Klask
« treutoc'h »
Frazennoù kavet : 4
-
👂 🔗 met honnezh, arri eo... arri eo treut, oh ! ne vo ket treutoc'h ken
[mɛ hɔ̃:z ɑj e̞ ɑj e̞ tɾœt o vo kə ’tɾœtɔx ken]
mais celle-là, elle est... est desséchée, oh ! elle ne sera pas plus maigre [orange]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peotramant ma ra glav alese e vo kazi e-pad an deiz, deus Sud-Est kwa pe Est, aze emañ muioc'h Est, Ploueg a ra muioc'h l'Est kwa, hag aze... aze e vez muioc'h yenion ha sec'hour, treutoc'h kwa
[pe’tɑmɑ̃n ma ɹa glɑw ’lese vo ’kɑ:he pa:n de: dœs sydɛst kwa pe ɛst ’ɑ:he mɑ̃ ’my:ɔh ɛst ’plu:əg ɹa ’my:ɔh lɛst kwa ag ’ɑ:he ’ɑ:he ve ’my:ɔh ji’ni:ɔ̃n a ’ze:huɹ ’tɾœtɔx kwa]
sinon s'il pleut de là il fera quasiment toute la journée, du Sud-Est quoi ou Est, là c'est plus Est, Ploueg fait plus l'Est quoi, et là... là il y a plus de froid et de sécheresse, [le vent] est plus froid et sec
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 yenaet eo bepred, an avel zo treutoc'h, añfin, goañv zo arri ivez kwa, ma vez un tamm bennak ! betek-henn eo bet brav kwa, glav... glav ne ra ket nemeur bepred koura
[ji'nɑ:d e̞ 'bopət 'nɑwəl zo 'tɾœtɔx ɑ̃'fin 'gu:ɑ̃ zo ɑj ie kwa ma ve tɑ̃m mə'nɑ:k bekəhɛn he̞ be bɾɑw kwa glɑw glɑw ɹa kə mœ:ɹ 'bopət 'kua]
ça s'est rafraîchi toujours, le vent est plus vif, enfin, l'hiver est arrivé aussi quoi, s'il y en a ! jusqu'à présent il a fait beau quoi, la pluie... la pluie il n'y en a pas beaucoup quand même quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 treutoc'h
['trœtɔh]
plus maigre, plus fine [fleur d'oenanthe]
Gant : Michel ar Bihan, ganet e Bear e Bear, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi