Klask
« revrad »
Frazennoù kavet : 8
-
👂 🔗 Hag e oa arriet... a-dreñv din gant un derrinennad soub. Ha skoet revrad an derrinenn 'ba ma benn, 'ba... 'ba... 'ba... 'ba ma benn, war ma benn. Ha... ha faotet an hanter deus an derrinennad soub... war ma benn. Ha devet-tout... tout, gant soub... gant soub tomm. E oa renket kas ac'hanon d'ar medesin n'onn ket pelec'h.
[...]
Et elle était arrivée... derrière moi avec une terrine de soupe. Et elle avait heurté avec le cul de la terrine ma tête, dans... dans... dans... dans ma tête, sur ma tête. Et... et [elle avait] renversé la moitié de la terrine de soupe... sur ma tête. Et [j'avais été] tout brûlé... tout, avec de la soupe... avec de la soupe chaude. On avait dû m'emmener chez le médecin je ne sais où.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 ha hemañ neuze 'meus bet brevet, fentus a-walc'h, pa oan oc'h ober ma servij, gwelet a rez, e oamp o naetaat an tankoù, me a oa 'ba an tankoù oc'h ober ma servij, hag e oan 'ba an dourellenn lec'h e oa ar c'hondukteur o naetaat kwa, hag unan all eu... a oad ganin, komañset pisat warnon deus krec'h, le salaud, ha me.. an dourellenn n'eo ket bras, d'ar c'houlz-se e oan... oan digourdi ha 'ma hastet buan da vont, 'ma roet ur revrad dezhañ met daonet e vo ! me ivez 'ma bet
[a ’hemɑ̃ ’nœ:he mœz be ’bɹɛwət ’fɛntyz wɑx pe wɑ̃n ho̞:ɹ mə ’ʒɛɹviʃ gwe̞:l ə ɹe̞s wɑ̃m ne’tɑ:d ən ’tɑ̃ŋkʃo me wa ban ’tɑ̃ŋkʃo ’ho:bəɹ mə ’ʒɛɹviʃ a wɑ̃n ban du’ɹɛlən le̞h wa hɔ̃’dyktəɹ ne’tɑ:t kwa ag ən al ə nwɑ:t kɑ’nĩ ko’mɑ̃sət ’pisəd waɹnɔ̃ dœs kwex lœ sɑlo a me ndu’ɹɛlən ne̞ kə bɹɑ:z də ’huls:e wɑ̃n wɑ̃n di’guɹdi a ma ’hɑstə ’by:ən də vɔ̃n ma ’ɹo:əd ə ’ɹɛɹvat teɑ̃ mɛ ’dɑ̃wnəd vo me ie ma bet]
et celui-ci [doigt] alors je l'ai esquinté, c'est assez marrant, quand je faisais mon service, tu vois, nous étions en train de nettoyer les tanks, j'étais dans les tanks à faire mon service, et j'étais dans la tourelle là où était le conducteur en train de nettoyer quoi, et un autre euh... de mon âge, commence à pisser sur moi du haut, le salaud, et moi... la tourelle n'est pas grande, à cette époque-là j'étais dégourdi et je m'étais dépêché d'aller, je lui avais donné un grand coup mais nom de dieu ! moi aussi j'avais ramassé
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 graet 'neus ur revrad ivez
[gwɛd nøz ’ʁɛʁvəd ie]
il a pris une cuite aussi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'na skoet ur revrad 'ba an nor hag eno e oa manet, me a soñj din 'na trawalc'h peogwir diwadet anezhañ
[a na 'sko:ə 'ɹɛɹwə bah no:ɹ ag 'e:no wa 'mɑ̃:nət me ʒɔ̃:ʒ dĩ na tɾa'wɑh py'gy:ɹ di'wɑ:dəd neɑ̃]
et il avait foncé dans la porte et il était resté là, je crois qu'il avait assez puisque vidé de son sang [chevreuil]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me n'onn ket pe e oa mezv pe e oa petra, e welen anezhañ... ni a oa traoñ c'hoazh, « pouf ! », skoet ur revrad 'ba... 'ba... 'ba ar c'hleuz deus du-se 'ba... eñ a oa o tont war-draoñ met 'ba e du 'na skoet... ur revrad
[me nɔ̃ kə pe wa mɛw pe wa pɹɑ 'we̞:lɛn neɑ̃ nim wa tɾo̞w hwɑs buf 'sko:əd 'ɹɛɹvad bah bah bah hlœ̃: dəs 'ty:he bah ẽ̞: wa tɔ̃n waɹ'dɾo̞w mɛ ba i dy: na 'sko:ət 'ɹɛɹvat]
moi je ne sais pas s'il était ivre ou quoi, je le voyais... nous étions encore en bas, « pouf ! », percuté le... le... le talus de chez toi au... il descendait mais il avait percuté de son côté
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ 'neus skoet ur revrad kwa, eñ 'neus skoet ur pezh taol kwa
[ẽ̞: nøs 'sko:ə 'ɹɛ:vat kwa ẽ̞: nøs 'sko:ə pes'to:l kwa]
il a percuté, il a donné un grand coup quoi [cheval]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 o vont brutal e-barzh kwa, skeiñ eu... « ur revrad » kwa evel e vez lâret eu... kazi evel mont a-benn e-barzh kwa
[fɔ̃n 'bɾytal baʁs kwa skɛɲ ə 'ɹɛ:vat kwa wɛl ve lɑ:d ə 'kɑ:he wɛl mɔ̃n bɛn bɑʁs kwa]
percuter brutalement quoi, faire euh... « une bousculade » comme on dit quoi euh... presque que comme percuter quoi [cheval]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 moarvat ec'h arri un aneval ha pouf e skoe (ur revrad ?) e-barzh
[ma'hɑd 'hɑje nɑ̃'ne:vəl a puf 'sko:e 'rɛ:vəd bɑʁs]
sans doute qu'un cheval arrivait et pouf, il donnait (un coup d'arrière-train ?) dedans
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi