Klask
« zorn »
Frazennoù kavet : 7
-
👂 🔗 1. honnezh... hoñ a oa ur skolaerez vat, kontet mat hañ ! 2. oh ! hoñ a skoe hañ ! 1. ah ya ! neuze e rae vad 'hat ! 2. ha tout a rae moaien da desk... e rae moaien da voutañ anezhe da deskiñ 1. hoñ 'da d'ober kar... 2. me 'mije ket bazhad peogwir e desken met xxx ( ?) 'ma ket bet bazhad james met hoñ a skoe hañ ! 1. ah ya, gant ar reglenn 2. gant ar reglenn war an daouarn hag e deue barrennoù war o daouarn, met fidamdoue, an hini 'nije d'ober kroazañ a glenke e zorn ! oh, memes war ar penn e skoe hañ ! 1. 'oa ket sañset d'ober war ar penn bepred hañ !
1. [ˈhɔ̃ˑs - ˈhɔ̃ wa skoˌlɛˑɹəz ˈvɑːt ˌkɔ̃ntə ˈmɑːd ɑ̃] 2. [ɔ ˈhɔ̃ ˌskoˑe̞ ɑ̃] 1. [a ˌjɑ - ˌnœˑe ɹe̞ ˈvɑːt a] 2. [a ˈtud ɹe̞ ˈmo̞jən də ˈdisk - ɹe̞ ˈvo̞jən də ˈvutə ˌne̞ də ˈdiskĩ] 1. [ˈhɔ̃ da ˌdo̞ˑɹ kaɹ] 2. [ˈme miˌʒe kə ˈbɑhat pyˈgyːɹ ˈdiskɛn mɛt ? ˌma kə ˌbe ˈbɑhad ˈʒɑ̃məs mɛ ˌhɔ̃ ˈskoˑe̞ ɑ̃] 1. [a ˌjɑ - gɑ̃n ə ˈɹe̞ːglən] 2. [gɑ̃n ə ˈɹe̞ːglən waɹn ˈdɑwən ag e de̞ baˈɾeno waɹ o ˈdɑwən - mɛ fidɑ̃mˈduˑe ˈnˑi ˌniʒe ˌdo̞ˑɹ ˈkɹwɑːzə ˈglɛŋkɛ i ˈzɔɹn - o ˈmɛməz waɹ ˈpe̞n e ˌskoˑe̞ ɑ̃] 1. [ˌwɑ kə ˈsɑ̃səd ˌdo̞ˑɹ waɹ ˈpe̞n ˌbopəd ɑ̃]
1. celle-là... elle c'était une bonne institutrice, réputée hein ! 2. oh ! elle frappait hein ! 1. ah oui ! alors elle faisait du bien ! 2. et tous elle trouvait le moyen de leur apprend... elle trouvait le moyen de les pousser à apprendre 1. elle avait de quoi faire car... 2. moi je n'avais pas de coups puisque j'apprenais mais xxx ( ?) je n'avais jamais eu de coup mais elle frappait hein ! 1. ah oui, avec la règle 2. avec la règle sur les mains et survenaient des marques sur leurs mains, mais bon sang, celui qui devait croiser ramassait sa main ! oh, elle frappait même sur la tête hein ! 1. elle ne devait pas faire en principe quand même sur la tête hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Solañj Beuvan, ganet e 1949 e Lanvezeeg, o chom e Kawan, tud bet ganet e Rospez / Prad.
– Ivet an Du, ganet e 1937 e Kaouenneg, o chom e Kaouenneg, tud bet ganet e Kaouenneg / Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. hag unan deus e vugale vihan c'hoazh, a oa *gouezh... a oa kouezhet ur wech war an tan evel-se, hag evel-se... ha goude e oa bet paket tout e zorn, ha tout e vizied a oa bet chomet eu... 2. peg 1. peg goude, oh !
1. [a ˈyˑn døz i vyˌgɑˑle ˈviˑən ˌhwɑ - wa gwe - wa ˌkweˑd ə ˈweʃ waꝛ ˈntɑ̃ˑn vəˌse - a vəˌse - a ˌguˑde wa ˌbe ˈpɑkə ˌtud i ˈzɔꝛn - a ˌtud i viˈziˑɛd wa ˌbe ˈʃo̞məd ə] 2. [ˈpek] 1. [ˈpeˑg ˌguˑde - ɔ]
1. et un de ses petits-enfants encore, était *tomb... était tombé une fois sur le feu comme ça et donc... et après toute sa main avait été pansée, et tous ses doigts étaient restés euh... 2. collés 1. collés après, oh !
Gant :
– Remi Gallou, ganet e 1949 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Koatreven.
– X Gallou, o chom e Prad.
gwreg Remi GallouDastumer : Tangi
-
👂 🔗 c'hwezek 'na skoet er-maez ar memes deiz, al lun beure pa oamp arri, c'hwezek lizher gantañ en e zorn da reiñ da...
[’hwe:zɛg na ’sko:ə mɛz mɔ̃z’de: lyn ’bœ:ɾe pə wɑ̃m ɑj ’hwe:zɛg ’li:zəɹ gɑ̃tɑ̃ ni zɔɹn də ɹɛĩ də]
il en avait jeté seize dehors le même jour [ouvriés], le lundi matin quand nous étions arrivés il avait seize lettres dans sa main à donner à...
Gant : Roje ar Buzulier, ganet e 1948 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Prad / Tonkedeg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'meus aon 'teus troc'het da zorn
[møz 'ɑ:ɔ̃n tøs 'tɾɔ:həd də zɔʁn]
je crois que tu t'es coupé la main
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant da zorn all e terc'hez
[gɑ̃n zɔrn ɑl 'dɛrhɛs]
tu tiens avec ton autre main
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma lakez da zorn
[ma 'lɑkɛz də zɔrn]
si tu mets ta main
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e zorn
[i zɔrn]
sa main
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi