Klask
« toenn »
Frazennoù kavet : 4
-
👂 🔗 Chapel Gireg ivez amañ, unan 'nea troc'het un treust diwarni, e oa kouezhet toenn ar chapel, ha goude e oa bet gwerzhet ar vein dionti
[ˌʃapəlˈgiˑɹe̞g ... - ... - ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Prijant, ganet e 1938 e Ploubêr, o chom e Ploubêr, tud bet ganet e Tredraezh / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-08-29)
-
👂 🔗 met... peogwir e oa okupet ar menaj gant an Almanted, ar c'hourmed a gouske war an doenn bepred. Hag an Almanted a lâ... eu... a laoske anezhe da gousket war toenn an ti, a laoske anezhe hañ !
[…]
mais... puisque la ferme était occupée par les Allemands, les pigeons dormaient sur le toit toujours. Et les Allemands dis... euh... les laissaient dormir sur le toit de la maison, ils les laissaient hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 Ha... ha petra 'namp graet nemet... mont... mont... mont... mont e-mesk ar strud hag e-mesk al lann evel-se. An Almanted 'na graet ur plas, ur plas d'ober... ur fon... un fondamant simant. Evit... evit... evit komañs... batisañ ur bloko... ur blokoz, beton, war-benn. Ha ni o welet e oa ur c'hloc'h, « daonet e vin ! Emezon-me, Saint Maudez, oh, ma Doue ! » « hennezh eo... eme... eme ma vreur », 'na lâret din, ha da ma c'hoar, ma... ma c'hoar a oa ganimp ivez, ya, da brepariñ boued dimp. « Eo... eo... eo kloc'h an Enez Maodez ! » Ha... ha 'dant graet eu... ur machin koad, evel... evel eu... evel ur si... evel ur siminal aze. Hag un toenn warnañ ha lakeet ar c'hloc'h.
[ˌneˑnəzˈmo̞ˑde]
Et... qu'avions-nous fait mais... aller... aller... aller... aller dans les ronces et les ajoncs comme ça. Les Allemands avaient fait un emplacement, un endroit pour faire... une fon... une fondation en ciment. Pour... pour... pour commencer... à bâtir un blockha... un blockhaus, en béton, par-dessus. Et nous de voir une cloche, « que je sois damné ! dis-je, Saint Maudez, oh, mon Dieu! » « ça c'est... dit... dit mon frère », il m'avait dit, et à ma soeur, ma... ma sœur était avec nous, oui, pour nous préparer à manger. « C'est... c'est... c'est la cloche de an Enez Maodez ! » Et... et ils avaient fait euh... un machin en bois, comme... comme euh... comme une che... comme une cheminée là. Et un toit dessus pour mettre la cloche.
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 tresañ an doenn ya, adsevel toenn an ti
[’tɾesə ’ndɔ̃ən ja hat’sɑ:və ’dɔ̃ən ti:]
réparer le toit oui, refaire le toit de la maison
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi