Klask
« rasket »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 me e oan xxx ( ?), 'ma derc'het da ruzañ anezhi, 'ma derc'het da ruzañ anezhi, met retard a oa 'ba... 'ba ma skol kwa ! ma sertifikad 'ma ket bet, peogwir e oan rasket, 'oan ket rasket gant ar gontell vras met 'ma ket kapasite kwa ! ingal zo ! me a derc'h da vont bepred, evel e oan
[... - ... - ma sɛ̃jtiˈfikə ... - ... ˈɣɑskəd gɑ̃n ˌgɔ̃ntəl ˈvɣɑˑs ... - ...]
moi j'étais xxx ( ?), j'avais continué de me traîner, j'avais continué de me traîner, mais [j'avais] du retard dans... dans mon parcours scolaire quoi ! je n'avais pas eu mon certificat, puisque j'avais été recalé, je n'avais pas été raclé avec le grand couteau mais je n'avais pas de capacité quoi ! peu importe ! je continuais d'avancer, comme j'étais
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an deiz e oamp oc'h ober hom fask xxx ( ?), e oan... oan bet rasket, ya ! abalamour n'ouvezen ket ma c'hatechist ! ma m... ma mamm a oa... oa aet da c'harmat, da welet ar person, « memestra... emezi », hoñ 'da mezh !
[...]
le jour où nous faisions notre communion xxx ( ?), j'avais... avais été recalé, oui ! parce que je ne savais pas mon catéchisme ! ma m... ma mère était... était allée pleurer, pour voir le curé, « quand même... dit-elle », elle avait honte !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
🔗 e vije skaotet ha rasket goude
[viʒe 'skotət a 'ʁɑskəd 'gu:de]
on l'ébouillantait et on le raclait [porc]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met da gentañ e vije skaotet gant... gant dour tomm, e vije... e vije... e vije ret din... hag eñ a lâre pe da beder eur pe da bemp eur hag e vije skoet eu... daouzek kelorniad dour 'ba ar chaodourenn, hini tomm, met goude e oa aezet dezhe, goude... goude 'da bet ur voutailhad gaz et après ur chalumo da... da... da deviñ ar reun, da deviñ ar reun ha da deviñ ar blev warnañ, ha goude... goude e vijent rasket, rasket aze
[mɛ də ’gentɑ̃ viʒe ’skotət gɑ̃n gɑ̃n du:ɾ tɔm viʒe viʒe viʒe ʁɛd dĩ a ẽ: ’lɑ:ʁɛ pe də be’dɛʁəʁ pe də ’bɛmbəʁ a viʃe ’sko:əd ə ’do̞wzək ke’lɔʁɲə ’du:ʁ ma ʃo̞w’du:ʁən ’hi:ni tɔm mɛ ’gu:de wa ’ɛ:zɛd dɛ: ’gu:de ’gu:de da bed ə vu’tɑjə gɑ:z e apʁɛ ə ʃa’lymo də də də ’dɛwĩ ɾœ:n də ’dɛwĩ ɾœ:n a də ’dɛwĩ ə blɛw waʁnɑ̃ a ’gu:de ’gu:de viʃɛɲ ’ɾɑskət ’ɾɑskəd ’ɑ:he]
mais après on l'ébouillantait [cochon] avec... avec de l'eau chaude, je... je... je devais... et il me disait à quatre ou cinq heures et on mettait eu... douze seaux d'eau dans le chaudron, de la chaude, mais après c'était plus facile pour eux, après... après ils avaient eu une bouteille de gaz et après un chalumeau pour... pour... pour brûler le crin, pour brûler le crin et pour brûler les poils dessus, et après... après ils étaient raclés, raclés là
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 rasket
['raskət]
recalé, éliminé
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze lazhet ar c'hochon, neuze e veze staget ha neuze goude e veze rasket tout-naet aze gant dour... dour tomm a veze skoet warnañ, a-benn neuze da raskañ tout e c'hroc'hen, lakat anezhi prop
[viʒe 'lɑhə 'hoʃɔ̃n 'nœhe viʃe 'stɑ:gət a 'nœhe 'gu:de viʃe 'rɑskət tut'nɛd 'ɑhe gɑ̃n du:r viʒe 'skoə du:r tɔm warnɑ̃ bɛn'nœhe də 'rɑskə tud e 'hrɔhən 'lɑkə nɛj prɔp]
on tuait le cochon, alors on l'attachait et après alors on raclait tout proprement là avec de l'eau... on jetait de l'eau chaude dessus, pour alors racler toute sa peau, la mettre propre
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi