Klask
« pozet »
Frazennoù kavet : 25
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 ha goude e oan bet evit paeañ, pozet ma bortemonae war... war...
[... - ˌbɔɹtəˈmõˑne̞ ... - ...]
et après je m'apprêtais à payer, [j'avais] posé mon portemonnaie sur... sur...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 hag e oa aet da gerc'hat ur sailhad jistr, ha 'na... ha 'na pozet ar sailhad jistr war an daol, ha serret an nor, « bremañ, emezañ, ec'h efet a-raok pa 'po videt anezhañ ! », hag e oa an eil o vomisañ war egile goude o tont er-maez !
[...]
et il avait été chercher un seau de cidre, et il avait... il avait posé le seau de cidre sur la table, et fermé la porte, « maintenant, dit-il, vous partirez quand vous l'aurez fini ! », et ils se vomissaient les uns sur les autres après en sortant !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol ar Yelleg, ganet e 1939 e Lezardrev, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Lezardrev / Planiel.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 War... war hanter-roud d'an Enez Maodez, zo... zo ur garreg, hag a... ur garreg vras evel-se. Ha zo... ur pezh garreg all, memes jeu evel un daol, keit hag ac'hann bepred... d'ar machin aze. Ha... ha... ha tev evel-se. Ha pa arri ar mor dindan... dindan... dindan ar garreg-se, ma vez houl ! ma vez houl... Ar gar... ar garreg-se zo pozet war... war ur garreg all. Met piv 'neus pozet anezhi aze ?
[...]
A... à mi-chemin de an Enez Maodez, il y a... il y a un rocher, qui... un grand rocher comme ça. Et il y a... un autre grand rocher, pareil qu'une table, aussi long quand même que d'ici... au machin là. Et... et... et épais comme ça. Et quand la mer arrive en dessous... en dessous... sous ce rocher-là, s'il y a de la houle ! s'il y a de la houle... Ce roch... ce rocher-là est posé sur... sur un autre rocher. Mais qui l'a posé là ?
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 ha neuze amañ 'tea... 'tea bijer teurgnet, amañ, war... 'ba ar gabared-se, ha 'ba honnezh e vije pozet ar gwer, amañ
[... - ... ˌbiˑʒəꝛ ˈtœɹɲət - ... - ... - ...]
et alors ici tu avais... des bâtonnets tournés, ici, sur... dans ce vaisselier-là, et on posait les verres dedans, ici
Gant : Jermeñ Jaffre, ganet e 1933 e Pederneg, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar merc'hed a vije oc'h ober stamm aze hag eu... un tamm lutig war... hag ar reoù all a vije pozet war an daol ha neuze pep hini a dape e hini hag a dorre... dorre an troad, darn anezhe a oa hir kwa, hag aze goude neuze, ar re-se a vije kaset da di ar c'hordenner d'ober... d'ober... d'ober kerden
['mɛɹhɛd viʒe ho̞:ɹ stɑ̃m 'ɑ:he ag ə gɑ̃n tɑ̃m 'lutiɟ waɹ a ɹe al viʒe 'po:zəd waɹ do:l a 'nœ:he po'pi:ni 'dɑpe i 'hi:ni a 'doɹe 'doɹe twɑ:t dɑɹn nɛ: wa hi:ɹ kwa ag 'ɑ:he 'gu:de 'nœ:he ɹee viʒe 'kɑsəd di hɔɹ'dɛnəɹ do̞:ɹ do̞:ɹ do̞:ɹ 'kɛɹdən]
les femmes faisaient du tricot là et euh... une petite lumière sur... et les autres étaient posés sur la table et alors chacun prenait le sien et cassait... cassait le pied [de chanvre], certains d'entre eux étaient long quoi, et là après alors, ceux-là on les acheminaient chez le cordelier pour faire... faire... faire des cordes
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha me a oa o kerc'hat brik gant ar c'hamion, a-vuzur ma gerc'hen pemp paletenn vrik, a-benn e vijen arri en-dro, a-benn neuze e vijent pozet tout, e oant pevar, hag e lakeen pemp paletenn e-barzh, tri c'hant brikenn a vije 'ba ar c'hamion bep tro, a-vuzur ma 'h aen da gerc'hat e diskargen anezhe, advont da gerc'hat ur garg all, a-benn neuze e vije videt ar garg kentañ
[a me wa ’kɛɹhə bɾik gɑ̃n hɑ̃’mi:ɔ̃n vyzyɹ ma ’gɛɹhən pɛm pa’lɛtən vɾik bɛn viʒɛn ɑj dɾo bɛn ’nœ:he viʒɛɲ ’po:zət tut wɑ̃ɲ ’pɛwaɹ a la’ke:ɛn pɛm pa’lɛtən bɑɹs tɾi hɑ̃n ’bɾikən viʃe bah hɑ̃’mi:ɔ̃n bop tɾo vyzyɹ ma hɛn də ’gɛɹhət dis’kɑɹgɛn nɛ ’hɑdvɔ̃n də ’gɛɹhəd gɑɹg al bɛn ’nœ:he viʒe ’vi:dət gɑɹg ’kentɑ̃]
et moi j'allais chercher des briques avec le camion, à mesure que j'allais chercher cinq palettes de briques, lorsque je revenais, pour alors elles étaient toutes posées, ils étaient quatre, et je mettais cinq palettes dedans, il y avait trois cent briques dans le camion à chaque fois, à mesure que j'allais en chercher je les déchargeais, repartir chercher un autre chargement, pour alors le premier chargement était vidé
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pozet
['po̞:zət]
immobilisé
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Chantal Jaffre, o chom e Bear, tud bet ganet e Benac'h.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a oa... c'hoant te d'en em diskwel, e oare galleg kwa ha 'na ankouaet e vrezhoneg, n'houle ket kaozeal brezhoneg pa oa arri hag evel a lârez, 'na pozet e droad war ur rastell ha deut ar rastell en-dro war e vizaj, « hola, gast a rastell ! » emezañ
[hẽ̞: wa hwɑ̃n te də nɔ̃n ’diskwɛl ’wɑ:ɹe ’gɑlɛk kwa a na ɑ̃ŋ’kwɑ:d i vɹe̞’zɔ̃:nək ’nu:le kə ko’ze:əl bɾe̞’zɔ̃:nək pe wa ɑj a wɛl ’lɑ:ɹe̞z na ’po:zəd i dwɑ:d waɹ ’ɹɑstəl a dœd ’ɹɑstəl dɾo: waɹ i ’vi:ʒəs ’hola gɑst ə ’ɹɑstɛl meɑ̃]
il était... voulait se montrer, montrer qu'il savait le français quoi et qu'il avait oublié le breton, il ne voulait pas parler breton quand il était arrivé et comme tu dis, il avait posé le pied sur un râteau et il lui était revenu dans le visage, « hola, putain de râteau ! » dit-il
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 en ur vont da lakat kerc'h d'e hini 'na pozet e dorn war revr ar gazeg
[nɔ̃n vɔ̃n tə 'lɑkə kɛrh di 'hini na 'po:zəd i dɔrn war rɛ:r 'gɑ:zɛk]
tout en allant donner de l'avoine à la sienne, avait posé sa main sur le cul de la jument
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma vijent dishouarn neuze e vije ret plegañ an troad un tamm, xxx (?) un tamm, pozañ anezhañ, neuze e vije ruzet un houarn, neuze e vije pozet warnañ da rouzañ anezhañ un tamm ha neuze e vije d'ober tachañ anezhañ
[ma viʒɛɲ di'su:aɹn 'nœ:he viʒe ɹɛt 'ple:gɑ̃ ntwɑ:t tɑ̃m ? tɑ̃m po:z neɑ̃ 'nœ:he viʒe 'ɹy:əd 'nu:aɹn 'nœ:he viʒe 'po:zə waɹnɑ̃ də 'ɹu:zɑ̃ tɑ̃m a 'nœ:he viʒe do̞:ɹ 'tɑʃɑ̃ neɑ̃]
si elles étaient sans fer alors il fallait plier le pied un peu, xxx (?) un peu, le poser, alors on rougissait un fer, alors on le posait dessus pour le roussir un peu et alors il fallait le clouer
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Bepred 'deaint pozet mar a gestion din hañ, des questions, ma kerez, reut a-walc'h quoi.
[’bɔpə deaŋ ’pɔzə ’maːʁ gɛ’sjõː ’dĩː ã dɛ kɛsjõː ma’keəs ʁœd’waχ kwa]
En tout cas, ils m'avaient posé beaucoup de questions, des questions assez rudes.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met feiz neuze 'mamp lavaret e oamp chomet da c'hoari war ar bern sabrenn ha pozet al laezh ha faotet al laezh ha feiz e oa karget pezh a oa gallet ober ha feiz kaset anezhañ evel-se.
[mɛ fe nœhe mãm 'laːt wãm 'ʃɔmə tə 'hwaj waʁ bɛʁn'zabʁən a 'po̞zə 'le̞ːz a 'fo̞tə 'le̞ːs a fe wa 'kaʁgə 'pez wa 'galəd 'ɔːɻ a fe 'kasə 'neã vəse]
Mais alors nous avions dit que nous étions resté jouer sur le tas de sable, et que nous avions posé le lait, renversé le lait, ramassé ce que nous avions pu et apporté comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha c'hoazh ur wezh 'meus soñj bepred e oa kaset laezh ribot d'ar skolaerez ha feiz e oa chomet da c'hoari e-tal ar bern sabrenn ha pozet ar pod laezh eno ha feiz e oa faotet al laezh evel just ha e oa serret al laezh un tamm bihan, laket e-barzh ar pod, ha feiz kaset e oa al laezh dezhi.
[a ’hwa ə ’weʃ mø ’ʃõʃ ’bɔpət wa ’kasə le̞z’ʁiːbɔt tə sko’lɛʁəs – a fe wa ’ʃɔmə tə ’hwaj tal bɛʁn’zabʁən a ’pɔzə pud’le̞ːs eno – a fe wa ’fotə ’le̞ːz vɛl’ʒyst a wa ’sɛʁə ’le̞ːs tãm’biən ’lakə bah ’puːt – a fe ’kasə wa ’le̞ːs tɛj]
Et encore une fois je me souviens qu'on avait apporter du lait ribot à l'institutrice, et on était resté jouer à côté du tas de sable. On avait posé le lait là et bien sûr on avait renversé le lait. Alors on l'avait un peu ramassé, remis dans le pot et on le lui avait apporté.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met an daol a oa aze bepred ha e vije pozet ur plad warni da walc'hiñ ar vaisselle, ha neuze e oa... e vijent laket da didourañ goude pelloc'h war ar plankenn quoi.
[mɛ ’doːl wa ahe ’bɔpət a viʒə ’poːzə ’plaːd ’waʁni də ’walhi vɛsɛːl – a ’nœhe wa – viʒɛŋ ’lakə tə di’duːʁã ’guːde ’pɛlɔh waʁ ’plãŋkən kwa]
Mais en tout cas, la table était là, et on y posait un plat pour laver la vaisselle, et alors on les mettait à égoutter ensuite plus loin sur la planche.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha heñ, eñ a vije reut. Eñ a vije reut. Ma vije pozet an dorn warnañ, ha e vije...
[a hẽ ẽ viʒe 'ʁœːt – ẽ viʒe 'ʁœːt – ma viʒe 'pozət n'dɔʁn 'waʁnã – a viʒe]
Et elle [la coiffe] était raide. Si on posait sa main dessus et qu'on...
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ha 'ma graet, ha c'hoazh 'ma pozet anezhe propoc'h evit ar masoner
[a ma gwɛt a hwɑz ma po:z nɛ 'prɔpɔh wid ma'sɔ̃:nər]
et j'avais fait, et encore je les avais posées plus proprement que le maçon
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ma ket bet pozet min ebet gwezh ebet ivez
[ma kə be ’po:zə mi:n be ˌgweʒe’bed ije]
je n'avais jamais posé aucune pierre non plus
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'da graet voaien... 'dea pozet un port provisoire han-se, flottant ! war ar Rhin, hag e oamp tremenet 'ba an tren neuze, 'oa ket ezhomm da... « 'h eomp 'ba foñs an dour »
[da gɛd ’vo̞jən - dea ’po:zəd ... ɑ̃’se ... - waɹ ɹɛ̃ - a wɑ̃m tɾe’me:nəd ban tɾɛɲ ’nœ:he - wa kəd em də - hɑ̃m ba vɔ̃:z ən du:ɹ]
ils avaient trouvé le moyen... ils avaient posé un port provisoire par conséquent, flottant ! sur le Rhin, et nous étions passés en train alors, il ne fallait pas... « nous allons aller au fond de l'eau »
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude pozet war an asied aze, e vez graet desinoù ha tout warnañ
['gu:de 'po:zə war na'siɛt 'ɑhɛ ve gwɛd de'sino a tud warnɑ̃]
après, posé sur l'assiette là, on fait des dessins et tout dessus [beurre]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tennet ar goloenn diwar ar ruskenn ha pozet unan all warni, hag ar c'hos
[’tɛnə go’lo:ən diwaʁ ə ’ʁyskən a ’po:zə nal waʁni a ho:s]
enlevé le couvercle de la ruche et posé l'autre dessus, et le xxx (?) [sorte d'appât]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2