Klask
« skoaz »
Frazennoù kavet : 28
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 Ha If Adam eu... a oa o lâret da Louis ar Meur ha... ha... ha d'Ujen ha din, « sell aze pochoù, emezañ, 'meusomp... 'meusomp laeret evit ar sizhun, pochoù simant alman, treniet... treniet gant... war bord an aod gant machin aze. Me, eme... me, eme If Adam, eu... 'welan den ebet, emezañ, nemet da vreur, ha Louis ar Meur », a oa daou costauds, « kap da lakat ur post evel-se war o... war o skoaz, war o skoaz. »
[...]
Et Yves Adam euh... disait à Louis Le Meur et... et... et à Eugène et à moi, « voilà des poteaux, disait-il, que nous avons... que nous avons volés cette semaine, des poteaux en ciment allemands, trainés... trainés avec... sur la côte avec machin là. Moi, dit... moi, dit Yves Adam, euh... je ne vois personne, qu'il disait, sauf ton frère, et Louis Le Meur », qui étaient deux costauds, « capable de mettre un poteau comme ça sur leur... sur leur épaule, sur leur épaule. » :
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Ha me... ha me o lâret dezhe, ha me o lâret d'If Adam, « ac'hanta, me a ra ur pari evit... emezon-me, ur voutailhad win, emezon-me, da lakat ar post war ma skoaz. » « Oh ! diouzhtu, emezañ ! diouzhtu, eme If Adam ! » Uj... ma vreur oc'h esa... lakat ar post war e skoaz. 'Na ket gallet ober. War e jave e oa bet ar post, met 'oa ket bet war e skoaz. Louis ar Meur... 'na tapet lakat anezhañ war e skoaz. Hag e oa... an deiz kentañ dezhañ kaout un abid nevez, 'na prenet e vamm dezhañ. Ha 'na rampet ar post simant... war e skoaz, hag e oa... aet e... e mañch a-raok, mañch e a... mañch e... mañch e abid a-raok.
[...]
Et moi... et moi de leur dire, et moi de dire à Yves Adam, « eh bien, moi je fais un pari pour... dis-je, une bouteille de vin, dis-je, que je mets... le poteau sur mon épaule. » « Oh ! tout de suite, dit-il ! tout de suite, dit Yves Adam ! » Eug... mon frère d'essayer... mettre le poteau sur son épaule. Il n'avait pas pu. Le poteau avait été sur sa poitrine, mais il n'avait pas été sur son épaule. Louis Le Meur... avait réussi à le mettre sur son épaule. Et c'était... le premier jour où il mettait un nouveau costume, que sa mère lui avait acheté. Et le poteau en ciment avait glissé... sur son épaule, et sa manche... sa manche avait été... la manche de son costume était partie.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Ha 'ma gonezet-me ma boutailhad win. Me 'ma laket anezhañ war ma skoaz. Et... ha 'ma... ha 'ma ket nemet ugent vloaz. 'Ma ket ugent vloaz c'hoazh memes, toujust. Ha 'wele ket paotr ar Groaz Wenn, If Adam, nemet Loui... Louis ar Meur, ha U... ha ma... ha ma vreur, a oa kontet... costauds ! Hag e oa manet If Adam... estonet pa 'na gwelet 'oa ket kap an daou all d'ober ha me... ha me 'ma graet !
[ˌgwazˈwe̞n]
Et moi j'avais gagné ma bouteille de vin. Moi je l'avais mis sur mon épaule. Et... et je n'avais... et je n'avais que vingt ans. Je n'avais même pas vingt ans encore, à peine. Et le gars de ar Groaz Wenn, If Adam, ne voyait que Loui... Louis Le Meur, et Eu... et mon... et mon frère, qui étaient considérés... costauds ! Et Yves Adam en était resté... coi quand il avait vu que les deux autres n'étaient pas capables de le faire et moi... et moi je l'avais fait !
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 a-benn eizhtez goude e oa kouezhet war e eu... gostez, torret e skoaz, ha eñ a oa xxx ( ?), eñ a oa fourbilhet ken e oa
[be̞n ˈɛjste ˈguːde wa ˌkweˑd waɹ i ə - ˈgɔste - ˈtɔɹəd i ˈskwɑˑ - a ˌhẽ wa ? - ˌhẽ wa fuɹˈbijət ken ə wa]
huit jours après il était tombé sur son euh... côté, il s'est cassé l'épaule, et il était xxx ( ?), il était complètement paniqué
Gant : Jermen Gwerniou, o chom e Louergad (Sant Eler).
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur wech e oamp eu... e oamp o tont d'ar gêr deus ar skol, hag hom c'hoar vihan a oa... oa bihan, eu... c'hwech vloaz, apeupre pemp pe c'hwec'h vloaz, ha fidambie, ha 'ba Ru Briand a-hont e oa... e oa annamited o labourat 'ba ar menajoù, e vije degaset annamited hag e vije ur boch o serveilh anezhe, ha peogwir ni 'h aemp d'hom merenn da... pevar gilometr 'mamp d'ober, mont d'hom merenn d'ar gêr, hag e oamp just oc'h arriet war an tamm tosenn 'mamp da dremen, oh ! ha ni o welet ar boch-se oc'h arriet, e fuzuilh gantañ war e skoaz ha tout, hag eñ... eñ da dapet hom c'hoar vihan war e vrec'h, « oh ! mignonne, mignonne, emezañ », blev melen frizet 'na ha tout, bouklet gantañ, « oh ! mignonne, mignonne, emezañ, des beaux cheveux emezañ », met me a lâr dit, ni 'oamp ket c'hwezhet sell !
[ˌweʒ wɑ̃m ə - wɑ̃m ˌtɔ̃n də ˈge̞ːɹ dœs ˈskoːl - a ɔ̃m ˌhwɑˑɹ ˈviˑən wa wa ˈbiˑən - ə - ˈhwɛx la - apøˌpɹɛ ˈpɛm pe ˈhwɛx la - a fidɑ̃mˈbiˑe̞ a ba ɹyˈbɾiˑɑ̃n ˌɑ̃wɔ̃n wa - wa anaˈmited laˈbuːɹəd bah meˈnɑːʒo - ˌviʃe ˌdɛs ʃa anaˈmitət a viʃe bo̞ʃ ˈsyɹvɛj ˌne̞ - a pyˌgyˑɹ ˈnym he̞m dɔ̃m ˈmɛɹn də - ˌpɛwaɹ giloˈmɛt mœm ˌdo̞ˑɹ - ˌmɔ̃n dɔ̃m ˈmɛɹn də ˈge̞ːɹ - a wɑ̃m ʒyst ˈhɑjəd waɹ ˌtɑ̃m ˈdo̞sən mœm də ˈdɾemen - o a ˌnym we̞ˑl ˈbɔʃ se ˈhɑjət - i ˈvyzyj gɑ̃tɑ̃ waɹ i ˈskwɑˑ a ˌtut - a ˌẽˑ ˌẽˑ də ˈdɑpət ɔ̃m ˌhwɑˑɹ ˈviˑən waɹ i ˈvɹex - ... me - blɛw ˌmeˑlən ˈvɹiːzəd na a ˌtut - ˈbukləd gɑ̃ntɑ̃ - ... me ... ˌmeˑɑ̃ - mɛ ˌme laɹ ˌdid ˈnym wɑ̃m kə ˈxweˑət se̞l]
une fois nous étions euh... nous revenions à la maison de l'école, et notre petite soeur était... était petite, euh... six ans, cinq ou six ans à peu près, et bon sang, et à Ru Briand là-bas il y avait... il y avait des annamites qui travaillaient dans les fermes, on amenait des annamites et un boche qui les surveillait, et puisque nous allions déjeuner à... nous avions quatre kilomètres à faire, aller à la maison déjeuner, et nous arrivions juste sur la petite bosse que nous avions à passer, oh ! et nous de voir ce boche-là arriver, son fusil à l'épaule et tout, et lui... lui de prendre notre petite soeur dans les bras, « oh ! mignonne, mignonne, dit-il », elle avait des cheveux blonds frisés et tout, bouclés, « oh ! mignonne, mignonne, dit-il, des beaux cheveux dit-il », mais moi je te dis, nous n'étions pas fières tiens !
Sant Laorañs
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha goude, se... se a oa ar yaou d'an noz, hag a reoù a vez o serriñ poubel da evañ kafe bep gwener amañ, hag e oant arri aze ha 'ma poan ma brec'h met me a soñje ganin eo ur vloñsadenn eo an hini a oa, hag e oan chomet ar gwener, hag ar sadorn e oan aet d'ar medesin, hag e oa torret ma skoaz, hag on bet operet deus ma skoaz aze
[a ˌguˑde - ˈze ˈze wa ˈjɔw də ˈnɔ̃ːs - a ˌɹew ve ˈsɛĩ puˈbɛl də ˈheːvɑ̃ ˈkɑfe bob ˈgweːnəɹ ˌɑ̃mɑ̃ - a wɑ̃ɲ ˌɑj ˈɑhe a ma ˈpwɑ̃ːn mə ˈbɹex mɛ ˌme ˈʒɔ̃ːʒe gəˈnĩ he̞ vlɔ̃ˈsɑːn e̞ ˌnˑi wa - a wɑ̃n ˌʃo̞mə ˈgweːnəɹ - a ˈzɑːn wɑ̃n ˌɛd də mœˈdœsin - a wa ˈto̞ɹəd mə ˈskwɑˑ - a ɔ̃ ˌbed oˈpeːɹəd døs mə ˈskwɑˑ ˌɑˑe]
et après, ça... ça c'était le jeudi soir, et ceux qui ramassent les poubelles [viennent] boire le café tous les vendredi ici, et ils étaient arrivés là et j'avais mal au bras mais moi je pensais que c'était un bleu, et j'étais restée le vendredi, et le samedi j'étais allée au médecin, et mon épaule était cassée, et j'ai été opérée là
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Moazan kozh, eñ a vije mezv ha drouk deus e wreg, oh ! hennezh a vije gant ur gontell hañ ! ah ya ya ya ya ya ! se zo gwir ! bet 'da un taol war he... skoaz pe war he c'hein aze tu bennaket aze, e-krec'h, oc'h esa lazhañ anezhi
[ˌmwɑˑzɑ̃n ˈkoːs - ˌhẽˑ viʒe ˈmɛw a ˈdɹuk dœz i ˈwek - oː - ˌhẽˑz viʒe gɑ̃n ˈgɔ̃ntəl ɑ̃ - a ˌjɑ ja ja ja ja - ˌze zo ˈgwiˑɹ - ˌbed da ˈntoˑl waɹ i - ˈskwɑˑ pe waɹ i ˈhɛɲ ˌɑhe̞ ty ˈmnɑkəd ˌɑhe̞ - ˌkwex - ˈhɛsa ˈlɑhɑ̃ ˌne̞j]
le vieux Moysan, il était ivre et méchant avec sa femme, oh ! il prenait un couteau hein ! ah oui oui oui oui oui ! ça c'est vrai ! elle avait eu un coup de couteau sur son... épaule ou sur son dos là quelque part là, en haut, en essayant de la tuer
Gant : Simona ar Bilhon, ganet e 1936 e Sant Laorañs, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ba an ti e oan met... met... derc'hel a raen da c'hoari bepred, met... ma brec'h a rae poan din, peogwir 'ma torret ma skoaz amañ
[ban ˈtiˑ wɑ̃n mɛ mɛ - ˈdɛhɛl ɣe̞n də ˌhwɑj ˈbopət - mɛ mə ˈbɣeχ ɣe̞ ˈpwɑ̃ˑn ˌdĩ - py wa ˈtɔɣə mə ˈskwɑˑ ˌɑ̃mɑ̃]
j'étais dans la maison mais... mais... je continuais à vaquer à mes occupations toujours, mais... mon bras me faisait mal, puisque je m'étais cassée l'épaule ici
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
🔗 planken da skoaz
[ˈplɑ̃ŋkən də ˈskwɑː]
ton omoplate
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vije kistion da brenañ oustilhoù ha tout, e raent gant ar memes reoù evel-just kwa, se a rae dija ur sakre... ur sakre skoaz ma kerez kwa
[pə viʒe kis'ti:ɔ̃n də 'bʁe:nə us'tijo a tut ʁɛɲ gɑ̃n 'mɔ̃məz ʁew wɛl'ʒyst kwa ze ʁɛ deʒa ə 'sɑkʁe 'sɑkʁe skwɑ: ma 'ke:ʁes kwa]
quand il était question d'acheter des engins et tout, ils faisaient avec les mêmes bien sûr quoi, ça faisait déjà un sacré... un sacré secours quoi si tu veux quoi
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 alies-a-wech an eil evel-se a vez o sellet dreist skoaz e vreur koshañ hag a arri da...
[a'li:ɛz weʃ nɛj vi'se ve 'sɛləd dɾɛjst ə skwɑ i vɾœ:ɹ 'kos:ɑ̃ ag a hɑj də]
souvent le second comme ça observe par-dessus l'épaule de son frère aîné et il arrive à...
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
🔗 plankenn ar skoaz
[’plɑ̃ŋkən skwɑ:]
l'omoplate
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 da reiñ un taol-skoaz
[də ’rɛĩ nto:l skwɑ:]
pour donner un coup de main
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa komañset... komañset peilhat anezhañ peogwir... dibluet boñ, dibluet beg e skoaz
[wa ko'mɑ̃sət ko'mɑ̃sət 'pɛʎəd neɑ̃ py'gy:ɹ di'bly:əd bɔ̃ di'bly:əd beg i skwɑ:]
il avait commencé... commencé à le peler puisque... déplumé bon, le bout de son épaule déplumé [épervier attaquant un pigeon]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tremenet ar vouled a-rez e galon ha deut er-maez dre e skoaz dre an tu all
[tʁe’me:nəd ’vu:ləd ʁɛz i ’gɑ:lɔ̃n a dœd me̞z dʁe i skwɑ: dʁe nty al]
la balle [était] passée au ras de son cœur et sortie par son épaule par l'autre côté
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 An hini gozh deus Pempoull, seizh andouilhenn deus e zoull, un war pep skoaz ken e kane tralala !
Nini goz deus pèmpoul, sèyz andouyeun deus i doul, u-n wa pop kwa kén gan-né tralala !
[nini goz døs pɛmpul] [sɛjz ãdujən døs i dul] [yn wa pop kwa] [ken gãne tʁalala]
La vieille de Paimpol, avec sept andouilles dans son cul, une sur chaque épaule et chante "tralala" !
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Julien
-
🔗 An hini gozh deus Pempoull, seizh andouilhenn deus e zoull, seizh-all deus e skoaz, c'hoazh lâre tralala !
Nini goz deus pèmpoul, sèyz andouyeun deus i doul, sèyz al deus i skwa, c’hwas lar tralala !
[nini goz døs pɛmpul] [sɛjz ãdujən døs i dul] [sɛjz al døs i skwa] [xwas laʁ tʁalala]
La vieille de Paimpol /avec sept andouilles dans son cul / sept autres sur ses épaules / et encore elle dit "tralala" !
Herve Seubil : An hini gozh diouzh Pempoul, seizh andouilhenn diouzh he zoull, seizh-all diouzh pep skoaz, c’hoazh e lare tralala !
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 skoaz
skoa
[skwa]
épaule
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 gwelet a rez, troc'hañ ar c'hroc'hen war e... war e droad, boñ, penn-da-benn betek ar skoaz, ha goude neuze... neuze 'na esaet troc'hañ e skoaz, dezhañ da di... diframmañ anezhañ kwa, ha pa oa deuet e skoaz gwelet a rez, boñ, e oa moanaet ha neuze e oa tapet halañ ar vuoc'h
[gwɛ:s ’tɾo̞:hɑ̃ ’hɾɔ:hən waɹ i waɹ i dwɑ:t bɔ̃ pɛdə’bɛn ˌbetɛk skwɑ: a ’gu:de ’nœ:he ’nœ:e na hɛ’sɑ:t ’tɾo̞:hɑ̃ i skwɑ: deɑ̃ də di di’vɾɑ̃mɑ̃ neɑ̃ kwa a pe wa dœd i skwɑ: gwɛ:l ə ʁɛs bɔ̃ wa mwɑ̃’nɑ:t a ’nœ:e wa ’tɑpət ’hɑ:lɑ̃ vy:x]
tu vois, couper la peau sur sa... sur sa patte, bon, tout du long jusqu'à son épaule, et après alors... alors il avait essayé de couper l'épaule, pour qu'il puisse... le démembrer quoi, et quand son épaule était venue vois-tu, bon, il était plus fin et alors on avait réussi à vêler la vache [opération pour extraire un veau mort]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 war o skoaz
[waɹ o skwɑ:]
sur leur épaule [cheval]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2