Klask
« skuizhañ »
Frazennoù kavet : 10
-
🔗 En em skuizhañ a ra.
Non-n skuizan ra.
[nõn skyizã ʁa]
Il se fatigue.
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 skuizhañ a raen gant ober belo hañ ! nemet ha war ar blad e vefen
[ˈskwiːzɑ̃ ɹɛn gɑ̃nt ˌo̞ˑɹ ˈbeːlo ɑ̃ - mɛta waɹ ˈblɑd vefɛn]
je me fatiguais à faire du vélo ! à moins que je n'étais sur du plat
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 arri a ran da skuizhañ, drol a-walc'h eo se hein, o c'hoari voulloù, koulskoude ne vez ket kement-se bec'h, ha pa vez graet ul laziad...
[ɑj ə ɾɑ̃ də ’skwi:zɑ̃ dɾo:l ə’wɑh ɛ ze ɛ̃ hwɑj ’vulo kus’ku:de ve kə kemese bex a pe ve gwɛd ə ’lɑ:ʒət]
j'arrive à fatiguer, c'est assez bizarre hein, en jouant aux boules, pourtant il n'y a pas tant que ça d'efforts, et quand on fait un moment...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 skuizhañ a rez ac'hanon o vezañ evel-se
[skwiz rɛz ɑ̃w 'beɑ̃ vi'se]
tu me fatigues à être comme ça
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 skuizhañ prim a ra ivez
['skwi:zɑ̃ prim ra 'ie]
il se fatigue vite aussi
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 skuizhañ a rez
['skwi:zɑ̃ rɛs]
tu fatigues [avec l'âge]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 skuizhañ fonnus a ran ya
['skwi:zɑ̃ 'vɔ̃nyz rɑ̃ jɑ]
je me fatigue vite oui
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 en em skuizhañ a ra o torriñ mein
[nɔ̃n 'skwi:zɑ̃ ra 'tɔri mɛɲ]
il se fatigue à casser de la pierre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 en em skuizhañ a ra o tennañ yeot
[nɔ̃n 'skwi:zɑ̃ ra 'tɛnɑ̃ 'jɛwɔt]
il se fatigue à enlever les herbes
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 skuizhañ a ra
[skwi:s ə ra]
ça fatigue
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi