Klask
« trañcheoù »
Frazennoù kavet : 5
-
👂 🔗 ha d'ar c'houlz-se 'vije ket... di... diz... diz... dizou... dizouret ma kerez an douaroù evel e vez graet bremañ, bremañ e vez graet pejoù trañcheoù, hag eu... e vezont... e vezont eu... hag e vez lemet an dour, hag en em... e vezont didouret ma kerez, hag e-se en em gavont da vezañ douar... douar mat, alies-a-wech, setu... neuze e oa en em gavet ar menaj... ar menaj all-se
[...]
et à cette époque-là on ne... dr... drai... drai... drain... drainait pas si tu veux les terres comme on fait maintenant, maintenant on fait de grosses tranchées, et euh... elles sont... elles sont euh... et on retire l'eau, et se... elles sont drainées, et donc elles se retrouvent être des terres... de la bonne terre, souvent, voilà... alors cette ferme... cette autre ferme-là s'était installée
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef ar Rouz, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2024-02-29)
-
👂 🔗 Traou an Enez ya, aze 'na graet eu... ar Boched labourioù, ha 'h ae reoù aze da... d'ober... trañcheoù aze, 'ba Traou an Enez
[ˌtɾɔwˈnẽˑne̞z ja - ... - ... - ... - ... - ˌtɾɔwˈnẽˑne̞s]
Kemper-Gwezhenneg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Konan, ganet e 1931 e Kemper, o chom e Kemper, tud bet ganet e Pleuzal / Kemper.Dastumer : Tangi (2023-08-08)
-
👂 🔗 abaoe zo graet eu... an asenisamant aze, zo tremenet trañcheoù 'ba ar sekteur, ha ma en em drompan ket eo sec'hed abaoe, a soñj dit ! aze, aze zo... ar bal vras-se te 'neus tapet eu... 'neus tapet an arridenn, an arridenn, « pioup ! », lec'h dour... dour... tapet an dour xxx ( ?) da belec'h int aet, di... ya eu... diviet
[ˌbwe zo ˌgɛd ə - nasɛniˈsɑ̃mɑ̃n ˌɑhe̞ - zo tɹeˈmeːnə tɹɑ̃ˈʃeˑo bah ˈsɛktəɹ - a ma nɔ̃n dɹɔ̃mˌpɑ̃ kə he̞ ˈzehɛd ˌbwe - ˌʒɔ̃ˑʃ tit - ˌɑhe̞ ˌɑhe̞ zo - ˌbɑˑl ˈvɹɑːs se te nøs ˈtɑpəd ə - nøs ˈtɑpə naˈɹiːdən - naˈɹiːdən pjup - ˌle̞x ˈduˑɹ ˈduˑɹ ˌtɑpə ˈduˑɹ ? də ˌble̞x iɲ ˌɛt - ˈdi ja ə - diˈviˑət]
depuis qu'a été fait euh... l'assainissement là, des tranchées ont été passées dans le secteur, et si je ne me trompe pas elle est desséchée depuis [fontaine], imagine ! là, là il y a... cette grande pelleteuse-là pardi a attrapé euh... a attrapé (la rigole ?), (la rigole ?), « pioup ! », au lieu de l'eau... l'eau... a attrapé l'eau xxx ( ?) où sont-ils allés, dé... oui euh... déviée
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 tapet 'ba euh... an trañcheoù kwa hein
['tɑpəd bah ə ntʁɑ̃'ʃe:o kwa ɛ̃]
attaqué dans euh... les tranchées quoi hein [attaque au gaz]
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
👂 🔗 c'hoazh 'ma bet chañs, eu... bezañ a oa bernioù reoù gant an dysenterie te ! hag e renkent chom... peogwir 'na ezhomm evit kabinedoù te ! evit kement-se a dud, e oa trañcheoù 'ba ar c'hamp, hag e renkent chom e-pad an noz e-kichen an trañcheoù-se
[hwɑs ma bet ʃɑ̃:s - ə ’be:ɑ̃ wa ’bɛɹɲo ɹew gɑ̃n disã’tɾi te - a ’ɹɛŋkɛn ʃo̞m - py na em wit kabi’ne:ʒo te - wit ke’mese dyt - wa tɾɑ̃’ʃe:o bah hɑ̃: - a ’ɹɛŋkɛn ʃo̞m pa:’nɔ̃:s ’kiʃən tɾã’ʃe:o ze]
j'avais eu de la chance encore, euh... il y en avait plein qui avait la dysenterie pardi ! et ils devaient rester... puisqu'ils avaient besoin pour les toilettes pardi ! pour autant de gens que ça, il y avait des tranchées dans le camp, et ils devaient rester toute la nuit à côté de ces tranchées-là
Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.Dastumer : Tangi