Klask
« ti-forn »
Frazennoù kavet : 6
-
👂 🔗 Hag un devezh e oan deut d'ober saotiñ... ar min aze. Ha... ha... ni a oa... oa o chom, 'ba an ti-forn, lec'h emañ Pierrot Gwilhou. Ha Jeann... ha Jeann... ma wreg o lâret da... da hemañ : « Kez da lâret d'an tad 'ta, emezi, dont... dont da... dont d'e verenn ! ». Ha 'ma alumet ar vechenn. Hag aet... aet da goach 'ba ar park aze, a-dreñv ar c'hleuz. Ha me o welet hemañ o sellet e-kichen... e-kichen ar min. Ha na oa ket... na oa ket okupet... o welet moged o tont duzh... duzh ar be... duzh ar bern fagod. Pa 'ma gwelet... pa 'ma klevet anezhañ o krial « Papa ! Papa ! deus da... deus... deus da... deus da debriñ, deus da debriñ, emezañ ! ». Ha 'wele ket ac'hanon, 'ouie ket pelec'h e oan. Ha... ha 'ma lampet duzh ar park, kroget en e golier, ha sachet anezhañ 'ba ar park. « Boum ! » eme ar min.
Et un jour j'étais venu faire sauter... la mine là. Et... et... nous étions... habitions dans le fournil, là où est Pierrot Guillou. Et Jeann... et Jeann... ma femme de dire à... à celui-ci [mon fils] : « Va dire au père tiens, dit-elle, de venir... de venir au... de venir déjeuner ! ». Et j'avais allumé la mèche. Et [j'étais] allé... allé me cacher dans le champ là, derrière le talus. Et moi de voir celui-ci en train de regarder à côté... à côté la mine. Et il n'était pas... il n'était pas préoccupé... en voyant la fumée venir de... du ta... du tas de fagots. Quand j'avais vu... quand je l'avais entendu crier « Papa ! Papa ! Viens... viens... viens... viens manger ! viens manger ! dit-il ». Et il ne me voyait pas, il ne savait pas où j'étais. Et... et j'avais sauté du champ, [je l'avais] attrapé par le col et tiré du champ. « Boum ! » que la mine avait faite.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 an Ti-Forn ya
[ti ˈvɔɹn ja]
Trezeni
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Pommeleg, ganet e 1934 e Louaneg, o chom e Trezeni, tud bet ganet e Trezeni / Kawan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar Barier Ruz ! ya, voilà ! ac'hanta ! aze zo ur for... aze zo un ti-forn, Cathou a oa d'ach... a oa a-raok, bremañ n'eo ket eñ, laosket 'neus ar jeu a-gostez
[ˌbɑjɛꝛ ˈɣyˑ- ja - ... - ... - ... ntiˈvɔɹn - ... - ... - ˈlo̞skɛ nøz ˌʒœˑ ˈgɔste] Bear
ar Barier Ruz ! oui, voilà ! eh bien ! là il y a une boulan... là il y a une boulangerie, c'était Cathou pour fin... avant, maintenant ce n'est pas lui, il a cédé son activité
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed ar Bever, ganet e 1938 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Trezeni / Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 alc'hwez an ti-forn
['nɑlhwe ti'vɔɹn]
la clé du four [quelqu'un au visage noir]
entendu mais sens incertain
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an ti-forn oa goude
[ti'vɔrn wa 'gu:de]
il y avait le four après
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 an ti-forn
[ti 'vɔrn]
le four à pain
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi