Klask
« poezon »
Frazennoù kavet : 20
-
👂 🔗 Ha Fañch da... da adretorn da Breheg c'hoazh kwa. Eñ oc'h arriout 'ba Breheg aze. Oc'h arriout douzh eu... ar porzh mor aze. « Oc'hola ! Nom de Diou ! N'eus ket ken takenn ebet 'ba ar mor amañ ! Oh, poezon pesketaer ! Eñ 'neus gwerzhet tout an dour mor-se aze ! Ha graet fortun gant tout e dour mor... Eñ zo o chom 'ba ur c'hastell bennak aze, ha lan a vonae en-dro dezhañ, emezañ ! »
[ˈbʁeˑe̞k - ˈbʁeˑe̞k]
Et Fañch était... était encore retourné à Breheg quoi. Il arriva à Breheg là. En arrivant de euh... du port là. « Oh, là ! Nom de Diou ! Il n'y a plus une goutte dans la mer ici ! Oh, poison de pêcheur ! Il a vendu toute cette eau de mer-là ! Et il a fait fortune avec toute son eau de mer... Il habite dans un château quelconque là, et plein de monnaie autour de lui, dit-il ! »
Plouha
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 me 'ma lakeet poezon, n'onn ket pet sort ha 'rae hini ebet, hag a-benn ar fin gant ma niz 'meus bet hini all, hag eñ a oa deut a-benn dioute, evuruzamant
[ˌme ma laˈkeˑɛt ˈpweːzɔ̃n - ˌnɔ̃ kə ˈpeˑt sɔɹt a ɹɛ ˈhiːni ˌbet - a be̞nˈfin gɑ̃n mə ˈniːz møz ˌbe hini ˈɑl - a ˌhẽ wa ˌdœd ˈbe̞n ˌdɔ̃te̞ - evyɹyˈzɑ̃mɑ̃n]
moi j'avais mis du poison, je ne sais combien de sortes et aucun ne faisait, et pour finir j'en ai eu un autre par mon neveu, et lui en était venu à bout [des rats], heureusement
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh zo poezon d'al lapined, evel-se e vije lâret hañ, diwar eñ e varvent, « mouron »
[hẽ̞:s so 'pwe:zɔ̃n də la'pi:nət və'se viʒe 'lɑ:ɹəd ɑ̃ diwaɹ ẽ̞ 'vɑɹwɛɲ 'mu:ɹɔ̃n]
celui-là c'est un poison pour les lapins, c'est comme ça qu'on disait, ils en mourraient, « mouron [rouge] »
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ma lavaran sakre poezon dit, n'onn ket hag-eñ e oari petra a vo. Ma lavaran sakre poezon dit...
Si je te dis : sacré poison [= salaud], je ne sais pas si tu sauras ce que c'est.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Sakre poezon.
[sakʁe 'pweːzõn]
Sacré poison. [insulte]
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 Poezon lous !
pwézon-n louz !
[ˈpwezɔ̃n luːz]
Sale vaurien !
Gant : plac'h, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 Teod ar c'hazh zo poezon, ha teod ar c'hi zo daouarn medesin.
Tèweut haz zo pwézo-n, A tèweut hi zo dowo-n moedoesi-n.
[tɛwət haz zo pwezon] [a tɛwət hi zo dowon mœdœsin]
La langue du chat est un poison et celle du chien vaut les mains d'un médecin.
Du coq à l’âne Le chasse-Marée / ArMen Daniel Giraudon (P.195) : "[…] Teod ar c’hazh zo poezon / Teod ar c’hi zo medesin, la langue de chat est un poison, celle du chien, un remède."
Gant : Mariannick ar Bihan, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 poezon
pwézon-n
[pwezõn]
poison
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 poezon
pwézon
[pwezon]
poison
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 laezh-bleiz, barzh ar parkoù, bord an hentoù, 'barzh al lec'h umid. Laezh zo 'barzh : poezon eo. Fleur melen eo al laezh-bleiz. Eñ zo tamm bihan memes ras gant laezheged.
lèz blèy, Bar parko, bord nicho, bar lèc'h umid. Lèz è bars : pwézon è. Fleur méleun è lèz blèy. E zo tan-m bieun mon-meus ras gan-n lèzégeut.
[lɛz blɛj] [lɛz ɛ baʁs pwezon ɛ] [flœʁ melən ɛ lɛz blɛj] [e zo tãm biən mõmøs ʁas gãn lɛzegət]
euphorbe, dans les champs, au bord des routes, dans les lieux humides. Il y a du lait dedans : c'est un poison. Les fleurs sont jaunes. C'est un petit de la même espèce que le laiteron.
Herve Seubil : laezh-bleiz : euphorbe "Louzaouenn a ro laezh, met ampoezon eo !"
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Fleur an hañv a vez sukret un tamm bihan, mat int da debriñ. N'eo ket poezon.
Fleur nan vé sukeut tan-m bieun, mad i-n de dibi. Nè ke pwézo-n.
[flœʁ nã ve sykət tãm biən mad in də dibi nɛ kø poezon]
Les primevères sont un peu sucrées, elles sont bonnes à manger ça n'est pas un poison
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Gi zo poezon evit ar saout.
Gi zo pwézo-n wit zowt.
[gi zo pwezon wit zowt]
Le gui est un poison pour les vaches.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Teod kazh zo poezon ha teod ki zo kap da gwellaat.
Tèwot de haz zo pwézon-n a tèwot de hi zo kap de gwèaat.
[tɛwot də haz zo pwezõn a tɛwot də hi zo kap də gwɛa:t]
La langue du chat est un poison et celle du chien peut guérir.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 1. met aze zo laket... 'ba eu... treujennoù eu... hent-houarn, hag ar re-se zo... met ar re-se zo poe... poezon ! lâret 'ma dezhe, « n'it ket d'ober se, emezon-me ! », nom de dieu ! 2. ar re-se zo koad tretet 1. tretet ya, hag a-wechoù e vezez... memes an deizioù all aze, pa oa izel an dour, bremañ eo savet un tamm, e vije gwelet un tamm kramenn eu... kramenn eu... eoul ha... hoñ n'eo ket mat d'evañ
1. [mɛd ˈɑhe zo ˈlɑkəd - bah ə - tɹœˈʒeno ə ˌhɛnˈhuˑaɹn - a ˈɹee zo - mɛ ˈɹee zo pwe ˈpweːzɔ̃n - ˈlɑː ma de̞ - ne kə do̞ˑɹ ze ˈmɔ̃me̞ ...] 2. [ˈɹee zo kwat ˈtʁe̞tət] 1. [ˈtʁe̞təd ja a ˈweːʒo ve̞ˑs - ˈmɛməz ˌndejo ˈɑl ˌɑhe - pə wa ˈiːzə ˈnduːɹ - ˈbomɑ̃ e̞ ˈzɑːvə ntɑ̃m - ˌviʒe ˈgwe̞ːlət tɑ̃m ˈkɹɑ̃mən ə - ˈkɹɑ̃mən ə - ˈiwul a - ˈhɔ̃ ne̞ kə mɑˑd ˈdeːvɑ̃]
1. mais là on a mis... dans euh... des traverses euh... de chemin de fer, et celles-là sont... mais celles-là sont du poi... poison ! je leur avais dit, « n'allez pas faire ça dis-je », nom de dieu ! 2. celles-là c'est du bois traité 1. traité oui, et parfois tu es... même ces jours-ci là, quand l'eau était basse [fontaine], maintenant elle est remontée un peu, on voyait une petite pellicule de... une pellicule de... huile et... elle n'est pas bonne à boire
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah, eñ zo memes poezon, n'eo ket da ?
[a: hẽ̞: zo 'mɛməs 'pwɛ:zɔ̃n nɛ kə da]
ah, ça c'est le même poison, n'est-ce pas ?
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 teod ar c'hi zo medesin, teod ar c'hazh zo poezon
['tɛwəd hi: zo mœ'dœsin 'tɛwəd hɑ:s so 'pwɛ:zɔ̃n]
la langue du chien est médecine, la langue du chat est poison
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 poezon
['pwe:zɔ̃n]
garce, salope
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kar da gentañ e oa ur poezon ar produioù... al louzouioù-se ne oant ket mat
[kar da 'gentɑ̃ wa 'pwɛ:zɔ̃n ə pro'dɥijo lu'zojo ze wɑ̃ɲ cə mɑ:t]
car au début c'était un poison ces produits... ces produits chimiques-là n'étaient pas bons
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 kae d'ar gêr poezon !
[kɛ də ge̞:r 'pwe:zɔ̃n]
[pour chasser les chiens] va à la maison, sale cabot, sale bête !
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lakat louzoù dezhe, lakat poezon dezhe
[’lɑkə ’lu:zu dɛ: ’lɑkə ’pwe:zɔ̃n dɛ:]
leur mettre du produit, leur mettre du poison [les souris]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi