Klask
« toullañ »
Frazennoù kavet : 8
-
🔗 toullañ
toulan
[tulã]
creuser
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hennezh zo evit toullañ koad, ur vouched
[hẽ̞:s so wit 'tulɑ̃ kwɑt ə 'vuʃət]
celui-là sert à percer le bois, un vilebrequin
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar re-se zo... ar re-se zo acharnet, ar chas bihan-se, acharnet int war al loened fall-se, pa 'h eont war al lern pe war ar broc'hed aze, neuze e renkez toullañ warne
[ɹes so ɹes so aʃɑɹnət ʃɑz 'bi:ən ze a'ʃɑɹnəd ɛɲ waɹ 'lwẽ̞:nə fɑl ze pe hɛɲ war lɛrn ban 'duar pe'tɑ̃mɑ̃n war 'brɔhəd 'ɑ:he 'nœhe 'rɛŋkɛs 'tulɑ̃ warnɛ]
ceux-là sont... ceux-là sont acharnés, ces petits chiens-là, ils sont acharnés sur ces sales bêtes-là, quand ils vont après les renards dans la terre ou après les blaireaux là, alors tu dois creuser sur eux [pour les attraper]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'teus ket nemet sellet, boñ, ar moell-karr a vez lâret kwa boñ, 'teus gwelet lakat an emproù e-barzh aze kwa, boñ, toullañ hennezh o c'hoari en-dro ha dezhe d'arriet just ha neuze goude laket en-dro warne kwa, ha pa vije laket ar c'helc'h warne eu... pa deue en-dro... met goude 'ba... 'ba ar c'hreiz, 'ba kreiz hennezh neuze e oa eu... « kibañ anezhi » a vije lâret kwa, ha eñ aze... n'eo ket lâret 'teus bet gwelet, aze zo ur machin houarn da lakat e-barzh
[tøs kə mɛ zɛl bɔ̃ mul'kɑɹ ve 'lɑ:ɹət kwa bɔ̃ tøz gwe̞ld 'lɑkət 'nɛpɾo baɹz 'ɑ:he kwa bɔ̃ 'tulɑ̃ hẽ̞:s hwɑj ndɾo a dɛ: 'dɑjə ʒyst a 'nœ:e 'gu:de 'lɑkə ndɾo waɹnɛ kwa a pe viʒe 'lɑkə hlɛh waɹnɛ ə pe de ndɾo mɛ 'gu:de bah bah hɾɛjs bah hɾɛjs hẽ̞:s 'nœ:he wa ə 'ki:bɑ̃ nɛj viʒe lɑ:t kwa a hẽ̝: 'ɑ:he ne̞ kə lɑ:t tøs be 'gwe̞:lət 'ɑ:he zo 'mɑʃin 'hu:aɹn də 'lɑkə baɹs]
tu n'as qu'à regarder, bon, le moyeu de la charrette qu'on dit quoi bon, tu as vu mettre les rayons dedans là quoi, bon, trouer celui-là tout autour pour qu'ils arrivent juste et alors après les mettre autour quoi, et quand on mettait le cercle dessus euh... quand il tournait... mais après dans... au centre, au centre de celui-là alors il y avait euh... « on mettait un cercle de fer » qu'on disait quoi, et lui là... ce n'est pas dit que tu aies vu, là il y a un machin en fer pour le mettre dedans
Vallée 2014 p.327 « kibañ : mettre ce cercle ; kibañ, verbe actif, garnir intérieurement le moyeu d’un cercle de fer. »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa 'mijemp d'ober toullañ traoù tev, traoù... houarn tev, 'h aemp da di ar marichal
[pe miʒɛm do:r 'tulɑ̃ trɛw tew trɛw 'huarn tew hɛm də di ma'riʃəl]
quand nous avions à percer des choses épaisses, des choses... du métal épais, nous allions chez le maréchal-ferrant
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 ar gazeg-koad a vije lâret e vije unan evel-se ganti en he beg pa vije o toullañ 'ba 'r wezenn
[ˌgɑ:zə’kwɑt viʒe ’lɑ:rɛd viʒe yn vise gɑ̃nti ni bek pe viʒe ’tulɑ̃ bah ’weən]
on disait que le pic-vert en avait une comme ça avec lui dans son bec quand il trouait un arbre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 toullañ an douar
['tulɑ̃ 'nduar]
creuser la terre
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar gazeg-koad a vije lâret e vije unan evel-se ganti en he beg pa vije o toullañ 'ba ar wezenn
[ˌgɑ:zə’kwɑt viʒe ’lɑ:rɛd viʒe yn vise gɑ̃nti ni bek pe viʒe ’tulɑ̃ bah ’weən]
on disait que le pic-vert en avait une [herbe magique] comme ça avec lui dans son bec quand il trouait un arbre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi