãŋkən viʒe gãn i ’vaʃin eno gãn i ’blãŋkən eno – ’vutã ’ne̞ː baʁz və’lɛm]
Sa scie [circulaire] avait comme une table plate, et heu... comment... ce qui coupait était comme une planche si tu veux, comme une grande scie, une scie ronde si tu veux, et elle tournait, et il était avec sa planche, avec son machin là avec sa planche, et il les poussait dedans comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met an daol a oa aze bepred ha e vije pozet ur plad warni da walc'hiñ ar vaisselle, ha neuze e oa... e vijent laket da didourañ goude pelloc'h war ar plankenn quoi.
[mɛ ’doːl wa ahe ’bɔpət a viʒə ’poːzə ’plaːd ’waʁni də ’walhi vɛsɛːl – a ’nœhe wa – viʒɛŋ ’lakə tə di’duːʁã ’guːde ’pɛlɔh waʁ ’plãŋkən kwa]
Mais en tout cas, la table était là, et on y posait un plat pour laver la vaisselle, et alors on les mettait à égoutter ensuite plus loin sur la planche.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 graet gant plenken, plankenn
[gwɛd gɑ̃n ’plɛ̃kən ’plɑ̃ŋkən]
faite avec des planches, une planche
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. Digourdi int 2. Ya, war ur plankenn ledan !
[1. de’gurdi iɲ 2. ja war ’plɑ̃ŋkən ’le:dən]
1. Ils sont dégourdis. 2. Oui, sur une large planche [iron., dégourdis uniquement en apparence] !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 digourdi int war ur plankenn ledan !
[de’gurdi iɲ war ’plɑ̃ŋkən ’le:dən]
ils sont dégourdis sur une planche large [iron., dégourdis uniquement en apparence] !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 digourdi e vefont war ur plankenn ledan
[di’gurdi vɔ̃ɲ war ’plɑ̃ŋkən ’le:dən]
ils seront dégourdis sur une large planche [iron.]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi