Klask
« presouer »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 e oa petet an orolaj war ar presouer, an orolaj vihan aze
[wa ˈpetəd noˈɣoˑləʃ waꝛ pɣɛˈsuˑəꝛ - noˌɣoˑləʒ ˈviˑən ˌɑhe]
l'horloge avait pété sur le pressoir, la petite horloge là [baromètre de pression en fait]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha hemañ da droc'hañ eu... ar voudenn, ar voudenn war ar presouer, oh ! 'oaran ket eu... ar gontell, ar gontell da presouer
[a ˈhemɑ̃ ˈdɹo̞hɑ̃ ə - ə ˈvuːdən - ˈvuːdən waɹ pɹɛˈsuːɹ - o waˌɹɑ̃ kəd ə - ə ˈgɔ̃ntəl - ə ˈgɔ̃ntəl də pɹɛˈsuˑɹ]
et celui-ci pour couper euh... la motte, la motte sur le pressoir, oh ! je ne sais pas euh... le couteau, le couteau à pressoir
Gant : Frañsoa Mengi, ganet e 1937 e Lannbaeron, o chom e Lannbaeron, tud bet ganet e Lannbaeron / Perwenan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e vije malet... an avaloù an deiz a-raok, ha lesket un nozvezh evel-se, hag evel-se 'nijent liv, an a... euh... ar chistr, xxx ( ?) e vez malet, darc'het war... war... war ar presouer tout de suite, diouzhtu kwa, ha goude e vez... n'eus ket liv ebet
[ˌviʒe ˈmɑːləd - naˈvɑːlo ˌndeˑ ˈɹok - a ˈlɛskə ˈnɔ̃ːzəs vəˈse - a vəˈse̞ ˌniʒɛɲ ˈliw - na ə - ə ˈʒist - ? ve ˈmɑːlə ˈdɑhə waɹ waɹ - waɹ pɹɛˈsuːɹ ... - dyˈstyː kwa - a ˌguˑde ve - ˌnøs kə ˈliw bet]
on broyait... les pommes la veille, et on laissait une nuit comme ça, et comme ça elles avaient de la couleur, les pom... euh... le cidre, xxx ( ?) sont broyées, balancées sur... sur... sur le pressoir tout de suite, tout de suite quoi, et après c'est... il n'a aucune couleur quoi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 presouer
présour
[pʁesuʁ]
pressoir
Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.
Dastumer : Julien
-
🔗 presouer
présour
[pʁesuʁ]
pressoir
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien