Klask
« rafen »
Frazennoù kavet : 11
-
👂 🔗 kavout a rafen drol gwelet ac'hanout ober a-hend-all !
[...]
je trouverais bizarre de te voir faire autrement [de parler français] !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
🔗 1. ha te 'to petra ? ur bannac'h gwin ? 2. me eo mat dour din, n'evañ ket kalz c'hoazh 1. me, ha me a ev dour 'vat 2. ma vije tout an dud evelton, ar marc'hadourien gwin a rafe faillite 1. oh ben ! ganin-me e rafen ivez ! 2. ya ! 1. ya, me n'evañ ket kalz hañ, met eu... boñ, bezañ zo darn a ra evit ar reoù all hañ 2. bezañ zo reoù all ya, ya
1. [a te to ˈpɹɑ - bɑ̃h ˈgwiːn] 2. [me e̞ ˌmɑˑd ˈduːʁ dĩ - neˈvɑ̃ kə kalz hwas] 1. [me - a me hev ˈduːɹ a] 2. [ma ˌviʒe ˈtun dyd wɛltɔ̃ - ˌmahaˌduˑʁjən ˈgwiːn ˌʁɛfe ...] 1. [o bɛ̃ - geˈnĩme ˌʁɑfɛn ˈie] 2. [ja] 1. [ja - me neˈvɑ̃ kə ˈkɑlz ɑ̃ - mɛd ə - bɔ̃ - ˈbeː zo ˈdɑʁn ʁa wid ʁeˈwɑl ɑ̃] 2. [ˈbe zo ʁeˈwɑl ja - ja]
1. et toi tu prendras quoi ? un coup de vin ? 2. moi de l'eau me convient, je ne bois pas beaucoup encore 1. moi, et bien moi je bois de l'eau 2. si tous les gens étaient comme moi, les marchands de vin feraient faillite 1. oh ben ! avec moi ils feraient aussi ! 2. oui ! 1. oui, moi je ne bois pas beaucoup hein, mais euh... bon, il y en a certains qui font pour les autres hein 2. il y en a d'autres oui, oui
Gant :
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel ti... ti... e-tal... e-tal ma dud-kozh aze, sell petra zo graet dezhañ ! eu... menajerien 'neus karget anezhañ a douar ha... keuneud ha traoù, oh la la ! ma vijen... ma vijen kat da diframmañ anezhañ ma-unan e rafen tennañ tout an traoù brein-se alese
[we̞l ti ti - ˌtɑˑl ˌtɑˑl mə ˌdytˈkoːz ˌɑhe̞ - ˌsɛl ˈpɹɑ zo ˌgwɛ ˈdeˑɑ̃ - ə - ˌmenaˈʒɛjɛn nøs ˈkɑɹgə ˌneˑɑ̃ ˈduˑaɹ a - ˈkœ̃ːnəd a ˈtɾɛw - ˈolala - mə ˌviʒɛn mə ˌviʒɛn ˈkɑd diˈfɹɑ̃mɑ̃ ˌneˑɑ̃ məˈyˑn ˌɹɑfɛn ˈtɛnɑ̃ ˌtun tɾɛw ˈbɹɛɲ ze ˈlese]
comme [le chemin] chez... chez... à côté... à côté de mes grands-parents là, regarde ce qu'il lui ont fait ! euh... des agriculteurs l'ont rempli de terre et... de branchages et tout, oh la la ! si j'étais... si je pouvais le démonter toute seule je lui ferai enlever toutes ces choses pourries
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ah ya ! krediñ a rafen ya !
[a ja - ˌkɹiːdĩ ˈɹɛfɛn ja]
ah oui ! je croirais volontiers oui [que ça se trouve là] !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
🔗 ma ne rafen ket e lârfen dit
[ma 'rafɛn kəd 'lɑ:rfɛn dit]
si je ne le faisais pas je te le dirais
Gant : Michel ar Bihan, ganet e Bear e Bear, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 feiz, pa vez hunvreet, ne oaren ket just a-walc'h petra a rafen c'hoazh, ordin 'ma bet hunvreet
[fe: pe ve hyn’ve:əd ’wɑ:ʁɛŋ kə ˌʒystə’wɑh pʁa ʁefen hwɑs ɔʁ’di:n ma be hyn’veət]
ma foi, quand on rêve, je ne savais pas justement qu'est-ce que je ferais encore, j'avais toujours rêvé
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'da lâret din « na petra a larfes diou... din emezi, ma tigouezhfe din mervel a-benn eizhtez amañ – ya met n'it ket da lâret se emezon-me, n'it ket da lâret se – ha petra a rafes te ? – petra a rafen me emezon-me ? feiz, chom da gousket emezon-me, daou... daou pe dri devezh emezon-me, a-raok ec'h afen a-raok emezon-me e rafen daou dortad emezon-me
[a da 'lɑ:ʁəd dĩ na pʁɑ 'lɑʁfɛs diw dĩn mɛj ma di'gwefe dĩ 'meʁwəl bɛn 'ɛjste 'ɑ̃mɑ̃ - ja mɛ ne kə də lɑ:r se 'mɔ̃mɛ ne kə də lɑ:r se - a pʁɑ 'ʁɛfɛs te - pʁɑ 'ʁɛfɛn me 'mɔ̃mɛ fe ʃɔm də 'guskə 'mɔ̃mɛ dɔw dɔw pe dɾi 'dewəs 'mɔ̃mɛ ʁo:k hɛfɛn ə'ʁo:g 'mɔ̃mɛ 'ʁɛfɛn dɔw 'dɔɾtəd 'mɔ̃mɛ]
et elle m'avait dit « qu'est-ce que tu me dirais, dit-elle, s'il m'arrivait de mourir d'ici huit jours ? – oui mais n'allez pas dire ça dis-je, n'allez pas dire ça – et que ferais-tu ? – que ferais-je dis-je ? ma foi, rester dormir dis-je, deux... deux jours ou trois, avant que je ne partes [meures] dis-je, je prendrais deux cuites dis-je
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 ya, arriout a rafen marteze
[ja ɑj a ’rafɛn ma’tehe]
oui, j'arriverais [je réussirais] peut-être
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ya met ro a rafen dezhe un tamm bihan a-raok. Bep a damm a-raok bepred. Bepred e rofen dezhe bep a damm a-raok.
[ja mɛ 'ʁo ə 'ʁafɛn dɛ tãm 'biːən 'ʁoːk] [bob ə dãm 'ʁoːk 'pɔpət] ['bɔpət 'ʁɔfən dɛː bɔb ə 'dãm 'ʁoːk]
Oui mais je leur donnerais un petit morceau avant. Un morceau à chacun avant en tout cas. En tout cas je leur donnerais un morceau à chacun avant.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 o ! a-hend-all ne rafen ket ivez, ma evfen kafe aze bremañ da bemp eur, neuze ne gouskfen ket goude
[o ’hɛndal ’rafɛn kəd ’ije ma ’hef:ɛn ’kɑfe ’ɑhe ’bremã də ˈpe̞mbəʴ ’nœ:he gusk’fɛŋ kə ’gu:de]
oh sinon je ne ferai pas non plus [dormir], si je buvais du café là maintenant à cinq heures, alors je ne dormirais pas après
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 feiz, pa vez hunvreet, ne oaran ket just a-walc'h petra a rafen c'hoazh, ordin 'ma bet hunvreet
[fe: pe ve hyn’ve:əd ’wɑ:ʁɛŋ kə ˌʒystə’wɑh pʁa ʁefen hwɑs ɔʁ’di:n ma be hyn’ve:ət]
ma foi, quand on rêve, je ne savais pas justement qu'est-ce que je ferais encore, j'avais toujours rêvé
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi