Klask
« predoù »
Frazennoù kavet : 7
-
🔗 1. deus ar beure ec'h evan soixante centilitre 'vat 2. ah ya ? kement-se ? 1. ya 2. hola ! 1. ur pezh bolenn 'meus 2. goude e vezez barrek neuze ! 1. xxx ( ?) 2. gant bara ? 1. oh ! ur vagetenn 'h a ganin a-wechoù 2. ah ya ? 1. me a debr ur bern deus ar beure, ha da... da greistez ha da noz e ran xxx ( ?), kreiztre ar predoù 'vez ket debret, met debriñ mat a ran, xxx ( ?)
1. [dəz ˈbœːʁe ˈheːvɑ̃ ... a] 2. [a ja - keˈmese] 1. [ja] 2. [ˈhoːla] 1. [pez ˈbo̞ːlən møs] 2. [ˈgu ve̞ːz ˈbɑɹɛg ˈnœe] 1. [?] 2. [gɑ̃n ˈbɑːɹa] 1. [o - əʁ vaˈgɛtən ha gəˌnĩ ˈweːʒo] 2. [a ja] 1. [ˈme de̞b ˈbɛɾn dəz ˈbœːɾe - a də - də gɾɛjsˈteː a də ˈnɔ̃ːs ɾɑ̃ ? - ˈkɾɛjstɾe ˈpɾeːʒo ve kə ˈde̞ːbət - mɛ ˈdiːbĩ mɑːd ɹɑ̃ - ?]
1. le matin je bois soixante centilitre 2. ah oui ? tant que ça ? 1. oui 2. hola ! 1. j'ai un grand bol 2. après tu es paré alors ! 1. xxx ( ?) 2. avec du pain ? 1. oh ! je m'enfile une baguette parfois 2. ah oui ? 1. moi je mange beaucoup le matin, et au... à midi et le soir xxx ( ?), entre les repas on ne mange pas, mais je mange bien, xxx ( ?)
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vije koulz ar predoù
[pu ˌviʒe ˌkulz ˈpɹeːʒo]
quand c'était le moment des repas
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e terc'hont da debriñ sukr kreistre... kreistre ar predoù aze
['dɛɹhɛɲ də 'di:bĩ syk kɹɛjste kɹɛjste 'pɾe:ʒo 'ɑ:he]
ils continuent de manger du sucre entre... entre les repas là
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 predoù
préjo
['pʁe:ʒo]
repas
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Un deltenn a vije feurmet d'ober predoù eured, goude koan e vije dañset.
Délteun vijé foermoet dober préjo noeoet, goudé kwan vijé danseut.
['deltən viʒe 'fœʁmœt 'do:bəʁ 'pʁe:ʒo 'nœ:ʁœt 'gu:de viʒe 'dãsət]
Une tente était louée pour faire le repas de noces, après le repas du soir on dansait.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 gouvezout a ra an eur ar predoù ivez
[’gu:ve ra nœ:r ’pre:ʒo ’ije]
il sait l'heure [les horaires] des repas aussi
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Feiz avat da verenn e vije soub. Soub a vije ordin da gomañs, forzh penaos. Tout ar predoù.
Fé hat, de vèrnn vijé zoup. Zoub vijé ordin de gomañs, fors penos. Tout préjo.
Il y avait de la soupe pour le repas de midi. Il y avait toujours de la soupe pour commencer de toute façon. À tous les repas.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal