Klask
« soagnet »
Frazennoù kavet : 12
-
👂 🔗 hoñ zo pevar bloaz, ya, pevar bloaz, (R. : ni pa 'meump ur blantenn eo ur miz hein) oh ma ! n'eus ket... n'eus ket soagn dioute memestra ! 'vezont ket soagnet memestra !
[ˌhɔ̃ˑs so pɛˈwɑːɹ bla - ja - pɛˈwɑːɹ bla - ɔ ma - ˌnøs kət ˌnøs kə ˈswɑɲ djɔ̃te̞ mo̞sˈtɹɑ - ˌve̞ɲ cə ˈswɑɲə ˈnœhe mo̞sˈtɹɑˑ]
elle a quatre ans [plante] oui, quatre ans, (R. : nous quand nous avons une plante c'est un mois hein) oh eh bien ! il n'y a pas... il n'y a pas de soin pour elles quand même ! elles ne sont pas soignées quand même !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 en ospital eo bet ivez, eu... soagnet ivez, met peogwir 'wellae ket...
[no̞sˈpital e̞ ˌbed ˈiˑe - ə - ˈswɑ̃ɲəd ˌiˑe - mɛ pyˌgyˑɹ wɛlaˈe kət]
il a été à l'hôpital aussi, euh... soigné aussi, mais puisque ça ne guérissait pas...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e vije soagnet 'ba... 'ba ur stumm all kwa
[viʒe 'swɑɲəd bah bah stym al kwa]
on soignait... on soignait d'une autre façon quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 fasil eo, ma n'int ket soagnet...
['vɑsil ɛ ma nɛɲ cə 'swɑɲət]
forcément, s'ils ne sont pas soignés...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ya, ne vijent ket ken brav toutafet. Ha goude, se a depante deus e vije graet dezhe evel just. Ma vijent soagnet evel just e choment brav, ha ma... Ar reoù ne soagnent ket o re, ne choment ket brav ivez.
[ja viʒɛŋ kə ˈkenbɾaw tuta’fe̞t – a ’guːde zə de’pãnte døz viʒe gwɛt ’te̞ː vɛl’ʒyst – ma viʒɛŋ ’swɛ̃ɲət vɛl’ʒyst ’ʃomɛŋ ’bʁaw a ma – ’ʁew ’swɛ̃ɲɛŋ kəd o ’ʁeː ’ʃomɛŋ kə ’bʁaw iə]
Oui, elles [les coiffes] n'étaient pas tout à fait aussi jolies. Et après, ça dépendait de ce qu'on en faisait. Si on en prenait soin, elles restaient jolies, et si... Celles qui ne prenaient pas soin des leurs, elles ne restaient pas jolies.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 an hini kentañ e oan a-hervez da vezañ soagnet gant ar penisilin hag e-skeud-se e oan bet saovetaet kwa hein
[n:i 'kentɑ̃ wɑ̃n 'hɛʁwe də 'veɑ̃ 'swɑɲəd gɑ̃n penisi'lin a 'skœtse wɑ̃n bed ˌzɔvə'tɑ:t kwa ɛ̃]
j'étais le premier à ce qu'il paraît à être soigné avec la péniciline, et grâce à ça j'ai été sauvé quoi hein
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 ha soagnet mat
[a 'swɑɲə mɑ:t]
et bien soignée
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bevet mat ha soagnet mat
['bewə ma:d a 'swãɲət ma:d]
bien nourri et bien soigné
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze soagnet an dud gant traoù... gant gant... gant traoù ar gêr
[viʒe 'swɑɲə ndyd gɑ̃n tɾɛw gɑ̃n gɑ̃n tɾɛw ge̞:r]
on soignait les gens avec des choses... avec des choses de la maison [des remèdes maison]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e vezent soagnet gant traoù ar gêr, un tamm boues (?) ... un tamm louzoù bennak a veze kavet met pas kalz tra
[viʒɛɲ 'swɑɲəd gɑ̃n trɛw ge̞:r tɑ̃m bwes tɑ̃m 'lu:zo bə'nɑ:k viʒe kɑ:d mɛ pas kals'trɑ:]
ils étaient soignés avec des traitements faits maison, un petit xxx (?)... un petit médicament quelconque qu'on trouvait mais pas grand chose
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 boñ, arriet e vez, bepred e vez soagnet hiniennoù
[bɔ̃ ’ɑjə ve ’bopə ve ’swɑɲə hi’ɲeno]
bon, on arrive, on en soigne toujours quelques uns
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 an hini a veze a chome peogwir ne veze ket soagnet kement-se
[ni: viʒe 'ʃɔmɛ py'gyr viʒe kəd ə 'swɑ:ɲə ke'mese ɑ̃]
celui qui était [handipacé] restait, puisque ce n'était pas soigné tant que ça
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi