Klask
« veterinaerien »
Frazennoù kavet : 4
-
👂 🔗 Hag e oa tennet hag adtennet ar c'hole, deus ar c'hraou. A-benn neuze e oa un eonenn en e c'henoù. Met 'na ket sellet deus ar vuoc'h. Hag eñ o (kognal ?) eno. 'Na bet un... un malaise. Ar c'hole. Ah ya ya ! Ha prest a-walc'h e oa tapet botoù-koad ar patron dindan... dindan e... ar c'hein ar c'hole. Hag eñ da derc'hen... da derc'hen da zizalaniñ, derc'hen da zizalaniñ. Ha goude e oa aet da lâret da Le Clec'h. Pe da lâret da... veterinaer Karluer deus Plouared. Ar veterinaerien. Ha dont kwa ! Hein ?! Sell aze !
[... - ... wa neˈɔ̃ˑnən ni ˈheˑno - ... - a ˌẽ ˈkɔ̃ɲəl ˈeˑno - ... - ... - ... - ... ˈdɛʴhɛn də ˌzizaˈlɑ̃ˑnĩ - ˈdɛʴhɛn də ˌzizaˈlɑ̃ˑnĩ - ... - vøtɣiˈnɛˑʁ ... - vøtɣiˈnɛˑʁjɛn - ...]
Et on avait tiré et retiré le taureau, de l'étable. Pour alors le taureau avait de l'écume à la bouche. Mais il n'avait pas regardé la vache. Et il (se mettait dans le coin ?) là-bas. Il avait eu un... un malaise. Le taureau. Ah oui oui ! Et les sabots de bois du patron avaient failli être pris sous... sous son... le dos du taureau. Et lui de continuer de... de continuer de respirer [fort], continuer de respirer [fort]. Et après on était allé dire à Le Clec'h. Ou dire à... au vétérinaire Le Carluer de Plouared. Les vétérinaires. Et [eux] de venir quoi ! Hein ?! Voilà !
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lec'h emañ ar veterinaerien aze bremañ, goût a rez pelec'h emañ ar veterinaerien, nann ?
[ˌle̞χ mɑ̃ ˌvetɛjɣiˈnɛˑɣjɛn ˌɑhe ˈbo̞mɑ̃ - ˌguˑd ə ɣes ˌple̞χ mɑ̃ ˌveteɣiˈnɛˑɣjɛn nɑ̃n]
là où sont les vétérinaires là maintenant, tu sais où sont les vétérinaires, non ?
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janin an Herveig, ganet e 1932 e Ploueg, o chom e Ploueg, marvet e 2024, tud bet ganet e Ploueg / Runan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ar c'houlz-se ar veterinaerien, pa vije klañv ar c'hezeg a lâre poazhat had lin dezhe, ha gant... e lakeent anezhe... gant ur gorzenn e vijent laket da lonkañ anezhañ
[də 'hulse ˌveteʁi'nɛ:ʁjɛn pə viʒe klɑ̃: 'he:zɛk 'lɑ:ʁe 'pwɑ:hət had'li:n dɛ: a gɑ̃n la'keɛɲ nɛ: gɑ̃n ə 'gɔʁzən viʒɛɲ 'lɑkəd də 'lɔ̃ŋkɑ̃ neɑ̃]
à cette époque-là les vétérinaires, quand les chevaux étaient malades, disaient de leur cuire des graines de lin, et avec... ils les mettaient... on les faisait avaler avec une tige
Gant : Elen ar Gov, ganet e 1931, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plounevez-Moedeg / Louergad.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar veterinaerien
[ˌveteri'nɛrjɛn]
les vétérinaires
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi