Temoù
An erc'h o c'holoiñ
-
🔗 pa vez erc'h war an douar ne vez na tomm na klouar
[pe ve ɛrh warn 'duar ve na tɔm na 'kluar]
quand il neige il ne fait ni chaud ni tiède
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 pa vez erc'h war an doenn e vez tan 'ba 'r siminal
[pe ve ɛrh warn 'doən ve tɑ̃:n bar 'ʒi'mi:nal]
quand il y a de la neige sur le toit, il y a du feu dans la cheminée
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 erc'h e oa met me 'ma tennet pour
[ɛrh ə wa mɛ me ma 'tɛnə pu:r]
il y avait de la neige mais j'avais tiré des poireaux
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 just pa oant aze e oa... 'oa ket 'met erc'h... erc'h, erc'h !
[ʒyst pe wãɲ ahe wa – wa kə mɛd ɛrh - ɛʁh ɛʁh]
juste quand ils étaient là il y avait... il n'y avait que de la neige... de la neige et encore de la neige !
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi