Klask
« reiñ »
Frazennoù kavet : 204
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11
-
👂 🔗 amañ, an douar... an douar 'te ! ma kerez zo... geo ! douar abred e oant da lakat pataz met a-hend-all ma kerez 'devoa ket douar a kalite evel e vije... 'oant ket douar gwinizh evel e vijent e kostez eu... ben... ar Gergozh aze, ma mamm 'da bet lâret din, aze e oa douar gwinizh abominapl, douar mat ! hag amañ 'oa ket, ha 'pije interest da... da reiñ... ordin da reiñ un dra bennak d'an douar, ordin, ordin, ordin, ordin, ordin ! ma 'roez ket mann ebet dezhe eu...
[aˌgɛꝛˈgoˑz ...]
??? Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ah, Pont Gwenneg zo ! pa arriez e rond-point, eñ... eñ zo Pont Gwenneg ! met gwechall a-hervez e vije graet eu... pa arriez xxx ( ?) e vije sa... 'pije ur gwenneg da reiñ ? pe un dra bennak ? met be... betek petore bloaz e oa... e oa se ?
[a põˈkwe̞ne̞k ... - ... - ... - ... põˈkwe̞ne̞k - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
??? Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ah, met barrek out da reiñ e numero telefon dezhañ !
[...]
ah, mais tu peux lui donner son numéro de téléphone !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Mari-Terez Derrien, ganet e 1938 e Plouilio, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Plouilio / Plouared.
Deut da chom da Bleuveur-Bodou da 24 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
🔗 Me zo o vont da reiñ.
Mé zo von-n de rèy.
[me zo võn də ʁɛj]
je vais donner.
Gant : Michel ar Bihan, ganet e Bear e Bear, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 reiñ, roet
rèy / rod
[ʁɛj] / [ʁod]
donner, donné
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 A-raok bezañ kat da reiñ ordcho, ret e vez bezañ kap d'ober e-unan.
Rog de béan kad de rèyn otcho rèt vé kap d'ober ihu-n.
[ʁog də beã kad də ʁɛjn otʃo ʁɛt ve kap dobəʁ ihyn]
Avant d'être à donner des ordres, il faut être capable de faire soi-même.
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
-
🔗 Eugène pa vije o retorn deus ar skol, a antree da welet Denis dam dezhañ da gaoud krampouezh da debriñ. A-benn neuze 'nije naon. A-benn neuze 'nije arri naon. Un devezh 'na lâret Denis dezhañ : "Herie 'to ket krampouezh peogwir n'eus ket ken." "Oh geo ! Me a wel krampouezh aze war ar planken !" "Ya, eme Denis, ar reoù-se zo krampouezh kraz d'ober soub." "Oh ! Me a blij krampouzh kraz din !" eme Eugène. Sur a-walc'h pa 'nije naon, e blije forzh petra dezhañ. Sur a-walc'h pa 'nije naon e blije tout an traoù dezhañ. Goude Denis oa deut da welet e vamm ha 'da lâret dezhi : Te, Joséphine, a vo ret dit reiñ boued d'az bugale kar ar re-se 'dez arri naon a-benn arriont du-mañ !
Eugène pé vijé rétan-n de skol an-tré de wèleut Denis dan-m déan de gad kran-pous de dibi. Bèn noehé nijé nan-won-n. Bèn noehé nijé ay nan-won-n. Déweus na lareut Denis déan : Hèyé to keu kran-pous pugur neus keu kén. Oh gè ! Mé wèl kran-pous ahé war plankeun ! Ya, mè Denis, rèzé zo kran-pous kraz dobeur zoup. Oh mé blich kran-pous kraz di ! mè Eugène. Zurwac'h pé ni jé nan-wan-n, blijé forz pra déan. Zurwac'h pé ni jé nan-wan-n, blijé toun trèw dèan. Goudé Denis wa doet de wèleut i van-m a da lareut tèy : té jozfi-n vo rèt dit rèy bwét deus bugalé kar rèzé dé ay nan-won-n bèn ayi-n duman !
[øʒɛn pe viʒe ʁetãn də skol ãtʁe də wɛlət dønis dãm deã də gad kʁãpus də dibi] [bɛn nœhe niʒe nãwõn] [bɛn nœhe niʒe aj nãwõn] [dewəs na laʁət dønis deã hɛje to kø kʁãpus pygyʁ nøs kø ken] [o gɛ me wɛl kʁãpus ahe waʁ plãkən] [ja mɛ dønis rɛze zo kʁãpus kʁaz dobəʁ zup] [o me bliʃ kʁãpus kʁaz di mɛ øʒɛn] [zyʁwax pe ni ʒe nãwãn bliʒe foʁz pʁa deã] [zyʁwax pe ni ʒe nãwãn bliʒe tun tʁɛw dɛã] [gude dønis wa dœt də wɛlət i vãm a da laʁət tɛj te ʒozfin vo ʁɛt dit ʁɛj bwet døs bygale kaʁ ʁɛze de aj nãwõn bɛn ajin dymã]
Eugène, quand il rentrait de l'école, il allait voir Denis pour avoir des crêpes à manger. Pour alors il avait faim. Un jour Denis lui avait dit : "Aujourd'hui tu n'auras pas de crêpes puisqu'il n'y en a plus." "Oh si ! Je vois des crêpes là, sur la planche !" "Oui, dit Denis, celles-là se sont des crêpes sèches pour faire de la soupe." "Oh moi j'aime les crêpes sèches !" dit Eugène. Sûrement que quand il a faim, il est prêt à manger n'importe quoi. Sûrement que quand il a faim, il est prêt à manger de tout. Après Denis avait été voir sa mère et lui avait dit : "Toi Joséphine, il va falloir que tu donnes à manger à tes enfants parce qu'ils ont faim quand ils arrivent chez moi !".
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Hemañ zo evel ar bleiz : kontant da gaout, kuit da reiñ !
Héman zo vèl blèy : kontan de gad, kuit de rèy !
[hemã zo vɛl blɛj] [kõtã də gad kyit də ʁɛj]
Il est comme le loup : content d'avoir, mais pas de donner !
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Hag ar « mât de cocagne », ar « mât de cocagne ». Teir... teir gwech e oan bet 'ba ar « mât de cocagne ». Ha reoù... reoù a oa lisañset 'ba kourchoù, Rostrenen ha Lannuon, 'dant... 'dant ket tapet mont nemet betek hanter ar poteau. Ha me a oa bet betek ar beg. Ha 'ma... hag e oa... ur rod bisikled, ur jant, ur jant bisiklet, war... war... war... war ar post evel-se. War ar post evel-se. Gant podoù, podoù en-pign. Hag eu... hag eu... hag ur pennad bazh, e-pign duzh pep pod. Ha pa vijes arri 'ba ar beg, 'ta derc'hel mat d'ar pod... d'ar post... d'ar post d'ober. Ha tapet ar vazh ha reiñ un takad war... war... war... war ar pod.
Et le « mât de cocagne », le « mât de cocagne ». J'avais été trois... trois fois au mât de cocagne. Et ceux... ceux qui étaient licenciés [dans des clubs] de course, Rostrenen et Lannuon, ils n'avaient... ils n'avaient réussi à aller que jusqu'à la moitié du poteau. Et moi j'avais été jusqu'au sommet. Et j'avais... il y avait une roue de bicyclette, une jante, une jante de bicyclette, sur... sur... sur... sur le poteau comme-ça. Sur le poteau comme ça. Avec des pots, des pots suspendus. Et euh... et euh... ut un bout de bâton, suspendu à chaque pot. Et quand tu étais arrivé au sommet, tu devais bien de tenir au pot... au poteau. Et attraper le bâton et donner un coup sur... sur... sur... sur le pot.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eo bet kavet marv war e drakteur, ya, o reiñ boued d'e loened e oa, klañv e oa a seblant
[...]
il a été trouvé mort sur son tracteur, oui, il était en train de donner de l'aliment aux bêtes, il était malade apparemment
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : plac'h, ganet e 1933 e an Eviaz, o chom e an Eviaz, tud bet ganet e an Eviaz / Plounez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met 'teus ket nemet reiñ fed, 'ba ar Bretagne amañ int-tout en Ker-
[... ˌɣẽ̞j ˈfeˑt - ...]
mais tu n'as qu'à faire attention, en Bretagne ici ils sont tous en Ker-
Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gou... goude-se zo bet deut neuze xxx ( ?) e oant komañset da divizout... an douar dioutañ, da reiñ d'ur familh da vevañ
[... diˈviˑzut - ...]
ap... après ça il est venu alors xxx ( ?) qui avaient commencé à diviser... la terre, pour [la donner] à une famille pour vivre
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Rene Meurig, ganet e 1936 e Plufur, o chom e Koatreven, tud bet ganet e Plufur / Plufur.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 war douar If Koadou war... war bord ar reiñver, reiñver... ac'h a da... ac'h a da... du... duzh... duzh an Enez Maodez da... da Lezardrev
[ˈʁe̞jvə - ˌneˑnəzˈmo̞ˑde - ˌlezaꝛˈdʁeˑõ]
sur les terres de Yves Coadou sur... au bord de la rivière, la rivière... qui va à... qui va à... d... de... de an Enez Maodez à... à Lezardrev
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Peotramant, ma... ma 'h ez da-unan, pa... pa gomañs ar mor arriet dindan... dindan da dreid, betek... betek da... hanter da divhar, ma savez da droad re vuan, ma rez chiboud n'out ket kap da sevel ken. Ar c'hou... ar... ar mare a gas ac'hanout... au large. Hag e renkez reiñ an dorn an eil d'an all. Faire la chaîne a vije graet duzh se.
[...]
Ou sinon, si... si tu vas tout seul, quand... quand la mer commence à arriver sous... sous tes pieds, jusqu'à... jusqu'à... la moitié de tes jambes, si tu lèves ton pied trop vite, si tu tombes tu ne peux plus te lever. Le cou... la... la marée t'emporte... au large. Et tu dois donner la main, les uns les autres. Faire la chaîne qu'on appelait ça.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 A 'na... a 'na lakeet eu... pa... pa oa arri bras al lized, e vije tennet... an div vihanañ hag e vije laosket an hini gaerañ. Ha 'na lâret Louis ar Marreg dezhi... « Mari Bizenn » a lakee... 'na ket nemet daou park hag ur jardin, evit... evit div pe deir buoc'h 'da. Ha 'da ken boued kazi da reiñ d'he buoc'h ha 'na lâret Louis ar Marreg dezhi « 'Peus ket nemet tennañ... ar plant bihan zo en-dro da... d'an hini vras », ha goude e vi... an hini vras a greske muioc'h, gwelet a rez ?
[...]
Il avait... il avait mis euh... quand... quand les lisettes étaient arrivées grandes, on enlevait... les deux plus petites et on laissait la plus belle. Et Louis Le Marrec lui avait dit... « Marie au Pois » mettait... elle n'avait que deux champs et un jardin, pour... pour deux ou trois vaches qu'elle avait. Et elle n'avait quasiment plus de nourriture à donner à sa vache et Louis Le Marrec lui avait dit « vous n'avez qu'à enlever... les petits plants qui sont autour de... du grand », et après c'éta... le grand poussait davantage, tu vois ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 e vijent tout o tont amañ, « tintin Louiz ! kae da di tintin Louiz, da gerc'hez eoul, da gerc'hez sukr ha tout, hag e lâren dezhi « 'teus ket evitout da-unan ha out o reiñ anezhedezhi ! », me 'meus soñj deus se, ac'hanta ! n'eo ket bet mat james, n'on ket bet mat gant ar familh-se, james ! ah, ya ! ar jalouzi, hennezh zo ur gwall dra !
[...]
elles venaient toutes ici, « tante Louise ! va chez tante Louise, pour chercher de l'huile, pour chercher du sucre et tout, et je lui disais « tu n'en as pas pour toi-même et tu es en train de leur en donner ! », moi je me souviens de ça, eh bien ! ça n'a jamais été bien, je n'ai pas été bien avec cette famille-là, jamais ! ah, oui ! la jalousie, ça c'est une chose terrible !
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 Augustine a vi... vije o reiñ gwin dezhe, peogwir a-wechoù... peogwir... evit... keit ha 'dijent arc'hant, ma vije ret dezhe mont er-maez da bisat, 'vijent ket kat da vale ken, 'h ae da lakat anezhe da bisat ! 'h ae gant ar baotred er-maez da... da... ha goude e adretorne, ha bazhad dezhi ! gwin adarre ! keit hag e vije arc'hant gante, ah met se... se n'eo ket kaojoù hañ !
[...]
Augustine leur don... donnait du vin, parce que parfois... parce que... pour... tant qu'ils avaient de l'argent, s'il fallait qu'ils sortent pour pisser, ils ne pouvaient plus marcher, elle allait les faire pisser ! elle sortait avec les hommes pour... pour... et après ils revenaient, et en avant la mine ! du vin de nouveau ! tant qu'ils avaient de l'argent, ah mais ça... ça ce ne sont pas des racontars hein !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 reiñ bourr d'unan bennak, reiñ b...
[...]
battre quelqu'un, batt...
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 hag unan anezhe 'h a da... da... da Vilin Kergomar, Kergouarc'h ! ha neuze ar château... evit ar château d'eau, evit reiñ dour da Lannuon, hag egile all 'h a... da Vilin Rosalig
[... - ... - ... ˌviˑlinke̞ɻˈgomaɻ - ke̞ɻˈguˑax - ... - ... - ... lɑ̃ˈnyˑõn - ... - ... ˌviˑlinɻoˈsɑˑlic]
Ploubêr / Lannuon
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-14)
-
👂 🔗 n'ez ket da reiñ da ober d'ober d'an hini 'no e ober d'ober, kar an hini 'no e ober d'ober, a reio e ober, hag a laosko da ober d'ober !
[...]
ne donne pas ton à faire à faire, à celui qui a son à faire à faire, parce que celui qui a son affaire à faire, fera son à faire, et laissera ton affaire à faire !
Gant : Pier ar Penneg, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Plûned, tud bet ganet e Tonkedeg / ar C'houerc'had.
Deut da Blûned da 2 vloaz.Dastumer : Tangi (2023-08-05)