Klask
« strinkadenn »
Frazennoù kavet : 2
-
👂 🔗 en naontek ha c'hwezek ha... ha tri-ugent, a oa bet (ezhomm ?) da gerc'hat dour da... da lakat dour deus ar c'haol-fleur, ha 'ma prenet eu... oh ! 'oa ket... 'ma ket graet un dra abominapl, ar Razaved aze, ar mekanisian, 'nea laket din eu... ur pomp bihan, gant ur chasi kamion ha gant un donell warnañ, evel-se e oan kat da dennañ dour forzh pelec'h ! ha 'h aen da gerc'hat dour aze da... da lakat dour deus troad pep kaol-fleur, e laken... ur strinkadenn dour gant pep hini, un tamm douar warne, abalamour dezhe da gregiñ, an douar a oa ken sec'h 'te ! ma 'lakez ket ur bannac'h dour gante, ben e oant... e oant sur pas da gregiñ hañ !
[ʁaˈzɑˑvəd ... - ... - ...]
en dix-neuf [cent] soixante-... seize, il avait fallu aller chercher de l'eau pour... pour mettre sur les choux-fleurs, et j'avais acheté euh... oh ! ce n'était pas... je n'avais pas fait une chose extraordinaire, Le Razavet là, le mécanicien, m'avait mis euh... une petite pompe, avec un châssis de camion et avec une tonne dessus, ainsi je pouvais tirer de l'eau n'importe où ! et j'allais chercher de l'eau là pour... pour mettre de l'eau au pied de chaque chou-fleur, je mettais... une giclette d'eau sur chacun, un peu de terre dessus, afin qu'ils prennent, la terre était tellement sèche pardi ! si tu ne leur mets pas un peu d'eau, ben ils étaient... ils étaient sûrs de ne pas prendre hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 ur strinkadenn glaou bennaket oa strinket moarvat hag e oa krog an tan 'ba lienaj Ivet, setu ma vije ket bet arri honnezh gozh du-mañ, Ivet marteze a vije bet devet 'ba he gwele
[striŋ’cɑ:n glow bə’nɑkəd wa ’striŋcəd ma’hɑt a wa krɔk tɑ̃:n ba li’e:naʃ i’vɛt sety ma viʒe kə bed ɑj hɔ̃z’go:s tymɑ̃ i’vɛt mɛ’tee viʒe bed ’dɛwəd ba i ’we:le]
une projection de charbon quelconque avait giclé sans doute et le feu avait pris dans le linge d'Yvette, voilà si cette vieille-là n'était pas venue chez moi, peut-être que Yvette aurait été brûlée dans son lit
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi