Klask
« voutañ »
Frazennoù kavet : 42
-
👂 🔗 ha goude, e oa ur gomanant all neuze, aze e oa Hipolit Berrzae o chom en diwezhañ, ma zud 'h ae da lakat patatez da voutañ war ar solier en askont 'nea ur solier brav, hag e vije laket ar patatez en o sav gwelet a rez ! tout, tout en o sav, (a rae moaien ?) da gaout tout en o sav, tout ! ha neuze e oa sklaer ar solier, hag aze e voutent brav, abominapl ! ha goude e vijent troc'het, ar patatez, en daou, a-raok hadañ anezhe
[bɛꝛˈze̞ˑ]
et après, il y avait une autre ferme alors, là c'était Hyppolite Berezai qui habitait en dernier, mes parents allaient mettre des patates à germer dans le grenier étant donné qu'il avait un beau grenier, et on mettait les patates debout, vois-tu ! toutes, toutes debout, (on arrivait ?) à les mettre toutes debout, toutes ! et alors le grenier était éclairé, et là elles germaient bien, incroyable ! et après on les coupait, les patates, en deux, avant de les semer
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
🔗 en ur voutañ
non-n voutan
[nõn vutã]
en poussant
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Julien
-
🔗 laosken da voutañ evel a garont
Losk voutan vèl garègn.
[losk vutã vɛl gaʁɛɲ]
Les laisser pousser comme ils veulent. (les cheveux)
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 lakat da voutañ
lak de voutan
[lak də vutã]
faire pousser [plantes]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 krog int da voutañ sell !
[...]
ils ont commencé à germer regarde [bulbes] !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 ur bern koad zo bet eu... en em gavet peogwir ni, pa 'h aemp da dic'harzhañ, 'vije ket droed da droc'hañ ur blantenn vihan, e bleges anezhi dindan da votoù-lêr aze, hag e leskes anezhi da voutañ, met honnezh ar bloaz... ar bloaz... en em gave uheloc'h
[... - ... - ... ˌblɑ̃ntən ˈviˑən ... - ... - ...]
on s'est retrouvé euh... avec plein de bois puisque nous, quand nous allions débroussailler, on n'avait pas le droit de couper un petit plan, tu le pliais sous ton soulier là, et tu le laissais pousser, mais celui-là l'année [suivante]... l'année [suivante]... était plus haut
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha se... se... se a rae poan din, ha gouvezout a rez, an dud 'vezont ket sympas, 'vezont jentil, an hini zo... un tamm bihan fragile, e vo reoù o voutañ warnañ...
[...]
et ça... ça... ça m'a fait mal, et tu sais, les gens ne sont pas sympas, ils ne sont pas gentils, celui qui est... un petit peu fragile, il y en aura certains à l'enfoncer [litt. le pousser]...
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 me a gaozee brezhoneg, 'derc'hen kont ebet deus se, hag eu... un tamm... un tamm sindika evel-se e oamp, pennoù kalet, hag eu... me... me... me a oa... me a vije o voutañ, evit lâret dit ar wirionez
[...]
moi je parlais breton, je ne tenais pas compte de ça [du symbole], et euh... un peu... nous étions une petite bande comme ça, des têtes dures, et euh... moi... moi... c'était moi... c'était moi qui poussait [à la désobéissance], pour te dire la vérité
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 hag e vije ordin oc'h esa boutañ un tamm paper, « xxx ( ?), 'ma lâret, me zo o vont da (dihopañ ?) ar paotr bihan-mañ memestra ! emañ o vont da lakeet tan war ma c'hein », hag e oan arriet, xxx ( ?) 'ma graet, 'ma ket graet trouz ha me o voutañ e biz dezhañ da-heul, eñ 'na aretet sell da voutañ paper 'ba... 'ba... 'ba... 'ba an toull-se !
[a ˌviˑʒe ɔꝛˌdiˑn ˈhɛsa ˈbutɑ̃ tɑ̃m ˈpɑpəꝛ - ? ma ˌlɑˑꝛ - ˌme zo ˌhɔ̃n diˈhopɑ̃ po̞d ˈbiˑən mɑ̃ mo̞sˈtɣɑˑ - mɑ̃ ˌɔ̃n də laˈkeˑɛ ˈtɑ̃ˑn waꝛ ma ˈhɛɲ - a wɑ̃n aˌɣiˑɛt - ? ma ˌgwe̞t - ˌma kə ˌgwe̞ ˈtɣuˑz a ˌme ˈvutɑ̃ i ˈbiˑz ˌdeˑɑ̃ də ˈhœˑl - ˈhẽ na aˈɣɛtət sɛl də ˈvutɑ̃ ˈpɑpəꝛ bæ bæ bæ bæ ˈtul ze sɛl]
et il essayait tout le temps de fourrer un bout de papier [dans le feu], « xxx ( ?), que j'avais dit, moi je vais (gronder ?) ce petit gars-là quand même ! il va me mettre le feu dans le dos », et j'étais arrivée, xxx ( ?) j'avais fait, je n'avais pas fait de bruit et moi de pousser son doigt à la suite [du bout de papier], il avait arrêté tiens de fourrer du papier dans... dans... dans... dans ce trou-là !
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Louiz Gwajou, ganet e 1932 e Lanvezeeg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e ar Vinic'hi / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. honnezh... hoñ a oa ur skolaerez vat, kontet mat hañ ! 2. oh ! hoñ a skoe hañ ! 1. ah ya ! neuze e rae vad 'hat ! 2. ha tout a rae moaien da desk... e rae moaien da voutañ anezhe da deskiñ 1. hoñ 'da d'ober kar... 2. me 'mije ket bazhad peogwir e desken met xxx ( ?) 'ma ket bet bazhad james met hoñ a skoe hañ ! 1. ah ya, gant ar reglenn 2. gant ar reglenn war an daouarn hag e deue barrennoù war o daouarn, met fidamdoue, an hini 'nije d'ober kroazañ a glenke e zorn ! oh, memes war ar penn e skoe hañ ! 1. 'oa ket sañset d'ober war ar penn bepred hañ !
1. [ˈhɔ̃ˑs - ˈhɔ̃ wa skoˌlɛˑɹəz ˈvɑːt ˌkɔ̃ntə ˈmɑːd ɑ̃] 2. [ɔ ˈhɔ̃ ˌskoˑe̞ ɑ̃] 1. [a ˌjɑ - ˌnœˑe ɹe̞ ˈvɑːt a] 2. [a ˈtud ɹe̞ ˈmo̞jən də ˈdisk - ɹe̞ ˈvo̞jən də ˈvutə ˌne̞ də ˈdiskĩ] 1. [ˈhɔ̃ da ˌdo̞ˑɹ kaɹ] 2. [ˈme miˌʒe kə ˈbɑhat pyˈgyːɹ ˈdiskɛn mɛt ? ˌma kə ˌbe ˈbɑhad ˈʒɑ̃məs mɛ ˌhɔ̃ ˈskoˑe̞ ɑ̃] 1. [a ˌjɑ - gɑ̃n ə ˈɹe̞ːglən] 2. [gɑ̃n ə ˈɹe̞ːglən waɹn ˈdɑwən ag e de̞ baˈɾeno waɹ o ˈdɑwən - mɛ fidɑ̃mˈduˑe ˈnˑi ˌniʒe ˌdo̞ˑɹ ˈkɹwɑːzə ˈglɛŋkɛ i ˈzɔɹn - o ˈmɛməz waɹ ˈpe̞n e ˌskoˑe̞ ɑ̃] 1. [ˌwɑ kə ˈsɑ̃səd ˌdo̞ˑɹ waɹ ˈpe̞n ˌbopəd ɑ̃]
1. celle-là... elle c'était une bonne institutrice, réputée hein ! 2. oh ! elle frappait hein ! 1. ah oui ! alors elle faisait du bien ! 2. et tous elle trouvait le moyen de leur apprend... elle trouvait le moyen de les pousser à apprendre 1. elle avait de quoi faire car... 2. moi je n'avais pas de coups puisque j'apprenais mais xxx ( ?) je n'avais jamais eu de coup mais elle frappait hein ! 1. ah oui, avec la règle 2. avec la règle sur les mains et survenaient des marques sur leurs mains, mais bon sang, celui qui devait croiser ramassait sa main ! oh, elle frappait même sur la tête hein ! 1. elle ne devait pas faire en principe quand même sur la tête hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.
– Ivet an Du, ganet e 1937 e Kaouenneg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e Kaouenneg / Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. eñ a oa akuit neuze kwa 2. e oa... ya met eñ 'na... 'na ket... den ebet 'na desket dezhañ, peogwir 'ouie ket na lenn na skrivañ 1. marteze 'na desket e-unan evel-se, dioutañ e-unan evel-se 2. ya, desket e-unan hag e lake... e lake pri ha neuze pilhoù warne aze paotr kaezh ! ar re-se e weles anezhe o voutañ goude, war ar spern ha tout e lake
1. [hẽ wa ˈɑkwid ˈnœˑhe kwa] 2. [wa - ja mɛ ˈhẽ na - na kə - ˈden be na ˈdiskə ˈteˑɑ̃ - pyˈgyːɹ wiˌe kə na ˈle̞n na ˈskɹwĩːvɑ̃] 1. [maˈteˑe na ˈdiskəd iˈhyːn vəˈse - dɔ̃ntɑ̃ iˈhyːn vəˈse] 2. [ja - ˈdiskəd iˈhyːn a ˈlɑke̞ - ˈlɑke̞ ˈpɹiː a ˌnœˑe ˈlɑke̞ ˈpijo waɹne̞ ˌɑˑe po̞tˈkɛːs - ɹeze ˌwe̞ˑle̞z ˈne̞ː ˈvutɑ̃ ˈguːde - waɹ ˈspɛɹn a tud ˌlɑke̞]
1. il était habile alors quoi [pour greffer] 2. il était... oui mais il n'avait... n'avait pas... personne ne lui avait appris, puisqu'il ne savait ni lire ni écrire 1. peut-être qu'il avait appris tout seul comme ça, par lui-même tout seul comme ça 2. oui, ayant appris tout seul et il mettait... il mettait de l'argile et aussi des chiffons dessus là mon gars ! ceux-là tu les voyais pousser après, sur l'aubépine et tout il mettait
Gant :
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evit an noz 'meus bet un tamm problem gantañ met eu... ezhomm 'meus da lâret dezhe dont da welet anezhañ, eu... ur sosiete zo hag a dremen eu... ur wech-an-amzer aze da... da welet hag-eñ 'h a mat, eu... an interrupteur warnañ zo arri skuizh, hag eu... goude 'ma lakeet anezhañ e oa aretet, ha pa on dihunet, a-benn neuze e oa... e oan... e oan branchet gantañ, met 'rae mann ebet ken, ha me a oa o voutañ, gwelet a rez ? ha tout an aer a dremene dre hennezh, 'oan ket kat da gompren petra a c'hoarie din, me a oa sec'h ma genoù paotr-kaezh ha... ha 'oa ket mat ar jeu, nann nann, « hemañ, emezon-me, zo oc'h ober e c'henaoueg amañ »
[wi ˈnɔ̃ːz møz be tɑ̃m pɹoˌblɛm ˈgɑ̃tɑ mɛd ə - ˈem møz də lɑˑɹ ˈde̞ də ˈdɔ̃n də ˈwe̞ːl ˈneːɑ̃ - ə - sosjete zo a ˈdɹemen ə ˌweʒənˈɑ̃mzəɹ ˌɑe də - də ˈwe̞ːl aˈgẽ ha mɑːt - ə ... ˈwaɹnɑ̃ zo ɑj ˈskwiːs - ag ə - ˈguːde ma laˈkeˑə ˈneˑɑ̃ wa aˈɹetət - a pə ɔ̃ diˈvyːnət - be̞n ˈnœhe wa - wɑ̃n wɑ̃n ˈbɹɑ̃ʃə ˈgɑ̃tɑ̃ - mɛ ɾɛ ˈmɑ̃n be ken - a ˈme wa ˈvutɑ̃ - gweːz - a tud ˈnɛːɹ dɹeˈmeːnɛ dɹe ˈhẽːz - ˌwɑ̃ŋ kə ˈkɑd də ˈgɔ̃mpɹən pɹa ˈhwɑjɛ dĩ - me wa zex me ˈgeːno po̞tˈkɛːz a - a ˌwa kə ˌmɑˑd ˈʒœː - nɑ̃nɑ̃n - ˌhem ˈmɔ̃me̞ zo ˈoˑɹ i heˈno̞ːg ˌɑ̃mɑ̃]
cette nuit j'ai eu un petit problème [respirateur] avec mais euh... il faut que je leur dise de venir le voir, euh... il y a une société qui passe euh... une fois le temps pour... pour voir si ça va bien, eu... l'interrupteur dessus est usé, et euh... après que je l'avais mis il s'était arrêté, et quand je me suis réveillé, pour alors il était... j'étais... j'étais branché dessus, mais il ne faisait plus rien, et moi de pousser, tu vois ? et tout l'air passait per celui-là, je ne pouvais pas comprendre ce qu'il m'arrivait, j'avais la bouche sèche mon pauvre et... et ça n'allait pas, non non, « celui-ci, dis-je, est en train de faire son imbécile ici »
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kergourognon, oh ya met hennezh... hennezh bremañ zo graet n'onn pesort gantañ, met eñ 'oa ket ur c'hastell a-raok, eñ a oa just un tamm menaj, ya kar eu... Ivoñ amañ a lârfe dit, met okupet eo gant e foenn, eu... hemañ... Ivoñ zo bet savet eno ha... ur c'hoar d'e vamm-gozh eno, ha pa oa hemañ yann grenn, e... e baeron a oa eno hag e vije ordin o voutañ... boutañ e fri eno, 'ba Kergourognon
[ˌkɛɹguˈɹoɲɔ̃n - o ˌjɑ mɛ ˌhẽˑz - ˌhẽˑz ˈbɹœmɑ̃ zo ˌgwɛd nɔ̃mˈsɔɹd ˌgɑ̃tɑ̃ mɛ ˈhẽˑ ˌwa kə ˈhɑstəl ˌɹo̞ˑk - ˌhẽˑ wa ʒyst tɑ̃m ˈmeːnaʃ - ˌjɑ kaɹ ə - iˌvɔ̃ ˈɑ̃mɑ̃ ˌlɑɹfe ˌdit - mɛd oˈkypəd e̞ gɑ̃ i ˈvwɛn - ə - ˌhemə - iˌvɔ̃ zo ˌbe ˈzɑːvə ˌeˑno a - ˈhwɑˑɹ di vɑ̃mˈgoːz ˌeˑno - a pə wa ˈhemɑ̃ jɑ̃n ˈgɾe̞n - i i ˈbɛːɹɔ̃n wa ˌeˑno a ˌviʒe ɔɹˈdin ˈvutə - ˈbutɑ̃ i ˈvɹiˑ ˌeˑno - ba ˌkɛɹguˈɹoɲɔ̃n]
Kergourognon, oh oui mais ça... ça maintenant je ne sais pas ce qui en a été fait, mais ça ce n'était pas un château avant, ça c'était juste une petite ferme, oui car euh... Yvon ici te le dirait, mais il est occupé avec son foin, euh... il... Yvon a été élevé là-bas et... une soeur de sa grand-mère y était, et quand il était adolescent, son... son parrain était là-bas et il était tout le temps à fourrer... fourrer son nez là-bas, à Kergourognon
Prad
Gant : Jorjed an Olier, ganet e 1937 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'neus ket bet paeet e goumikael, « deus da welet emezañ », ne oa nemet drailhet an traoù, ne oa ket bet livet na mann ebet, « ac'hanta, kontant on eo aet hemañ kuit evel-se, na pe posupl 'meus kollet ar goumikael, gant ar c'hondision eo aet an andouilhenn-se alese », na oa ket kat da voutañ anezhañ er-maez ivez
[nøs kə be ’pɛ:ɛd i gumi’cɛ:l døs tə ’we̞:lət meɑ̃ oa mɛ ’dɾɑjət tɾɛw wa kə be ’liwəd na mɑ̃n’bet ’hɑ̃nta kɔ̃ntɑ̃n ɔ̃ e̞w ɛd hem kwit və’se pe ’posyb møs kɔlə gumi’cɛ:l gɑ̃n hɔ̃di’si:ɔ̃n e̞w ɛd nɑ̃n’dujən ze lese na wa kə kat də ’vutɑ̃ neɑ̃ me̞:z ie]
il n'a pas payé son loyer, « viens voir qu'il dit », il n'y avait que des choses détériorées, il n'avait pas été peint ni rien, « eh bien, je suis content que celui-ci soit parti comme ça, même si j'ai perdu le loyer, à la condition que cette andouille-là parte de là », il ne pouvait pas le virer non plus
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-Batist an Tieg, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Langoad, marvet e 2023, tud bet ganet e Langoad / C'houerc'had.
MarichalDastumer : Tangi
-
👂 🔗 bouc'h eo da voutañ kwa
[buh e̞ də 'vutɑ̃ kwa]
c'est meuble pour pousser quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ed ha traoù evel-se, ma diwanent, ma tapes lakat anezhe da diwan, e oa sur kwa, aze 'teze ket preñved na traoù all kwa, moarvat ne vezent ket kat da voutañ o fri
[e:d a tɾɛw və'se ma di'wɑ̃nɛɲ ma 'dɑpɛz 'lɑkə nɛ: 'diwɑ̃n wa zy:ʁ kwa 'ɑ:he tiʒe kə 'pʁẽ̞:vəd na tʁɛw al kwa ma'hɑt viʒɛɲ kə kɑt tə 'vutɑ̃ o vʁi:]
du blé et des choses comme ça, s'ils germaient, si tu arrivaient à les faire germer, c'était sûr quoi, là tu n'avais pas de vers ni d'autres choses quoi, sans doute qu'ils n'étaient pas capable de fourrer leur nez [vers dans la terre dure]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gwechall-gozh 'meus klevet ma dad o lâret penaos... se zo kaoz eu... war ar feurmioù e vije deklaret, pa vijent graet, ne vije ket droed da divarrañ ar c'hoad ac'hann e vije krog miz meurzh, peotramant 'h arrie da... dezhañ da voutañ, 'h arrie ar c'hleñved warnañ evel eu... penaos e lârfen-me dit ? war serten traoù e vez jaunisse ha hemañ a vije arri da vezañ evel pa vije bet revet kwa, gwenn, ha neuze e sec'he, (ec'h avorte ?) tout kwa, na labourent ket evel...
[gweʒɑl’go:s møs ’klɛwəd mə dɑ:d lɑ:ɹ pə’nɔ̃:z se zo ko:z ə waɹ ’fœɹmjo viʒe de’klɑ:ɹət pe viʒɛɲ gwɛt viʒe kə dwɹœt tə di’vɑɹɑ̃ hwɑt hɑ̃n viʒe kɹɔ:g mis’mœɹs pe’tɑ̃mɑ̃n ’hɑje də deɑ̃ də ’vutɑ̃ ’hɑje ’hlẽ̞:vəd waɹnɑ̃ wɛl ə pə’nɔ̃ lɑɹfɛn me dit waɹ sɛɹtən tɾɛw ve ʒo’nis a ’hemɑ̃ viʒe ɑj də ’ve:ɑ̃ wɛl pe viʒe be ’ɹɛwət kwa gwɛn a ’nœ:he ’ze:he ha’vœɹte tut kwa na labu’ɹɛɲ kə wɛl]
il y a bien longtemps j'ai entendu mon père dire que... c'est pour ça que euh... sur les baux locatifs il était déclaré, quand ils étaient faits, qu'il n'y avait pas le droit d'émonder le bois avant que le mois de mars ne soit commencé, sinon il arrivait que... pour qu'il pousse, la maladie les touchait comme euh... comment te dirais-je ? certains étaient touchés par la jaunisse et celui-ci en arrivait à être comme s'il était roussi par la gelée quoi, blanche, et alors il desséchait, il (avortait ?) tout quoi, ils ne poussaient pas comme...
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me a soñje din e oa unan o voutañ war ar bank eu... pe war... war ar gloued aze, e welez anezhi o tigoriñ hag o adserriñ diouzhtu
[me ’ʒɔ̃:ʒe dĩ wa yn ’vutɑ̃ waʁ bɑ̃ŋk ə pe waɹ waʁ glœ:d ’ɑ:he ’wɛ:lɛz nɛj ’tjɔ:ĩ a hat’sɛĩ dy’sty]
je pensais qu'il y avait quelqu'un en train de pousser le banc euh... ou le... la barrière là, tu la vois se fermer et s'ouvrir immédiatement
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha honnezh zo ur blantenn, ur fleurenn eo ma kerez, hag a vout... evel-se euh... aze e vez d'ober troc'hañ ar yeot a-rez, ha neuze... neuze e vez dastumet tout ar yeot kuit da laoskel ar yeot da vreinañ war ar plas, hag ar blantenn-se a deu... a vout goude neuze, bremañ 'h a da voutañ neuze
[a hɔ̃:s so 'blɑ̃ntən 'flœ:rən ɛ me 'ke:rɛz a vut vise ə 'ɑhe ve do:r 'trɔhɑ̃ 'jɛwɔd rɛ:s a 'nœ:he 'nœ:he ve das'tymət tud 'jɛwɔt kwid də 'lɔskə 'jɛwɔd də 'vrɛɲɑ̃ war plɑs a 'blɑ̃ntən ze dœ vud 'gu:de 'nœ:he 'bremɑ̃ ha də 'vutɑ̃ 'nœhe]
et celle-là c'est une plante, une fleur si tu veux, qui pousse... comme ça euh... là on doit couper l'herbe au ras, et alors... alors on ramasse toute l'herbe pour ne pas laisser l'herbe pourrir sur place, et cette plante-là vient... pousse après alors, maintenant elle va pousser alors
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan all a rey moaien da voutañ anezhi a-raok dezhañ ordin
[yn al ɹɛj ’mojən də ’vutɑ̃ nɛj ɹok ’teɑ̃ ɔɹ’di:n]
un autre fait en sorte de la repousser avant lui [chevreuils mâle et femelle]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi