Klask
« timeziñ »
Frazennoù kavet : 7
-
👂 🔗 Evel ma vije unan o timeziñ, ar plac'h yaouank o timeziñ, e lakae he mamm he c'hoef bras. Hola. Se a oa un dra bennak.
[vɛl ma viʒe 'yn ti'miː plah 'jɔwãŋ ti'miː 'lake i 'mãm i hwef 'pʁaːs – olaː ze wa ən dʁa be'naːk]
Lorsqu'une se mariait, la jeune fille se mariait, sa mère mettait sa grande coiffe. Hola. Ça c'était quelque chose.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 pa veze tud o timeziñ e veze graet euh... an embann 'ba ar maeri... 'ba an iliz dindan droug a bec'hed euh... an hini a oa un dra bennaket... den-ma-hen (?) zo euh... ar sakramant a briedelezh kwa, mariage, hag an hini zo kat da lâret un tamm bennaket diwar-benn se zo sañset da dont da lâret dre droug a bec'hed justement
[pe viʒe tyt ti’mĩ viʒe gwɛd ə ’nimbɑ̃n bah mɛɾi bah ’ni:lis di’nɑ̃:n drug ə ’behəd ə ’ni:ni wa ndrɑ: mə’nɑkət ˌdɛnmə’hɛn zo ə za’krɑmɑ̃n ˌbriɛ’de:lɛs kwa ma’rjaʒ a ’ni:ni zo kat tə ’lɑ:rət dɑ̃m mə’nɑkəd diwar’bɛn ze zo ’sɑ̃səd də dɔ̃n də ’lɑ:rəd dre dru
quand des gens se mariaient on faisait euh... il y avait la proclamation à la mairie... à l'église, sous peine de péché euh... celui qui avait quelque chose... xxx (?) est euh... le sacrement du mariage quoi, mariage, et celui qui peut dire quelque chose à ce sujet est sensé venir le dire sous peine de péché justement
???
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 piv zo o timeziñ ?
[piw zo ti'mĩ]
qui se marie ?
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oa da vamm o timeziñ
[pe wa də vãm 'timi]
quand ta mère s'était mariée
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 daou oamp o timeziñ
[dow wãm 'timi]
nous étions deux à nous marier
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Me a oa an hini kentañ o timeziñ.
Mé oa ’n ni kêntañ timiñ.
J'étais la première à me marier.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha feiz an deiz-se deus noz, neuze goude koan feiz, 'na goulennet gante hag-eñ ne oant ket kontant da welet ac'hanon o timeziñ dezhañ quoi.
A fé, ’n dé-sé deu nos, neuhé goudé koan, fé, na goulet gantè ag-eñ oant ke kontan de wéled añw timi déañ quoi.
Et ce jour-là, le soir, après le repas du soir, il leur avait demandé s'ils voulaient que je me marie avec lui.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal