Klask
« sotoc'h »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 « oh, nann ! oooh ! lâr dezhi nompas dimeziñ gant hennezh ! ar re-seoù zo... n'int ket nemet amprevaned ! nann, nann, nann, nann ! » 'fin ! esaet e oa, « oh, ya ! tout e oac'h... o tikrial anezhañ din ! met muioc'h-se e tikrifet anezhañ din, sotoc'h e vin gantañ ! » « oooh ! met... » a lâre eu... ar Gall, deus Sant-Iened, « 'derc'hi ket da vezañ sot gantañ, Mari, gwelet a ri ! », pemzekteiz goude e oa dimezet, 'da gouvezet e oa kouezhet fall...
[zɑ̃nˈjeˑnət]
« oh, non ! oooh ! dis-lui de ne pas se marier avec celui-là ! ceux-là sont... ceux ne sont que des vauriens ! non, non, non, non ! » enfin ! on avait essayé, « oh, oui ! vous étiez tous... en train de me le critiquer ! mais plus vous le critiquerez, plus je serai amoureuse de lui ! » « oooh ! mais... » disait euh... Le Gall, de Sant-Iened, « tu ne continueras pas de l'aimer, Marie, tu verras ! », quinze jours après s'être mariée, elle avait su qu'elle était mal tombée...
Plûned
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 a-wechoù e vez... e vez lâret d'ar vugale, peogwir e vezer... e vez gwelet reoù oc'h ober trouz dezhe, « ar re-seoù zo sotoc'h evit hennezh ! »
[...]
parfois on... on dit aux enfants, parce qu'on... on en voit certains les gronder, « ceux-là [parents] sont plus fous que lui ! »
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 hag eu... ur c'hoar d'hom dad a oa plac'h yaouank, e oa amañ, hoñ a vije oc'h esae... esae... kelenn ac'hanon un tamm ivez, hag eu... 'oamp ket... 'oamp ket sañset re gamaradoù, ma zad-kozh a lâre dezhi, he zad-hi kwa, ma zad-kozh, a lâre dezhi « c'hwi zo sotoc'h evit hennezh emezañ, leskit hennezh trankil ! »
[ag ə - ə ˈhwɑːɹ dɔ̃m ˈdɑːd wa plax ˈjo̞wɑ̃ŋˤ - wa ˈɑ̃mɑ̃ - hɔ̃ ˌviʒe ˈhɛsɛ - ˈhɛsɛ - ˈkelɛn ɑ̃w ən ˈtɑ̃m ˌie - ag ə - ˌwɑ̃m kə ˌwɑ̃m kə ˈsɑ̃sə ɹe gɑ̃məˈɹɑːdo - mə ˌzatˈkoːs lɑːɹe dɛj - i ˈzɑːd hi kwa - mə ˌzatˈkoːs - ˈlɑːɹe̞ ˈdɛj - hwi zo ˈzotɔx wi ˈhẽːz ˌmeˑɑ̃ - ˈlɛskə hẽːs ˈtɹɑ̃ŋkil]
et euh... une soeur de notre père qui était célibataire, était ici, elle essayait... essayait... de m'éduquer quoi un peu aussi, et euh... nous n'étions pas... nous n'étions pas très copains, mon grand-père lui disait, son père à elle quoi, mon grand-père, lui disait « vous être plus bête que lui, disait-il, laissez-le tranquille ! »
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha pehini a zo sotoc'h gant e vamm, pe boked balan, pe boked lann ? ar boked lann zo sotoc'h gant e vamm !
[a pi:n a zo ’zotɔh gɑ̃n i vɑ̃m pe ’bokəd ’bɛ:lən pe ’bokə lɑ̃n a ’bokə lɑ̃n zo ’zotɔh gɑ̃n i vɑ̃m]
et lequel est le plus amoureux de sa mère, le bouquet de genêt ou le bouquet d'ajonc ? le bouquet d'ajonc est le plus amoureux de sa mère
Jul Gros, 1984, p.562 "Pegoulz e karez ar muia da vamm, pa vez ar bleun er balan pe pa vez ar bleuñ el lann ? - Pa vez ar bleuñ el lann, rag al lann brezoneg a vez bleun ennañ e-pad ar bloaz."
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 fidedoue, 'meus aon eo sotoc'h gant he mamm un tamm bihan
[a fidə'du:e møz 'ɑ:ɔ̃n ɛ 'zotɔh gɑ̃n i mɑ̃m tɑ̃m 'bi:ən]
et bon sang, j'ai l'impression qu'elle préfère sa mère un petit peu
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi