Klask
« rent »
Frazennoù kavet : 4
-
👂 🔗 ah ! bremañ eo ur gwall afer gwelet penaos zo graet hañ ! den ebet a rent kont deus se pe betra ? 'rentont ket kont ?
[...]
ah ! maintenant c'est dramatique de voir comment c'est hein [pollution des eaux] ! personne ne se rend compte de ça ? ils ne se rendent pas compte ?
Gant : Mari-Kler ar Gag, ganet e 1940 e Bear, o chom e Sant-Laorañs, tud bet ganet e Trezelan / Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se zo kaoz e vez arri brevet an nen pa vez arri en oad emezon-me, pa en em rent kont peseurt pouez zo bet war e gorf kwa, e-pad an deiz o tougen un dra bennak pe oc'h ober un dra bennak gant e divvrec'h
[zes ko:z ve ɑj 'bɾɛwə ne:n pe ve ɑj nwɑ:d mɔ̃mɛ pe nɔ̃n ʁɛn kɔ̃n pə'sœ: pwe:s so be waʁ i gɔʁf kwa pa:n de: 'tu:gən ndʁɑ bə'nɑ:k pe ho̞:ʁ ndʁɑ be'nɑ:g gɑ̃n i diwvre̞x]
c'est la raison pour laquelle on est brisé quand on est âgé dis-je, quand on se rend compte quel poids il y a eu sur son corps quoi, toute la journée en train de porter quelque chose ou en train de faire quelque chose avec ses deux bras
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Te a rent servij d'az mamm.
Té rè-n jèrvich deus man-m.
[te ʁɛn ʒɛʁviʃ døs mãm]
Tu rends service à ta mère.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 pa vez erc'h war an douar, pa font goude, eñ an hini a rent ur bern dour
[pe ve re ɛrɦ warn 'duar pe vɔ̃n 'gu:de hẽ̞: n:i rɛnt ə bɛrn du:r]
quand il y a trop de neige par terre, quand elle fond après, c'est elle qui rend plein d'eau
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi