Klask
« rastellerez »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 1. eu... pa oamp arri amañ, e oa douar abandonet, hag e oa ur park 'ba Kerello aze xxx ( ?), en tu all d'ar vilajenn, ha 'ma tremenet anezhañ peder gwech gant kezeg d'ar c'houlz-se, gant an drañcherez, ha 'vije ket gwelet tamm douar ebet c'hoazh, nann, nemet begoù fisel da krec'h aze, hein ?! 'ba... 'ba an hed-se apeupre, ha goude 'ma serret anezhe gant ar rastellerez foenn, ya 'vat 2. met bremañ 'vez ket gwelet ar sort-se kalz 1. nann, nann, nann, hag e vije lâret 'oa ket sañset da serriñ anezhe, met daon ! pa vije re, 'vije ket moaien da bakañ anezhe goude, goût a oarez, ivez, yeot ya, ya, just ya, ya, fisel a vije graet dioute kua, fisel ya, ya, ah ya ! hir, an traoù a oa hir gwelet a rit, ah ya 'vat ! met eñ... eñ a oa kap da diwadañ an douar hein ! ha... ha 'oa ket peuriñ mat d'ar saout koulskoude, daon nann ! daon nann ! nann, nann, nann, nann, ul louzaouenn fall
1. [ə - pe wɑ̃m ˌɑj ˈɑ̃mɑ̃ - wa ˈduˑaɹ ɑ̃bɑ̃nˈdɔ̃ːnət - a wa ˈpɑɹg bah ke̞ˈɹe̞lo ˌɑhe ? - tyˈɑl də viˈlɑːʒən - a ma tɹeˈmeːnə ˌneˑɑ̃ peˈdɛɹ gweʃ gɑ̃n ˈkeːzɛk də ˈhuls se gɑ̃n dɹɛ̃ˈʃeːɹəs - a viˌʒe kə ˌgwe̞ˑlə tɑ̃m ˈduˑaɹ be ˈhwɑs - nɑ̃n mɛ ˌbeˑgo ˈfisəl də ˈkwex ˌɑhe - ɛ̃ - bah bah ˈneːt se apøˌpɹɛ - a ˌguˑde ma ˈzɛɹəd ˌne̞ˑ gɑ̃n ɹasteˌleˑɹəs ˈfwɛn - ja ha] 2. [mɛ ˈbɹœmɑ̃ ˌve kə ˌgwe̞ˑlə ˈsɔɹse kɑls] 1. [nɑ̃nɑ̃nɑ̃n - a ˌviʒe ˈlɑˑɹəd ˌwa kəd ˌsɑ̃səd də ˈzɛˑĩ ˌne̞ˑ ˌiˑe mɛ ˈdɑ̃w pe ˌviʒe ˈɹe - viˌʒe kə ˌmo̞jən də ˈbɑkɑ̃ ˌne̞ ˈguˑde ˈguːd ə ˌwɑˑɹe̞s - ˌiˑe - ˈjɛwɔd ja - ja ʒyst ja ja - ˈfisəl viʒe ˌge̞t ˈtʲɔ̃te̞ kya - ˈfisəl ja ja - a ja - ˈhiˑɹ ən ˈtɾɛw wa ˈhiːɹ ˈgwe̞ˑl ə ɹet - a ja ha mɛ ˌhe̞ - ˌhe̞ wa ˈkɑp tə diˈwɑːdɑ̃ ˈnduˑaɹ ɛ̃ - a a ˌwa kə ˌpœˑɹĩ ˈmɑːt tə ˈzo̞wt kusˈkuːde - dɑ̃w nɑ̃n dɑ̃w nɑ̃n - nɑ̃nɑ̃n nɑ̃nɑ̃n - ə luˌzuˑən ˈvɑl]
1. euh... quand nous étions arrivés ici, c'était des terres abandonnées, et il y avait un champ à Kerello là xxx ( ?), de l'autre côté du village, et je l'avais passé quatre fois avec des chevaux à cette époque-là, avec le diable, et on ne voyait pas le moindre morceau de terre encore, non, seulement des bouts de xxx ( ?) vers le haut, hein ?! de... de cette longueur-là à peu près, et après je les avais ramassés avec la faneuse, mais oui 2. mais maintenant on ne voit plus cette sorte-là 1. non, non, non, et on disait qu'il ne fallait pas les ramasser en principe, mais dame ! quand il y en avait trop, on ne pouvait pas les éliminer après, tu sais bien, aussi, de l'herbe oui, oui, juste oui, oui, « ficelle » qu'on les appelait oui, « ficelle » oui, oui, ah oui ! longs, ils étaient longs voyez-vous, ah mais oui ! mais ça... ça pouvait épuiser la terre hein ! et... et ce n'était pas une bonne pâture pour les vaches pourtant, dame non ! dame non ! non, non, non, non, une mauvaise herbe
???
Gant :
– Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.
– Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.Dastumer : Tangi
-
🔗 ar rastellerez zo an oustilh da lakat ar foenn e rigennoù, a-c'hiz-kozh e oa se.
Rastéléreus zo noustil de lak voèn ridiéno, his koz wa zé.
[ʁasteleʁəs zo nustij də lak vwɛn ʁidjeno his koz wa ze]
La râteleuse est un outil pour mettre le foin en rang, c'était un vieux système.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 rastellerez
rastéléreus
[ʁasteleʁəs]
râteleuse
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 rastellerez
rastoeléreus
[ʁastœleʁəs]
râteleuse [servait à ramasser le foin]
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 ar rastellerez
[ˌrastɛ'le:rəs]
faneuse en râteau
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, savet e oa un ti lec'h e oa bet Manuel Omnes, 'na ur c'hrañj a-drek, ar c'hrañj zo a-drek an ti, aze... e vez laket an oustilhoù, ar rastellerez, an difreterez, ar ruilh ha tout ar stal-se, klozet du-hont e-kerzh ar goañv, 'ba Penn ar Beleg du-hont
[ja - ˈzɑwə wa ˈntiˑ ˌle̞x wa bed mɑ̃ˌnyˑəl ˈomnəs - na ˈhɹɛ̃jʒ ˌdɹek - ˈhɹɛ̃jʃ so dɹek ˈtiː - ˌɑhe - ve ˈlɑkə nusˈtijo ˌɹastəˈleːɹəs ˌdifɹɛˈteːɹəs ɹyj a tut ˈstɑːl ze - ˈklo̞ːzə ˈtyˑən kɛɹz ə ˈguˑɑ̃ - ba pe̞n ˈbe̞le̞k ˈtyˑən]
oui, une maison avait été construite là où avait été Manuel Omnès, il avait une grange derrière, la grange est derrière la maison, là... on met les engins agricoles, la faneuse en râteaux, la faneuse, le rouleau et tout le bazar-là, rangés là-bas pendant l'hiver, à Penn ar Beleg là-bas
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi