Klask
« vo »
Frazennoù kavet : 983
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50
-
👂 🔗 1. Kerzinan... 2. 'vo ket... 'vo ket... 'vo ket met eu... me a oa... tud deus ma familh o chom en kerzinan, setu...
1. [ˌkɛꝛˈziˑnən] 2. [... - ... - ... - ... - ... kɛꝛˈziˑnɛn - ...]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 Keram... ah, Kerampoudou ! ay, ah, Kerampoudou, -poudou on sur, -poudo... n'eo ket... Kerpoudou, ret e vo gwelet gant ma mamm, Ker... Kerpoudou, eñ zo... a soñj din eo... eu... piv e oa ? Tremael a oa o chom aze eu...
[... - a - ˌkɛʁɑ̃ˈpuˑdu - ja - a ˌkɛʁɑ̃ˈpuˑdu - ˈpuˑdu ... - ... - ˌkɛꝛˈpuˑdu - ... - ... - ˌkɛꝛˈpuˑdu - ... - ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 ya, ni a rae diontañ Ti ar Mud, ret e vo din goull marteze gant ma mamm met eu... ar mud... an hini a oa o chom aze a oa... a oa mut
[ja - ... ˌtiəˈmyt - ... - ... - ... - ...]
Brelevenez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Lug Kerrouz, ganet e 1955 e Brelevenez, o chom e Sant-Ke-Perroz, tud bet ganet e Brelevenez / Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2023-09-09)
-
👂 🔗 « Oh, bremañ eu... bremañ emañ an nevez-amzer amañ. xxx ( ?) gortoz un tamm bihan ha tout al labourioù zo 'ba ar parkeier aze. Ah, daon ! heiz ha tout... ha goude e vo ar foenn da droc'hañ. Ah... aze e vo ur bern labour c'hoazh. Oh ! E-kreiz-etre foenn ha miz Eost aze, e fin... da... komañsamant mois de juillet pe... », 'darc'han ket da gaout soñj deus... deus mois de juillet gouez dit. Ha... voilà... « Ah, ya ! » « Ya met... penao... penaos e vo kont deus ivez ? Pegement e vo se... evit dimeziñ ?
[...]
« Oh, maintenant euh... maintenant c'est le printemps ici. xxx ( ?) attendre un petit peu et tous les travaux sont dans les champs là. Ah, dame ! l'orge et tout... et après il y aura le foin à couper. Ah... là il y aura encore beaucoup de travail. Oh ! Entre les foins et le mois d'août là, à la fin... de... au commencement du mois de juillet ou... », je ne me rappelle pas de... du mois de juillet comme tu dis. Et... voilà... « Ah, oui ! » « Oui mais... comm... comment ça se passera ? Combien ça coûtera... pour se marier ? »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 « Oh met se a depand deus pegoulz 'teus c'hoant da dimeziñ. Ma 'teus c'hoant da dimeziñ abred eu... da seizh beure 'vo... 'vo ket nemet hanter-kant lur kwa ! » « Ah... hanter-kant lur, met da seizh eur beure... oh ! se zo re abred memes tra evit ober un eured kwa ! » « Ha nav eur, nav eur e vo... e vo kant lur neuze kwa ! Ha... » « Ya, met me 'meus c'hoant da gaout un eured... kaer memes tra... » « Ya met ma... ma 'teus c'hoant e vije sonet ar c'hleier hag an harmonium ha kantikoù ha tout eu... Neuze e vo daou c'hant lur emezañ. » « Oh... mat eo ar jeu neuze ! 'na lâret d'ar person. Mat eo ar jeu ! Daou c'hant lur, mat ar jeu ! »
[...]
« Oh mais ça dépend de quand tu veux te marier. Si tu veux te marier de bonne heure euh... à sept heures du matin ce ne sera... ce ne sera que cinquante francs ! » « Ah... cinquante francs, mais à sept heures du matin... oh ! ça c'est trop tôt pour faire un mariage quand même quoi ! » « Et neuf heures, neuf heures ce sera... ce sera cent francs alors quoi ! Et... » « Oui, mais moi je veux un mariage... beau quand même... » « Oui mais si... si tu veux que les cloches soient sonnées et l'harmonium et des cantiques et tout euh... Alors ce sera deux cent francs, dit-il. » « Oh... marché conclu ! qu'il avait dit au curé. Marché conclu ! Deux cent francs, marché conclu ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Hag e oa aet ti ar boucher, ha 'na lâret d'ar boucher : « Ret e vo lakat un tamm kig soubenn din hag... un tamm chaosis ha... un tamm patez ivez, met 'h an da vont da... betek ar bourk aze da gerc'hat ma damm butun kwa ». Hag eñ oc'h arriout 'ba... an ostaleri ma vije gwerzhet butun ha tout, ur buro-butun. Hag eñ... dek eur beure apeupre e oa kwa, ha kemeret ur chopinad jistr, gant eu... gant an ostiz kwa.
[...]
Et il était allé chez le boucher, et il avait dit au boucher : « Il faudra me mettre un peu de viande à soupe et... un peu de saucisse et... un peu de pâté aussi, mais je vais aller au... jusqu'au bourg là pour aller chercher ma dose de tabac quoi ». Et il arriva à... au bar où l'on vendait le tabac et tout, un bureau de tabac. Et il... il était dix heures du matin à peu près quoi, et il avait pris un coup de cidre, avec euh... avec le tenancier.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Hag e oant o lâret : « Ben ya, kar an dour mor... n'eus ket mann ebet welloc'h evit an dour mor evit eu... evit ar rumatisoù kwa ! » Ah... ha Fañch aze o selaou. « Oc'hola ! emezañ... » Ya, ar re-mañ a gaoze galleg aze met... « Ah ! n'eus ket evel... l'eau de mer, il n'y a rien de mieux pour les rhumatismes que l'eau de mer ». « Oc'hola ! emezañ, an dour mor zo mat ? Ret e vo din en em okupiñ douzh se, emezañ ». Hag eñ o vont d'ar gêr gant... gant e gomisionoù ha tout kwa.
[...]
Et ils disaient : « Ben oui, car l'eau de mer... il n'y a rien de mieux que l'eau de mer pour euh... pour les rhumatismes oui ! » Ah... et Fañch là était en train d'écouter. « Holà ! dit-il... » oui, ceux-ci parlaient français mais... « Ah ! il n'y a rien comme... l'eau de mer, il n'y a rien de mieux pour les rhumatismes que l'eau de mer ». « Holà ! dit-il, l'eau de mer est bonne ? Il faudra que je m'occupe de ça, dit-il ». Et il rentra à la maison avec... avec ses courses et tout quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha lâret da Maivon kwa : « Oh ! Ret e vo din mont da... da gerc'hat ur bannac'h dour mor da soagnal ac'hanout memes tra douzh da rumatisoù aze, kar douzh klevet eu... 'meus klevet aotrounez 'ba ar bourk aze o lâret n'eus ket mann ebet welloc'h evit an dour mor evit soagnal rumatisoù ».
[...]
Et il dit à Maryvonne quoi : « Oh ! Il faudra que j'aille... chercher un peu d'eau de mer pour te soigner tes rhumatismes quand même, car à ce qu'il parait euh... j'ai entendu des messieurs au bourg là qui disaient qu'il n'y rien de mieux que l'eau pour soigner les rhumatismes ».
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha goude, an dud pa 'na klevet se, o vont da welet Fañch kwa : « Gallet 'tije gwerzhañ ur bannac'h dour mor din ? » « Oh, ya ma kerez ! ». Ha lâret ar briz da... xxx ( ?). « Ur werennad a vo daou wenneg kwa ! Ha ma 'teus c'hoant da gaout ur voutailhad e vo eu... pevar real kwa ! Met ma 'teus c'hoant da gaout muioc'h eu... e vo un tamm bihan keroc'h kwa ! Ugent real ma 'tez c'hoant da gaout... dek litrad kwa... » « Bon ! »
[...]
Et après, les gens quand ils avaient entendu ça, allèrent voir Fañch quoi : « Pourrais-tu me vendre un peu d'eau de mer ? » « Oh, oui si tu veux ! ». Et il avait dit le prix à... xxx ( ?). « C'est deux sous le verre quoi ! Et si tu veux une bouteille c'est... quatre réaux quoi ! Mais si tu veux davantage euh... c'est un petit peu plus cher quoi ! Vingt réaux si tu veux avoir... dix litres quoi... » « Bon ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha... an dud a oa bet pres war... war e dour mor kwa, gwerzhet tout e dour mor. Ha tremenet miz Eost. Arri miz Gwengolo aze, e oa krog... eñ o stokañ war e varrikenn. « Oc'hola ! Homañ zo arri izel ! N'eus ket kalz a dour amañ ken, emezañ. Ret e vo din mont d'ar mor da gerc'hat ur bannac'h... ur varrikennad all kwa.
[...]
Et... les gens s'étaient pressés pour... pour avoir de l'eau de mer quoi, il avait vendu toute son eau de mer. Le mois d'août était passé. On était au mois de septembre, il avait commencé... il avait tapoté sa barrique. « Holà ! Celle-ci est basse ! Il n'y a plus beaucoup d'eau ici, dit-il. Il faudra que j'aille à la mer chercher un peu... une autre barrique quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 « Ah ! xxx ( ?) » Eñ o welet ur barrouz, « Lokenvel ». Oh ! Un tamm parrouz vihan aze e-kichen eu... e-kichen Belle-Isle-en-Terre... penaos lâret Belle-Isle-en-Terre en brezhoneg deja ? Benac'h ya ! « E-kichen Benac'h, ret e vo din mont da welet ??? ar barrouz vihan-se ».
[...]
« Ah ! xxx ( ?) ». Et il vit une paroisse, « Lokenvel ». « Oh ! Une petite paroisse là à côté euh... à côté de Belle-Isle-en-Terre... » comment dire Belle-Isle-en-Terre en breton déjà ? Belle-Isle-en-Terre oui ! « A côté de Belle-Isle-en-Terre, il faudra que j'aille voir cette petite paroisse ».
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha neuze e oa... ur beleg 'ba ar barrouz hag a oa... arri 'ba divskouarnioù an eskob, xxx ( ?) penaos hennezh... a blije dezhañ d'evañ ur bannac'h mat. Alies, arri e vije... a-benn an noz e vije futet-mat kwa ! Ha 'na lâret : « Ya, ret e vo din mont d'ober un tamm tro da vont da welet anezhañ, dam da... ».
[...]
Et alors il y avait... un curé dans la commune qui était... arrivé aux oreilles de l'évêque, xxx ( ?) comment il... aimait bien boire son coup. Souvent, il était... il était bien éméché une fois arrivé le soir quoi ! Et il avait dit : « Oui, il faudra que j'aille faire un petit tour pour aller le voir afin de... ».
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha Monseigneur Serrand, eñ a oa un den ha... modern a-walc'h kwa, ha 'na lâret : « Bon eu... me a vez partout, 'ba ar parroujoù bras, an ilizoù bras, Landreger, Lannuon, Loudeag, Gwengamp ha... tout ar pardonioù aze. Met ret e vo din mont da welet eu... ar veleien zo 'ba eu... tammoù parroujoù vihan aze. Ar re-se 'welont ket an eskob nemeur kwa ! »
[lɑ̃nˈdʁeˑgəꝛ - lɑ̃ˈnyˑõn - luˈdeˑak - ˈgwe̞mgɑ̃m]
Et Monseigneur Serrand, lui c'était un homme qui était... assez moderne quoi, et il avait dit : « Bon euh... moi je suis partout, dans les grandes paroisses, les grandes églises, Landreger, Lannuon, Loudeag, Gwengamp et... tous les pardons là. Mais il faudra que j'aille voir euh... les prêtres qui sont dans euh... les petites paroisses là. Ceux-là ne voient guère l'évêque quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Komanant an Ermid ? oh, met hennezh zo 'ba... 'ba an dou#... 'ba ar mor ! goude Ker#... en-dro da Kerared, pas pell hañ ! met justamant ! hennezh zo pelloc'h evit Kerared, da vont 'ba ar mor, zo kazi evel un enezenn, ah, ya ! kazi... kazi... tost un enezenn, troc'het e vez gant ar mor hañ ! met moaien zo da vont war... war-dreid, war-droad, met pas eu... pas pa vo mor
[ko̞ˌmɑ̃nˈnɛꝛmit - ... - ... - ... kɛˈʁaˑt̚ - ... - ... - ... kɛˈʁaˑt - ... - ... – a ja - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Priel
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Yekel (al Lojo), ganet e 1928 e Priel, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Planiel / Hengoad.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
🔗 eñ 'vo ket pell
Hé vo ket pell.
[he vo kø pɛl]
Il ne sera pas longtemps.
Gant : Michel ar Bihan, ganet e Bear e Bear, o chom e Plouilio, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 e vo beuzet
e vo beu-eu-t.
[e vo bœ:t]
Il va être noyé. (le pastis)
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Kement-se chokola a vo debret ?
Kémésé chokola vo dèbeut ?
[kemese ʃokola vo dɛbət]
Il y aura tant que ça de chocolats qui seront mangés ?
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Penaos e vo graet Julien ? Ur solusion 'teus ?
Penons vo gwèt Julien ? Solusion-n teus ?
[pənõs vo gwɛt ʒyljɛ̃] [solusiõn tøs]
Comment on va faire Julien ? Tu as une solution ?
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Torr e vo.
Tor vo.
[toʁ vo]
ça va être cassé.
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 Meus aon 'vo ket ken fall-se.
Meus owo-n vo keu kén val zé.
[møs owon vo kø ken val ze]
Je pense que ça ne sera pas si mal que ça.
Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet enoDastumer : Julien
Pajennoù : 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 11 12 13 14 15 16 17 18 19 20 21 22 23 24 25 26 27 28 29 30 31 32 33 34 35 36 37 38 39 40 41 42 43 44 45 46 47 48 49 50