Klask
« stad »
Frazennoù kavet : 36
Pajennoù : 1 2
-
🔗 Ar re-se a vo stad en enne.
Ré zé vo stad nénè.
[ʁe ze vo stad nenɛ]
Elles seront contentes.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 pa oan yaouank, e vije stad din-me o vont du-hont, hag e chomen da gousket, e dremenen un nozvezh
[pa wɑ̃n ˈjo̞wɑ̃ŋg - viʒe ˈstɑːd ˌdĩme ˈfɔ̃n ˈdyːɔ̃n - a ˈʃo̞me̞n də ˈguskət - dʁeˈmeːne̞n ˈnɔ̃ːzəs]
quand j'étais jeune, j'étais contente d'aller là-bas [chez eux], et je restais dormir, je passais une nuit
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha eo injenieur, met mac'h eo injenieur evel-se, 'daol ket d'e dad-kozh ha d'e vamm-gozh, met deus ar familh en tu all sur a-walc'h, mais bon ! bepred, peogwir eo mab-bihan dimp, ni zo stad en ennomp, evel-just !
[a he̞ ɛ̃ʒeˈɲœˑꝛ mɛ ma he̞ ˌinteˈliˑʒən vəˌse - ˈdol kə di datˈkoˑz a di vɑ̃mˈgoˑs - mɛ dœs ˈfɑ̃mij tyˈɑl zyꝛˈwɑx - mɛ bɔ̃ - ˌbopət - py he̞ mab ˈbiˑən ˌdim - ˈnim zo ˈstɑˑd ˈnenɔ̃m - ve̞lˈʒyst]
et il est ingénieur, mais s'il est ingénieur comme ça, il ne tient pas de son grand-père ni de sa grand-mère, mais de la famille de l'autre côté sans doute, mais bon ! toujours est-il, puisque c'est notre petit-fils, nous en sommes fiers, bien sûr !
Gant : Mari-Jo an Abad, ganet e 1944 e Rospez, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Rospez.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude, gwelet a rez, pa... pa eo en em gavet ar Roudourou, stad ar Roudourou en em c'houllo petra a sinifi se ivez
[... - ... ɾuˈduˑɾu - ... ə ɾuˈduˑɾu ... - ...]
Plouizi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig ar Falc'her, ganet e 1940 e Rospez, o chom e Rospez, tud bet ganet e Rospez / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 c'hoazh e dremene an nen dre ar porzh, pa 'h ae da... pa 'h ae da... deus... deus Kambleg da... da... da... Kemperven e dremene an nen dre ar porzh 'ba ti... ti... ti ar re-seoù, ar re-seoù a vije stad enne ur wech 'nije ur bannac'h kafe
[ˌhwɑˑz dɹeˈmeːne ˈneːn dɹe ˈpɔɹs - pa ˌhe də - pa ˌhe də - dœs dœs ˈkɑ̃ˑblɛg də də də kimˈpɛɹvən dɹeˈmeːne ˈneːn dɹe ˈpɔɹs ba ˌti ˌti - ˌti ɹeˈzew - ɹeˈzew viʒe ˈstɑːd ˌnene̞ ˈweʒ niʒe ˌbɑ̃x ˈkɑfe]
encore qu'on passait par la cour, quand on allait à... quand on allait à... de... de Kambleg à... à... à... Kemperven on passait par la cour chez... chez... chez ceux-là, ceux-là étaient heureux une fois qu'il y avait un café
Langoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Madelen Morvan, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha stad a oa ennon bepred o welet ne oa ket Henri war ar plas, eñ a vije bet en em enervet marteze war ar reoù all c'hoazh.
Et j'étais contente en tout cas que Henri ne soit pas sur place, il se serait peut-être énervé sur les autres.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 hag ar bloaz-se e oa aet Mitterrand e-barzh, ah ! me a oa stad en ennon, « ah ! aet eo ! aet eo e-barzh ! »
[a 'blɑs:e wa ɛd miteʁɑ̃ bɑʁs a me wa stɑ:d nenɔ̃ ɑ ɛd e̞ ɛd e̞ bɑʁs]
et cette année-là Mitterrand avait été élu, ah ! j'étais content, « ah ! il est élu ! il est élu ! »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 Heñ a oa stad en ennañ pichoñch !
[pi'ʃõːʃ]
Tu peux croire qu'il était fier !
Gant : plac'h, ganet e 1954 e Trezelan (Bear), o chom e Plouvagor, tud bet ganet e Trezelan.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 keit ma vo oc'h ober e vo stad ennañ
[kɛjt e vo ho̞:ɹ vo stɑ:d nenɑ̃]
tant qu'il le fera il sera content [se moquer]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 feiz pa oant arri 'vat, feiz, stad 'ba e vamm-gaer
[fe: pe wɑ̃ɲ ɑj ha fe: stɑ:d ba i vɑ̃m'gɛ:r]
ma foi, quand ils étaient arrivés, ma foi, sa belle-mère contente [fière, de la voiture achetée]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha Yann grenn a vije stad ennañ o vont 'vat, gant konduiñ ar gazeg e oa un dra bennak dezhañ
[a jɑ̃n gɾɛn viʒe stɑ:d nenɑ̃ vɔ̃n ha gɑ̃n kɔ̃n’dy:ĩ ’ngɑ:zəg wa ndɾ bə’nɑ:k teɑ̃]
et jean l'ado était fier d'aller, avec la conduite du cheval c'était quelque chose pour lui
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'ba stad Roazhon
[ba stɑd ’ɹɑwɔ̃n]
dans le stade de Rennes
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met me a oa stad ennon o vont... kar d'ar c'houlz-se e veze euh... bern badezianchoù ha traoù hag e veze ur gwerzh-butun
[mɛ me wa stɑ:d ’nenɔ̃ fɔ̃n kaʁ də ’huls:e viʃɛ ə bɛʁn ˌbade’ɛ̃ʃo a tʁɛw a viʃɛ gwɛrs ’pytyn]
mais j'étais content d'aller... car à cette époque-là il y avait euh... plein de baptêmes et tout, et il y avait un pourboire
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oh ! tout ma jeu, emezañ, aze, emezañ, me... me 'meus ket ezhomm bern euh... ur pezh oto emezañ, da lakat ar vugale, feiz, mat ar jeu, stad enne, prenet an oto 'vat paotr hag eñ gant e oto d'ar gêr
[o tud mə ʒœ: meɑ̃ ’ɑ:he meɑ̃ me me møs ke:m bɛʁn ə pez ’oto meɑ̃ də ’lɑkə vy’gɑ:le fe: mɑ:d ʒœ: stɑ:d nenɛ ’pʁenɛ ’noto ha po̞t a ẽ̞: gɑ̃n i ’oto də ge̞:ʁ]
oh ! la belle affaire [super !], dit-il, là dit-il, moi... moi je n'ai pas besoin de beaucoup euh... d'une grosse voiture dit-il, pour mettre les enfants, ma foi, impeccable, ils étaient contents, ayant acheté la voiture mon gars et lui de partir avec sa voiture à la maison
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Aet eo e stad da fall.
èd è i stad de val.
[ɛdɛ i stad də val]
Son état s'est empiré.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Me zo stad en ennon.
Me zo stad néno.
[me zo stad neno]
Je suis contente.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 ha me a oa stad ennon gwelet anezhi ivez.
Ha mé wa stad nénon gwéleu nèy iyeu.
[ha me wa stad nenõ gwelə nɛj ijə]
Et moi j'étais contente de la voir aussi.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Honnezh 'oa stad en enni gwelet ac'hanon.
Hon-neus wa stad néni gwéleu danw.
[hõnəs wa stad neni gwelə dãw]
Celle-ci était contente de me voir.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Honnezh a oa stad en enni gwelet ac'hanon.
Hon-neus wa stad néni gwéleu dan-no.
[hõnəs wa stad neni gwelə dãno]
Celle-ci était contente de me voir.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 evel an ed pa arri da gouezhañ kwa, aze serten... pa vez o vont war-grec'h hag o tisac'hañ, ha 'h a prim kwa hag aze eo fepl kwa ha ma arri amzer fall da vezañ, ma eo druz, « pouf ! », 'h ey en traoñ kwa, 'neus ket nerzh da... 'neus ket graet e stad c'hoazh da xxx (?) keit e vez o vont war-grec'h ha prim kwa, evel pa vez o tisac'hañ, ne vez ket eu... ha goude, diouzhtu 'no fin da astenn neuze e kaleta kwa
[wɛl ne:t pe ɑj də ’gwe:ɑ̃ kwa ’ɑ:he ’sɛɹtɛn pe ve vɔ̃n waɹ’gwex a ti’zɑ:hɑ̃ a ha pɾym kwa ag ’ɑ:he e̞ fɛ:p kwa a ma ɑj ’ɑ̃mzəɹ vɑl də ’ve:ɑ̃ ma e̞ ɹe dɾy: puf hɛj tɾo̞w kwa nøs kə nɛɹs tə nøs kə gwɛt i i stɑ:d hwɑ:s tə ? kɛjt ə ve vɔ̃n waɹ’gweh ha pɾym kwa wɛl pe ve ti’zɑ:hɑ̃ ve kə a nøs kəd ə ’gu:de dy’sty no fi:n də ’hastən ’nœ:he ga’leta kwa]
comme le blé quand il arrive à tomber quoi, là certains... quand il monte et que ses épis sortent de la gaine, il va vite quoi et là il est faible quoi et si arrive du mauvais temps, si c'est gras, « pouf ! », il tombera quoi ; il n'a pas la force de... il n'a pas fait son stade encore pour xxx(?) tant qu'il monte et vite quoi, comme quand ses épis sortent de la gaine, il n'est pas... et après, tout de suite il finira de grandir alors il se solidifiera quoi
Jean Le Du 2012 p.209 « dizahañ […] krog ê n éét te dizahã les épis de blé commencent à sortir de leur gaine »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2