Klask
« skoilhet »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 Ha Fañch, al lun beure abred neuze, eñ o prepariñ e... e dumporell, laket ur varrikenn 'ba xxx ( ?), skoilhet anezhi douzh an daou du gant boutelloù plouz ha tout kwa. « Ha dre belec'h 'h in-me douzh amañ, emezañ ? Douzh bourk Pañvrid d'ar mor, emezañ ? Oh ! Kazi... ». Bet e oa ur wech e bord ar mor hag e oa bet e Breheg ha 'na graet : « Oh ! Breheg n'eo ket ken fall, aze zo moaien da dostiñ da... trawalc'h d'ar mor aze. »
[ˈpɑ̃ˑvʁit - ˈbʁeˑe̞k - ˈbʁeˑe̞k]
Et Fañch, un lundi matin de bonne heure, prépara son... son tombereau, mis une barrique dans xxx ( ?), il la cala des deux côtés avec des bottes de paille et tout quoi. « Et par où vais-je aller d'ici, dit-il ? Du bourg de Pañvrid à la mer, dit-il ? Oh ! Presque... ». Il avait été une fois au bord de la mer et il avait été à Breheg et il avait dit : « Oh ! Breheg n'est pas si mal, là on peut approcher de... suffisamment de la mer là. »
Plouha
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 ar prad all a oa... e vije graet Prad ar Yeot Med deusontañ, goût a rez petra eo « yeot med » ? ya, a vez... e vez lak... goloet ar prad gant... gant an dour, evel-se e vije skoilhet an dour, beuzet ar prad, ha neuze goude e vije diskoilhet an dour xxx ( ?), hag eñ a oa... eñ a vije... yeot abred, hag eu... hag e roe ar saout laezh mat diwar ar yeot
[... - ... ˌpɣɑˑd jɛwd ˈmeˑd ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
nom de champ de Bulien
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janig Bodiou, ganet e 1938 e Bulien, o chom e Bulien, tud bet ganet e Bulien / Rospez.
bet eo o chom e-pad ur pennad brav e Bro-GembreDastumer : Tangi
-
👂 🔗 war-benn, tost da... da krec'h kwa, machinañ 'h arri gant ur min bennaket met eu... n'int ket skoilhet evel eu... 'ba ar foñs, gwelet a rez, pa eo bet don evel-se, ma emañ en bloc muioc'h kwa
[waɹ’bɛn tɔst tə də kwex kwa va’ʃi:nɑ̃ hɑj gɑ̃n mi:n bə’nɑkət mɛd ə nɛɲ cə ’skojəd wɛl ə ba vɔ̃:z gwe̞:s pe he̞ bed dɔ̃:n və’se ma mɑ̃ ɑ̃ blɔk ’my:ɔx kwa]
à la surface, près de... du haut quoi, il [blaireau] arrive à déplacer une pierre ou deux quoi mais euh... ils ne sont pas bloqués comme euh... dans le fond, tu vois, quand il a été profondément comme ça, où c'est plus en bloc quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 skoilhet 'ba douar gleb
['skoʎəd ba ‘duar glep]
freiné dans la terre mouillée
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vije skoilhet an dour
[pe viʒe ’skojə ndu:r]
quand on faisait des barrages dans l'eau
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi