Klask
« soudard »
Frazennoù kavet : 15
-
🔗 kask soudard
kask zoudart
[kask zudaʁt]
casque de soldat
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hag ugent soudard
[a ˌyˑgən ˈzuˑdət]
et vingt soldats
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « me, emezañ, zo bet er brezel emezañ, Quatorze emezañ, hag e oa sou... e vije soudarded... alman, enep dimp emezañ, met ar re-seoù a oa soudarded, n'eo ket voyoued eveltoc'h-c'hwi emezañ, eu... eu... mezh 'mije bet emezañ, eu... oc'h en em lâret soudard alman ma kerez, ha... ha bezañ o laerezh traoù digant an dud emezañ », ac'hanta, an deiz-se hañ ! e oa uoù o vont gante, hag andouilh evel-se ha kig-sall, tout 'da lesket anezhe war an daol !
[mẽ ˌmeˑɑ̃ zo bed ˈbɹeːzəl ˌmeˑɑ̃ - ... ˌmeˑɑ̃ - a wa zu - viʒe zuˈdɑɹdəd - ˈɑlmɑ̃n - ˈeːnəb dim ˌmeˑɑ̃ - mɛ ˈzew wa zuˈdɑɹdət - ˌne̞ kə vjaˈjuˑət ˌwe̞ltɔh ˈhwi ˌmeˑɑ̃ - ə - ə ˈmeːz miʃe bed ˌmeˑɑ̃ - ə nɔ̃n ˈlɑːɹəd ˌzuːdaɹd ˈɑlmɑ̃n ma ˈkeːɹe̞s - a - a ˈbeːɑ̃ ˈlɛːɹɛs ˈtʁɛw din dyt ˌmeˑɑ̃ - ˈhɑ̃nta ˈndeː se ɑ̃ - wa ˈyˑo vɔ̃n ˈgɑ̃te̞ - a ˈɑ̃duj vəˈse a kicˈsɑl - tud da ˈlɛskə ne̞ waɹ ˈndoːl]
« moi, disait-il, j'ai été à la guerre disait-il, Quatorze disait-il, et il y avait des sol... il y avait des soldats allemands, contre nous, disait-il, mais ceux-là c'étaient des soldats, pas des voyous comme vous, euh... euh... j'aurais eu honte, disait-il, eu... se dire soldat allemand si tu veux, et... être à voler des choses aux gens disait-il », eh bien, ce jour-là hein, ils allaient emporter des oeufs, de l'andouille comme ça et du lard, ils les avaient tous laissés sur la table !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'souzent ket kwa, int... an eil deiz e oa lazhet n'onn ket pegement, oh ! e oan o selaou an deiz all pa oa bet... l'armistice aze, 'ba eu... 'ba an deizioù kentañ e oa komañset ar brezel e oa lazhet... tri pe bevar warn-ugent mil... soudard... frañ... frañse, muioc'h evit e oa lazhet 'ba an Aljeri, e oa lazhet du-hont, en ur ober ar memes deiz
[zuˈzɛɲ cə kwa - hiɲ - ˈnɛjl de wa ˈlɑˑhət nɔ̃ ˌkə peˈgemən - o - wɑ̃n ˈʃiːlo̞w deˈɑl pe wa bet - ... ˈɑhe - bah ə bah ˈdejo ˈkentɑ̃ wa koˈmɑ̃sə ˈbɹeːzəl wa ˈlɑˑhət - ˈtɹi pe ˌbɛwaɹ waɹˌnyˑgən ˈmil - ˈzuːdaɹt - fɹɑ̃ ˈfɹɑ̃sɛ - ˈmyˑɔx wid wa ˈlɑˑhəd ba nalʒeˈɹi - wa ˈlɑˑhəd ˈdyːɔ̃n nɔ̃n ˈo̞ˑɹ ˌmɔ̃məz ˈdeː]
ils ne reculaient pas quoi, ils... le deuxième jour il y en avait eu je ne sais combien de tués, oh ! j'écoutais l'autre jour quand il y avait eu... l'armistice là, dans euh... dans les premiers jours de la guerre avaient été tués... vingt-trois ou vingt-quatre mille.... soldats... fran... français, plus que ceux qui avaient été tués en Algérie, qui avaient été tués là-bas, lors de la même journée
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ben... 'na ket nemet ugent vloaz peogwir 'meus gwelet anezhañ gant dilhad soudard
[bɛ̃ ˌnɑ kə ˌmɛd yˈgɛnla ˌpu møz ˈgwe̞ˑlə ˈneˑɑ̃ gɑ̃n ˌdijə ˈzuːdaɹt]
ben... il n'avait que vingt ans puisque je l'ai vi en tenue militaire
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Damani, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Prad, tud bet ganet e Kamlez / Berc'hed.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur gompagnonezh kant soudard, ale hop !
[ə gɔ̃pa'ɲɔ̃:nəz kɑ̃n 'zu:daʁd 'ɑ:le ɔp]
une compagnie de cent soldats, allez hop !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 muioc'h resped evit ur wezenn evit... evit ur soudard kwa hein
['my:ɔh 'ʁespəd wid ə 'we:ən wid ə wid wid 'zu:daʁt kwa ɛ̃]
plus de respect pour un arbre que pour... pour un soldat quoi hein
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « 'teus ket fuzuilh ebet ? - laket 'meus anezhi 'ba ar savadell ed emezañ », ha ma zad o lâret dezhañ « diwezhañ tra eo sañset ur soudard d'ober, koll e fuzuilh emezañ, n'eo ket sañset d'ober »
[tøs kə 'vy:zyʎ bet - 'lɑkɛ møz nɛj bah za'vɑ:dəl e:d meɑ̃ - a mə dɑ:d 'lɑ:ʁət teɑ̃ di'weɑ̃ tʁɑ: hɛ 'sɑ̃səd 'zu:dart to̞:ʁ ko̞l i 'vy:zyʎ meɑ̃ nɛ kə 'sɑ̃sət to̞:ʁ]
« tu n'as pas de fusil ? - je l'ai mis dans la moyette dit-il », et mon père de lui dire « la dernière chose que dois faire un soldat, il n'est pas sensé perdre son fusil, dit-il »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, daou soudard alman
[ja do̞w 'zu:daʁd 'ɑlmɑ̃n]
oui, deux soldats allemands
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dek soudard
[deg 'zu:dərd]
dix soldats
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 chaosonoù soudard
[ʃɔw'sɔ̃:no 'zu:dart]
des chaussons de soldats [réalisés à partir de tissus d'uniformes]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kask soudard
[kɑsk 'zu:dɑrt]
casque de soldat
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 kask ar soudard
[hask ə 'zudart]
le casque de soldat
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 soudard
['zu:dɑrt]
soldat
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 dek soudard
[deg 'zu:dərd]
dix soldats
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi